Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. A. 1. Anien. Pep tra a denn d'e natur. & Tr. adv. Dre natur : dre anien. An den zo douget dre natur da blijadurioù ar c'horf. B. Dre ast., pemdez 1. (db. an traoù) Perzh reizh, boas. An traoù-se zo bet tommet re, kollet eo o natur ganto : o blaz reizh. & Hollad perzhioù udb. Diouzh natur an douar e vez ar struzh. 2. (db. an dud) Temz spered. & (impl. da c'her unan) An div natur. & Tr. adv. Dre natur. Tud zo zo gaouiat dre natur. & Bezañ natur da ub. ober udb. : bezañ en e demz-spered e ober. Natur eo d'an den c'hoantaat bezan eürus. II. 1. Pennaenn, urzh a bleg dezhi kement tra pe voud zo anezhañ, aozadur an hollved. Savelennoù an natur. Skiantoù an natur. 2. Ent strizh Hollad ar pezh zo anezhañ hep tamm emell a-berzh mab-den, stad traoù ar bed n'int ket bet kemmet gant an den. Garvder an natur a vez kempouezet gant labour dizehan an den. 3. Boas Hollad ar pezh a ra metoù bevañ an dud, estreget ar pezh zo savet ganto o-unan. Gwareziñ an natur, doujañ d'an natur. Gwallgas an natur. Mab-den a rank stourm ouzh nerzhioù dirollet an natur. III. 1. Magadur. Kavet he deus an dervenn natur a-walc'h evit ober ar c'horf tev he deus. 2. Kaoc'h. War an teil pe war an natur chatal. 3. Sper. Skuilhañ e natur.

Skouerioù istorel : 
71
Kuzhat roll ar skouerioù

natur

1499
Daveenn : LVBCA p149 (nature)

natur den

1499
Daveenn : LVBCA p53, 149 (semence d-homme ou de femme, ou d-aulstre beste)

natur a ra dezhañ bezañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (il est) enclin (à l'auarice)

natur

1659
Daveenn : LDJM.1 pg humeur, nature

an dud vras o vezañ dre natur ambisius a gemer an ambision evit ur vertuz

1732
Daveenn : GReg pg ambition

erezus dre natur

1732
Daveenn : GReg pg antipathique

hereziñ dre natur ur re bennak

1732
Daveenn : GReg pg antipathie

natur

1732
Daveenn : GReg pg essence (ce qui constituë la nature d'une chose), faculté (vertu secrete des plantes, des mineaux), genie (Genie, naturel.)

an natur, ar bezañ eus un dra

1732
Daveenn : GReg pg essence (ce qui constituë la nature d'une chose)

an natur, ar bezañ eus a Zoue

1732
Daveenn : GReg pg (l') essence (de Dieu)

an natur eus a Zoue eo bezañ hep fin; hag hini an den eo bezañ rezonapl

1732
Daveenn : GReg pg (l'infinité est de l') essence (divine; la raison est de l'essence de l'homme)

stag oud [ouzh] an natur

1732
Daveenn : GReg pg essentiel (qui est de l'essence)

dre natur

1732
Daveenn : GReg pg essentiellement

an ene dre natur ne varv ket

1732
Daveenn : GReg pg (l'ame est) essentiellement (immortelle)

al louzaouenn-se he deus ar galloud, an natur, da spurjañ

1732
Daveenn : GReg pg (cette plante a la) faculté (de purger)

Gaou bras en deus ar prezeger-hont o lezel dibrofit an avantaj en deveus bet digant Doue, ha digant natur den.

1732
Daveenn : GReg pg (ce prédicateur a grand tort d') enfoüir (son talent)

falset natur

1732
Daveenn : GReg pg forligner (degenerer, pp)

forzet natur

1732
Daveenn : GReg pg forligner (degenerer, pp)

An Doktor sant Tomaz a ziskouez aznat penaos ez eo divennet gant al lezenn a natur memes ar bailhardiezh simpl.

1732
Daveenn : GReg pg fornication (Saint Thomas prouve que la simple fornication est defendue de droit naturel.)

Ar maen marbr a zo rivus dre natur.

1732
Daveenn : GReg pg froid (Le marbre donne du froid.)

Natur vat a zo ennañ.

1732
Daveenn : GReg pg genie (Il a un genie heureux.)

bev a natur

1732
Daveenn : GReg pg genie (Un genie vif.)

bouilhus dre natur

1732
Daveenn : GReg pg genie (Un genie vif.)

Arabat eo forzhañ natur.

1732
Daveenn : GReg pg genie (Il ne faut point violenter son genie.)

Ar skiant eus ar vlaz a zo blizik dre natur.

1732
Daveenn : GReg pg goût (Le sens du goût est naturellement délicat.)

Ar skiant eus ar vlaz a zo pitouilh dre natur.

1732
Daveenn : GReg pg goût (Le sens du goût est naturellement délicat.)

a veur a natur

1732
Daveenn : GReg pg heterogene (qui est de diverses qualitez)

teuziñ metaloù disheñvel e natur evit o c'hemmesk

1732
Daveenn : GReg pg allier

touchus dre natur

1732
Daveenn : GReg pg affectif

donezonoù natur

1732
Daveenn : GReg pg avantage (avantages naturels)

donezonet-mat eo bet a-berzh an natur

1732
Daveenn : GReg pg avantager (la nature l'a fort avantagé)

herez natur

1732
Daveenn : GReg pg aversion aversion, antipathie)

Yuzaz an treitour a oa ruz e vlev, ha du e varv : ar pezh a zo a-enep natur

1732
Daveenn : GReg pg (le traitre Judas avoit les cheveux rouges, & la) barbe (noire)

bezañ drouklivet dre natur

1732
Daveenn : GReg pg (etre naturellement) blême

bezañ gwall livet dre natur

1732
Daveenn : GReg pg (etre naturellement) blême

Sant Pêr a wellaas da ur c'hamm dre natur

1732
Daveenn : GReg pg (Saint Pierre guerit un) boiteux (né)

ned eus nemet Doue a gement a vez mat dre natur, pe, parfet drezañ e-unan ; eme Jezuz-Krist

1732
Daveenn : GReg pg (il n'y a que Dieu seul qui soit) bon

boked goude natur

1732
Daveenn : GReg pg bouquet (artificiel)

ur c'hoailh a zo tomm-bras dre natur

1732
Daveenn : GReg pg (une) caille (est de chaude complexion)

pep tra a denn d'e had ha d'e natur

1732
Daveenn : GReg pg (telle) cause (tel effet), (chaque chose tire à son) essence (son principe)

tud lijer en em ro d'o natur, tud pere o deveus kalonoù kigus ; n'o deus nemet lentegezh ha yenijenn e-keñver Doue hag e-keñver ho silvidigezh, eme an abostol sant Paol

1732
Daveenn : GReg pg (les hommes) charnel(s & sensuels ne goûtent point les choses de la Religion, ce qui regarde Dieu & le salut, dit saint Paul)

koñsailher dre an natur eus e stad

1732
Daveenn : GReg pg conseiller-né

Doue ar mab a zo eus a ur memes natur gant Doue an tad

1732
Daveenn : GReg pg (le Fils de Dieu est) consubstantiel (au Pere Eternel)

an esplikasion eus an natur a un dra

1732
Daveenn : GReg pg définition (explication de la nature d'une chose)

falsañ natur

1732
Daveenn : GReg pg abatardir, dégénérer (s'abatardir), (se) dédire (se relacher), (deshonorer sa) famille, forligner (degenerer)

forsiñ natur

1732
Daveenn : GReg pg dégénérer (s'abatardir), forligner (degenerer)

laer dre natur

1732
Daveenn : GReg pg (qui est enclin à) dérober

diavantaj a-berzh an natur

1732
Daveenn : GReg pg disgracié (de la nature, malfait de corps ou d'esprit)

ar pezh ne deo ket a vemes natur, pe a vemes spes

1732
Daveenn : GReg pg dissimilaire (terme de Medecine)

ar gwir eus an natur, ar gwir natur

1732
Daveenn : GReg pg (le) droit (naturel, le sentiment de la droite raison que Dieu a gravée dans nos coeurs)

douget dre natur da bratikañ ar vertuz

1732
Daveenn : GReg pg enclin (à la vertu)

An tan a zo sec'h ha tomm dre e natur.

1850
Daveenn : GON.II pg natur (le feu est sec et chaud par sa nature).

natur

1850
Daveenn : GON.II pg natur (nature, l'ordre, les lois, les mouvements qui gouvernent toutes les choses créées. cause première, principe de toutes choses. humeur, certaine disposition, soit habituelle, soit passagère, du tempérament et de l'esprit. caractère naturel).

natur

1909
Daveenn : BROU p. 402 (sperme)

nerzh an natur

1931
Daveenn : VALL pg agent (naturel)

ober diouzh reizh an natur

1931
Daveenn : VALL pg agir (conformément à la Nature)

doare-natur

1931
Daveenn : VALL pg attribut (qualité essentielle)

erezus dre natur

1931
Daveenn : VALL pg antipathique

donezon natur

1931
Daveenn : VALL pg avantage

erez natur

1931
Daveenn : VALL pg antipathie

Ret eo lavarout n'eo ket bet ar ouizieion dallet re alies gant ar strizh-reizhusted; rouez a-walc'h eo, e skiantoù an Natur, lealded-spered ur Shepard hag ur Johnson da skouer, evit ma vo meneget.

1943
Daveenn : TNKN p63

Ganet on bet, evel holl vugale ma remzi, diouzh kerent furmet o mennozhioù war skouer re ar C'hallaoued, ha da natur-te eo he deus digabestret ma spered, ha roet din blaz kentañ amzer-dremenet ma hendadoù, un tamm eus o herrder, eus o c'harantez-vro, eus o barzhoniezh.

1944
Daveenn : EURW.1 p15

Neblec'h all ebet n'hellfer kavout un douar ken kaer, un natur ken stagus.

1944
Daveenn : EURW.1 p14-15

Mes ne vern ket ; gant ma faltazi me a wele enni ur werc'hez dispar, karget a c'hened trellus, me a oa ar priñs en doa kavet ar c'hentañ, e-kreiz an natur, ur berlezenn a blac'h vihan na oa ket ret ober arouezioù da ganardiñ ganti.

1944
Daveenn : EURW.1 p46

Un azen yaouank e oa, ha ken hir, ken fonnus, ken start e trompilhas e joa-bevañ : madelezh ar peuriñ, ha levenez heol an abardaez e natur Doue, ma voe stad en iliz kozh moredet en he zeñvalijenn.

1949
Daveenn : SIZH p.37

Eva, avat, a oa Maouez, da lavarout eo bresk hag hedro dre natur, muioc’h douget d’ar bremañ marvel eget d’an dazont a Sklerijenn beurbad, ha kurius-dreist-kred [sic].

1949
Daveenn : SIZH p.40

Lezenn an natur, Tin Helgouarc'h, mennet gant Doue.

1949
Daveenn : SIZH p.54

Ne nac'ho ket Palmira : ur vaouezig, sempl dre natur, ne c'hell nemet sentiñ.

1949
Daveenn : SIZH p.64

An diouer a c'hanedigezhioù n'eo ket bet displeget mat ar perak[g] anezhañ betek-henn. Daoust ha tennañ a rafe da natur ar ouenn ?

1985
Daveenn : DGBD p185

Labourat en devoa graet gant poell ha kalon, e-unan e diabarzh ar vro, pell eus preder an dud; laouen e oa gant e vuhez nevez ha ne oa ket bet mac'het gant an natur.

1985
Daveenn : DGBD p78

Honnezh he doa diluziet an traoù evitañ, lakaet he doa ur brav a weledva war ar skramm hag abaoe en deus lakaet Gikas e voemenn gant an natur.

2015
Daveenn : EHPEA p21

Notennoù studi

Ger gourel e geriadur ar Gonideg.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial