ne
Hini anezho ne lavare ger.
Ha trouz ne gleve.
n'en deus ket
n'emañ ket er gêr
n'eus doare alberz ebet a gement-se
ne lez mann en e zilerc'h
n'eo ket par, na tost zoken !
n'en em reont ket
Ar voereb a zo war he gwele, gant ar remm. Ne ouie ket c’hoazh ar c’heloù ! Soñjit ! ne oa bet den ebet o welout anezhi !
— « Ha piv a zo kaoz ? » — « Ne oar den. »
Ha setu Lom da c’houlenn digant ar mevel bihan : — « He ! paotrig, daoust ha diaes eo kas ar vag-mañ eus un tu d’an tu all d’ar stêr ? » — « O ! feiz n’eo ket avat. Ur c’hoari nemetken. »
Ar breur Arturo ne zistanas [ket] e wad, ne zeuas ar c’housked dezhañ nemet d’ar mintin abred, pa voe poent sevel. Er chapel, en e gador-geur koadengravet, e-pad eur ar prederiañ, e kouezhe e chink en e grubuilh.
Digeriñ a ra e zaoulagad. Nann ! N'eo nemet ul labous o kanañ el liorzh kloz.
Un toull-bac'h ?.. Doue ra viro ! Ar c'hreñvlec'h savet gant an Aotrou evit e Zibabidi, ne lavaran ket.
- Ha ma ne vije ket deut ?...
- Va Doue ! Va Doue ! Va Doue ! emezañ en un huanad. Tomm eo din, ken n'eo tomm !
N'o n'eus ket avat kalz a dra da dennañ eus treizherien ar "Brazza": emañ ar re-mañ en hent etrezek ar Su hag an distro evito ne vo ket peurvuiañ a-raok bloaz, daou vloaz, tri bloaz pe ouzhpenn, ha ne demaint ket o vont d'en em sammañ en ur vont war ar penn-se.
A-dal dezhe, war ur gador vihan, ur skinweler a-vent gant un urzhiataer kozh a zo enaouet met ar re-se ne sellont ket ouzh ar skramm.
Evel-se e vo roet an taol dic'harzhañ kentañ, hag a-wechoù n'eus ket tu d'ober gwelloc'h pa vez berzet mont d'al lec'h a fell dimp tizhout.
Ne vint [obererezhioù zo] ket lakaet e pleustr nemet goude bezañ savet hor mouezh ha klasket tabutal gant doareoù hengouneloc'h d'ober.
N'eo ket e vije unan brav, met tomm on outañ ha fellout a ra din a-walc'h mirout anezhañ, piv 'oar ?
N'eo ket peogwir emaomp o chom amañ en hanternoz ez eus genaoueien ac'hanomp, he doa eilgeriet Kathrine.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
ne-