I.
1. [1499, 1659, 1699, 1850] Tra a roer, a ginniger d'un doue pe d'ur sant.
Lezel a reas e brof e-tal an aoter.
&
Reiñ udb. e prof : e brofañ.
Reiñ a reas un ejen e prof
2. Ent strizh (er relijion gatolik)
Sammad arc'hant a roer e-pad kest an oferenn.
3. (impl. da anv hollek)
Goulenn prof : kestal.
&
Ober prof a, eus udb. (da ub.) : e brofañ.
Evit ober prof anezho da Jezuz-Krist.
II. Dre ast.
[2015] Traezenn a roer da ub. da ziskouez anaoudegezh vat, karantez pe vignoniezh en e geñver.
Ur prof Nedeleg : a roer da-geñver Nedeleg.
Profoù kaer.
HS. donezon, road.
Daveenn :
GON.II
pg prof (offrande, don que l'on offre à Dieu à l'église. oblation. en Tréguier, on donne encore ce nom à un présent que font aux nouveaux mariés tous ceux qui ont été invités du festin de la noce. Pl.)
prof
1850
Daveenn :
GON.II
pg prof (offrande, don que l'on offre à Dieu à l'église. oblation. en Tréguier, on donne encore ce nom à un présent que font aux nouveaux mariés tous ceux qui ont été invités du festin de la noce).
profoù
profou
1850
Daveenn :
GON.II
pg prof (offrande, don que l'on offre à Dieu à l'église. oblation. en Tréguier, on donne encore ce nom à un présent que font aux nouveaux mariés tous ceux qui ont été invités du festin de la noce. Pl.)
prof
1931
Daveenn :
VALL
pg apport (don)
- Setu, gwir ? N'ouzez ket petra eo ar Garantez ?... Ar Garantez a zo mezevennusañ, diharzusañ prof a voe roet d'ar gristenien gant an Aotrou Doue.
1949
Daveenn :
SIZH
p.57
Nep prof ne gouezh er plad en iliz dilezet / Servichoù ne vez ken, nag annueloù bras.
Nep prof ne gouez er plad en iliz dilezet / Servichou ne vez ken, nag annuelou bras.
1960
Daveenn :
PETO
p32
Ma pakez anezhañ e vo roet dit da enraokaat e prof.
2015
Daveenn :
EHPEA
p389
Notennoù studi
Ar Gonideg a veneg eo ar "prof" ar pezh a roer d'an dud nevez da geñver ur friko.