Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Doar./Stn. 1. Hep namm. [1878] [...] an neb en divije gwelet peoc’h un den eeun ha leal war e dal, ha mousc’hoarzh un den dinamm war e vuzelloù [...]. HS. diampech, disi. 2. Relij. Glan. Kalon dinamm ar sant. Skuilhañ gwad dinamm. & Ur galon dinamm a bec'hed : ur galon naet a bec'hed. DHS. santel. HS. difank, digailhar, digousi, disaotr, distlabez, glan. 3. (db. ar yezhoù) Glan. Ar brezhoneg a gomzed eno ne oa ket atav dinamm a-grenn. HS. disaotr. II. Adv. Mervel dinamm : mervel hep bezañ kablus.

Skouerioù istorel : 
20
Kuzhat roll ar skouerioù

dinamm

1659
Daveenn : LDJM.1 pg net

tud dinamm, digabal

1732
Daveenn : GReg pg (un homme sans) défaut

ar goñsepsion dinamm eus ar werc'hez sakr

1732
Daveenn : GReg pg conception (immaculée de la Vierge, dans le sein de sa Mere)

dinamm

1732
Daveenn : GReg pg (sans) défaut, (qui n'est point) entaché (de mal, ni de peché), (qui n'est en rien) estropié, exemt (de tous défauts corporels & spirituels)

un den dinamm, digabal

1732
Daveenn : GReg pg (un homme sans) défaut

Gouel-Maria C'hwevrer

1850
Daveenn : GON.II.HV pg Goél-Maria-C'houévrer

dinamm

1850
Daveenn : GON.II pg diañtek, didamall, dinam (Sans défaut. Sans tache. Intègre. Pur. Net. Innocent. Illustre. Entier. Parfait. Accompli), dinammañ, dinamaat, glan, glân

Prenit ar marc'h-mañ, dinamm eo.

1850
Daveenn : GON.II pg dinam (Achetez ce cheval, il est sans défauts).

Dinamm eo e hanv.

1850
Daveenn : GON.II pg dinam (Sa réputation est sans tache.)

Hogen ar brezhoneg a gomzed e Kerzaoulaz, evitañ da vezañ, evel ma welit, bravoc'h eget hini an dudjentil kouezhet dioc'h lost ar c'harr, ne oa ket atav dinamm a-grenn.

1867
Daveenn : MGK Rakskrid VIII

An neb en divije er gwelet, gant e zaoulagad habask ha laouen, gant e aer dinec’h, gant e vlev hir, e giz Kerne, faoutet dre an hanter war greiz e benn, o kouezhañ a [v]ouchadoù kordigellet war e zivskoaz ; an neb en divije gwelet peoc’h un den eeun ha leal war e dal, ha mousc’hoarzh un den dinamm war e vuzelloù, en divije lavaret edo o vont da ober, deiz eured e vab, un dro zañs war al leurgêr.

1878
Daveenn : EKG.II p.291

Evit ar chatal, loened eus an dibab a oa anezho holl, dinamm, peurwenn, bet savet ha maget a-benn kefridi d’o c’hinnig dezho, war gwellañ peurvanoù ar vro.

1923
Daveenn : SKET p.61

Setu fin da vat, hep dezhi distreiñ biken ! d’an amzer evurus m’edo mibien ha merc’hed Manos, dibreder-holl o c’halon, dinamm o ene a bep pec’hed, o prederiañ chatal, o pigellat, hadañ hag eostiñ, diboan hag en ur ganañ, e frankizennoù bleuniet hag heoliet ar vro-Wenn.

1923
Daveenn : SKET p.79

Hag ar vuoc’h hag an deñved, pennabeg d’e binijenn, a oa, du-hont, o peuriñ evel pevar anevalig dinamm ha dinoaz.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 45, p.1066 (Gwengolo 1924)

Kavet mat e voe ganti : dinamm ez oa a bep si, a bep mac’hagn, a bep gwan.

1924
Daveenn : SKET.II p.9

Ar sakrist en devoa sonet an "Angelus" goude diwez ar vadeziant, graet en deus d’ar c’hleier kanañ ginivelezh ar bugel dinamm evel hini ar gristenien all.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.810 (Miz Genver 1924)

Bilzig a ouie ervat penaos biskoazh e garantez dinamm abeg ebet n’he dije d’en em ziskouezañ : kuzhet e oa, kuzhet e chomo.

1925
Daveenn : BILZ2 p.179

Feiz, digouezhet a garo, me a oa ken dinamm, d'am meno, hag ar re-all, ha me o kemerout ma lod eus ar gomunion.

1944
Daveenn : EURW.1 p.171

Mil bennozh Doue deoc'h, dimezell ! Me el lakay bremaik e-harz treid Hor Mamm dimp-ni holl, ar Werc'hez vinniget ganet dinamm.

1949
Daveenn : SIZH p.51

Bez' e voe war-nes degas war o enep ar Werc'hez Vari benniget-dreist, ha Dinamm, met ne zigoras ket e c'henou.

1949
Daveenn : SIZH p.41

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial