I.
Doar./Stn.
1. N'eus saotr ebet warnañ, ennañ.
Ur roched naet, un ti naet. E zaouarn n'int ket naet.
HS. kempenn, prop.
ES. lous.
2. N'eus netra all mesket gantañ.
E diamant naet eo graet ar bravig.
HS. digemmesk.
3. Dre skeud.
Hep namm, hep pec'hed.
E ene, e goustiañs zo naet.
HS. glan.
4. NAET A (UDB.) : hep (udb.) warnañ, ennañ.
Ar stalennoù zo naet a boultrenn.
&
Dre skeud.
E galon zo naet a bec'hed.
II.
Adv.
1. E doare ma'z eo naet (I 1).
E di zo dalc'het naet. Gwalc'hiñ naet an dilhad.
2. A-grenn, krenn-ha-krak, da vat.
Gant ar seurt armoù e vefe distrujet naet ar bed.
Disklêriañ a ra naet ne sino ket.
[1878] Janed ar Go a yoa dija barbouellet he fenn : ar gwel a gement-se a droas naet he gwad.
3. Tr. adv.
Naet-ha-distag : hep ma ve ger ouzhpenn.
&
Naet-ha-pizh : rik-ha-rik.
&
War-naet : tre-ha-tre.
Ankounac'haet war-naet, koulz lavaret, pep tra en doa desket diganin.
Hag ez respont un [bennak] o lavaret: an [hini] inosant a zaouzorn hag an hini a vezo naet a galon &c.
hac ez respond vn é lauaret: an inocent à daouzourn hac an heny à vezo net à calon &c.
1576
Daveenn :
Cath
p4
19. Grit din bout fournis gwarniset / A'r sin ar groaz ma voe gloazet, / Hag ar basion, Itron naet. / Dre e verit omp akuitet.
19. Gryt dyff bout fournis goarnisset / A-n syn a-n croas ma-z foue gloaset, / Hac a-n passion, Itroun net. / Dre he merit omp acuyttet.
1622
Daveenn :
Do.
p64
Ho mab-c'hwi a voe gouliet, / Evidomp-ni krusifiet. / Lakait em memoar da garet / E basion em c'halon naet.
12. Ho map huy à voe gouliet, / Euidomp ny crucifiet. / Lyquit e-m memoar da caret / E passion e-m calon net.
1622
Daveenn :
Do.
p62
pur ha naet a bec'hed
pur ha net a bec'het
1659
Daveenn :
LDJM.1
pg innocent
naet
net
1659
Daveenn :
LDJM.1
pg net
naet
næt
1732
Daveenn :
GReg
pg franchement (franc, tout franc)
naet
neat
1732
Daveenn :
GReg
pg blanc (ce qui n'est ni sale, ni gâté), (à) decouvert (sans deguisement, franchement), franchement (franc, tout franc)
naet
1732
Daveenn :
GReg
pg blanc (ce qui n'est ni sale, ni gâté), (à) decouvert (sans deguisement, franchement)
asiedoù naet
açzyedou neat
1732
Daveenn :
GReg
pg blanc (assietes blanches)
ur vouezh sklaer ha naet
ur voüez sclaer ha neat
1732
Daveenn :
GReg
pg (une voix) claire
mouezhioù sklaer ha naet
moüezyou sclaer ha neat
1732
Daveenn :
GReg
pg (une voix) claire
ur vouezh sklaer ha naet
ur voüez sclaear ha naet
1732
Daveenn :
GReg
pg (une voix) claire
ez naet
ez nead
1732
Daveenn :
GReg
pg coulamment (nettement)
naet
nead
1732
Daveenn :
GReg
pg coulamment (nettement), coulant (parlant d'un discours, d'un stile)
naet
naed
1732
Daveenn :
GReg
pg coulamment (nettement), coulant (parlant d'un discours, d'un stile)
naet
néat
1850
Daveenn :
GON.II
pg néat, net, nétaat
naet
net
1850
Daveenn :
GON.II
pg néat, net
Janed ar Go a yoa dija barbouellet he fenn : ar gwel a gement-se a droas naet he gwad.
Jannet ar Go a ioa dija barbouellet he fenn : ar guel a gement-se a droaz neat he goad.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.72
Kefridi ar c’hwec’h-mañ ez oa derc’hel an ti kempenn ha naet-flamm, pa na dlee poultrenn ebet na koc’hienn dont da intrañ kannded ar murioù, al leur hag ar framm, lufr an arrebeuri, sked ar c’haeradurioù hag al listri-aour.
Kefridi ar c’houec’h-man ez oa derc’hel an ti kempenn ha naet-flamm, pa na dlee poultrenn ebet na koc’hienn dont da intra kannded ar muriou, al leur hag ar framm, lufr an arrebeuri, sked ar c’haeraduriou hag al listri-aour.
1923
Daveenn :
SKET
p.65
Naet-tre e oa pep tra warni hag en-dro dezhi ; eskuit e oa hag oberiat, o vezañ dalc’hmat gant ul labour bennak.
Naet-tre e oa pep tra warni hag en-dro d’ezi ; eskuit e oa hag oberiad, o veza dalc’hmat gand eul labour bennak.
1923
Daveenn :
SKET
p.41
Bezit naet warnoc’h hag en-dro deoc’h : na stokit ho torn ouzh tra dic’hlan ebet ; en em walc’hit eus bleñchoù ho plev da sol ho treid, div wech bemdez, d’an deroù-noz ha d’an tarzh-deiz.
Bezit naet warnoc’h hag en-dro d’eoc’h : na stokit ho tourn ouz tra dic’hlan ebet ; en em walc’hit eus blenchou ho pleo da sol ho treid, diwech bemdez, d’an derou-noz ha d’an tarz-deiz.
1923
Daveenn :
SKET
p.51
Koant a-walc'h e oa he dremm, divjod yac'h ha ruz, daoulagad glas, ur c'hoef Kernevadez a c'holoe he blev kistin, hogen he c'horfenn a oa uzet ar voulouz warni, he brozh a oa unan fall hag he zreid noazh ne oant ket gwall naet en he botoù-prenn leun a deil.
Koant awalc'h e oa he dremm, dioujod yac'h ha ruz, daoulagad glas, eur c'hoef Kernevadez a c'holoe he bleo kistin, hogen he c'horfenn a oa uzet ar voulouz warni, he broz a oa unan fall hag he zreid noaz ne oant ket gwall naet en he botou-prenn leun a deil.
1944
Daveenn :
EURW.1
p46
Ne voe ket un nozvezh gwall laouen, rak unan bennak eus an dud a oa o chom eno a oa pennfollet naet.
1985
Daveenn :
DGBD
p116
Ur gaer a nozvezh skeltr e oa ; rev en aer ; ar straedoù ken naet ha leur ur sal-gorolliñ
2012
Daveenn :
DJHMH
p24
Luc'hañ a ra an ti, da grediñ e felle da bPatsi, a oa o chom ennañ, e lezel naet ha kempenn war he lerc'h.