Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v.k.e. 1. Lakaat da vezañ naet. Naetaat al leur. Dav e vo naetaat ar porzh. Naetaet e oa bet an oabl gant an avel. & Ent krenn. Ankounac'haet e oa bet aze gant ar vatezh pa oa o naetaat. 2. Dre skeud. Glanaat. Naetaat hor c'halon diouzh ar pezh a stag outi.

Skouerioù istorel : 
26
Kuzhat roll ar skouerioù

naetaat

1499
Daveenn : LVBCA p149 (nettoyer)

naetaet

1500
Daveenn : LVBCA p149 ('nettoyé')

M. Pe da dra e servij ar Sakramant a'n Nouenn ? Evit hon naetaat eus ar pec'hedoù a c'halze bezañ restet deomp ha reiñ deomp nerzh evit rezistañ d'an anuioù ha d'ar boan a'r c'hleñved ha da demptasionoù an aerouant.

1622
Daveenn : Do. p46

naetaat an ed

1659
Daveenn : LDJM.1 pg netoier (le blé)

naetaat

1659
Daveenn : LDJM.1 pg curer, netoier

naetaat ar vro eus ul laer

1659
Daveenn : LDJM.1 pg depescher (le pays d'vn larron)

[M.] Da petra servij ar sacramant a Nouenn ? D. Evit hon naetaat eus ar pec'hedoù a c'halle bezañ restet deomp, ha reiñ deomp nerzh evit rezistañ ouzh anuioù ha poanioù ar c'hleñved, hag ouzh temptasion an aeraouant.

1677
Daveenn : Do. p47

naetaet

1732
Daveenn : GReg pg approprier

naetaat

1732
Daveenn : GReg pg approprier, decrasser (ôter la crasse du corps, d'un habit, d'un tableau), écurer (netteïer), éplucher (netteïer)

naetat

1732
Daveenn : GReg pg approprier

naetiñ

1732
Daveenn : GReg pg approprier

naetaet gant ur poused

1732
Daveenn : GReg pg brosser

naetaat

1732
Daveenn : GReg pg curer (nettoyer, vuider, purger), eclaircir (polir)

naetaet

1732
Daveenn : GReg pg curer (nettoyer, vuider, purger), eclaircir (polir), écurer (netteïer), éplucher

naetaet

1732
Daveenn : GReg pg decrasser (ôter la crasse du corps, d'un habit, d'un tableau)

em naetaat

1732
Daveenn : GReg pg (se) décrasser

naetaat ur vro, diampech ur vro, eus a dud didalvez

1732
Daveenn : GReg pg depescher (des cauriens, purger un païs de vaurien)

naetaat ar puñs

1732
Daveenn : GReg pg écurer (le puits)

naetaat gant ur poused

1732
Daveenn : GReg pg brosser

naetat

1850
Daveenn : GON.II pg net

naetaet

1850
Daveenn : GON.II.HV pg nétaat

naetaat

1850
Daveenn : GON.II.HV pg nétaat, niza

Ra blijo gant Doue sklêrijennañ o spered — hag hini an dud all faziet, — naetaat o c’halon hag o lakaat da zistreiñ war ar roudenn vat o deus dilezet !

1877
Daveenn : EKG.I. p.97

Ret e oa naetaat « marchosi Augias », ha tapout krog e stur Kevredigezh Vreizh, ober ganti ul lestr bras da zougen Argonoted nevez Arvor o vont da glask ar c'hrev alaouret.

1944
Daveenn : EURW.1 p.188

Aes-tre int da naetaat pa vez krog an delioù da zisec'hañ : evel ma tev aes-tre an danvez a ro d'ar blantenn he c'hwezh-vat, ne vez nemet lakaat an tan en ur penn, hag hemañ a ya penn-da-benn ar riblennad en ur lezel un tammig ludu hepken war e lerc'h.

1985
Daveenn : DGBD p40

Ret e veze din naetaat ar pezh gant ar sunerez met ne leze ket ac'hanon da ziboultrennañ an taolennoù.

2015
Daveenn : EHPEA p50

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial