Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
118
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V.k.e. 1. [1499, 1960] Ober ur prof d'ur sant pe d'un doue evit e enoriñ. [1960] Em iliz, den ne brof er plad. & Ent krenn Piv a brof d'hor sent kozh ? 2. Dre ast. [2015] Reiñ udb. da ub. evit diskouez anaoudegezh vat, madelezh, mignoniezh pe garantez en e geñver. [2015] Ma pakit ar muntrer e profin dit un ti hep aotre. Ul levr kaer en deus profet dezhi. & Ent krenn Pa'z eer d'an euredoù e vez ret profañ.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

prof

1499
Daveenn : LVBCA p170 (offrir)

Piv a brof dezhe ?… Den !…

1925
Daveenn : BILZ2 p.135

profañ da

1931
Daveenn : VALL pg allouer

Eva, ivez, a oa bet profet dezhi gant Doue koantiri ar bleunioù, ha, dre-se n’oa harz ebet d’he beli war Adam.

1949
Daveenn : SIZH p.40

Em iliz, den ne brof er plad ; / Nep kristen ganet war he zro. / Ha ma boujedenn zo ken plat / Ma n'eus ket paouroc'h 'barzh ar vro.

1960
Daveenn : PETO p28

"Ma pakit ar muntrer e profin dit un ti hep aotre," a youc'h war ma lerc'h.

2015
Daveenn : EHPEA p178

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial