Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Saotr, takad lous pe distreset. Un namm rous. 2. Perzh fall e mont en-dro pe neuz korf ub., en devez a-vihanik prl. Nammoù korf. [1954] Goude kreisteiz e teuas va zro da vezañ ensellet e noazh-pilh evel un aneval gant ur mezeg kozh, hag o vezañ ne gavas ennon na si na namm, ha netra da damall d'am c'halon, d'am skevent na d'am avu, e tisklêrias e oan dellezek da vezañ martolod. HS. si. 3. Tech. An dud-se zo douget d'ar c'hoarioù arc'hant, o namm eo.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

namm

1850
Daveenn : GON.II pg nam ou namm (tache. vice. défaut. imperfection), pg namm (voyez "nam"), pg namuz ou nammuz

namm

1850
Daveenn : GON.II pg nam ou namm (tache. vice. défaut. imperfection), pg namm (voyez "nam").

An tri namm ma vez labezet ganto brud-vat ar Vroad Illur n’oa ket anezho c’hoazh.

1923
Daveenn : SKET p.69

Mat en em anaout, eme an drouiz ; gwell avat en em vestroniañ ! Neb a anavez e namm, hag eñ dic’halloud d’en em zinammañ ha da wellaat, da betra ez eo mat ?

1924
Daveenn : SKET.II p.30

Goude kreisteiz e teuas va zro da vezañ ensellet e noazh-pilh evel un aneval gant ur mezeg kozh, hag o vezañ ne gavas ennon na si na namm, ha netra da damall d'am c'halon, d'am skevent na d'am avu, e tisklerias [tisklêrias] e oan dellezek da vezañ martolod.

1954
Daveenn : VAZA p.81

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial