Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Adv. 1. Ger a dalvez da verkañ e lakaer er-maez unan eus an traoù a c'hall bezañ, a c'hall c'hoarvezout pe a c'haller dibab. Riv en deus, neket aon. Kemer hemañ, neket hennezh. & (kreñvaet gant ar stl. ha) Ret eo mont dre gaer ganto ha neket dre heg. 2. NEKET HEPKEN... MET IVEZ : troienn a dalvez da verkañ e lakaer traoù ouzhpenn e penn kont. Lavaret e oa bet an dra-se neket hepken gant an dud a oa amañ dec'h met ivez gant ar re o doa komzet ganin er sizhun dremen. II. Tr. stl. isur. (en ul lav. gennet, dirak ur gomzenn degaset gant met) NEKET MA : troienn a dalvez da lakaat er-maez unan eus an displegadennoù a c'hallfe bezañ. Mont a rin di, neket ma vijen laouen da vont, met n'eus ket tu din d'ober a-hend-all.

Skouerioù istorel : 
16
Kuzhat roll ar skouerioù

neket

1659
Daveenn : LDJM.1 pg nenny

neket hep gwir

1659
Daveenn : LDJM.1 pg non (sans cause)

neket hep rezon

1659
Daveenn : LDJM.1 pg non (sans cause)

neket hep okazion

1659
Daveenn : LDJM.1 pg non (sans cause)

Va mab, eme an Aotrou de Kermengi [sic] gozh, evel disammet hag en ur sellet ouc’h an den yaouank, ma c’houlennfen diganeoc’h ha reiñ a rafec’h a-galon-vat fenoz, neket warc’hoazh, fenoz, ho puhez, mard eo ret, evit ho Toue, ho relijion hag ho pro, hag en ober a rafec’h ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.20

Vosagos a veze graet gant ar Gelted, neket hepken eus ar « Vosges » bremañ, hogen ouzhpenn eus ar c’hrec’hioù anvet « monts Faucilles », « Plateau de Langres », « Hunsruck » […].

1923
Daveenn : SKET p.17

Re hir en holl e ve va displegadenn hag, ouzhpenn, ur skrid-danevell ha neket ur marvailh a garantez a fell din ober.

1923
Daveenn : SKET p.44

Evit kenwerzhiñ, ober sklaved, dastum ar muiañ ma c’helljent a vadoù hag a binvidegezhioù eo ez oant deut, ha neket evit sevel o annez da viken e lec’hioù a gave dezho ez oant treut, digevannezus ha gouez.

1923
Daveenn : SKET p.99

Fall eo ar stumm-ober-se pa garfe harpañ ar gwellaat war ar genwarizi ha neket war vouezh [?] an dlead.

1924
Daveenn : SKET.II p.20, notenn (1)

Neket e Moridunon eo e tiskennent, hogen war glann ar vammenn-dour, e-kreiz an enezenn.

1924
Daveenn : SKET.II p.33

Gra diouzh en em harpañ warnout-te, ha neket war ar re-all, diouzh fiziout ez nerzh, ez strivoù da-unan, ez ijin, ez meiz, ha neket e re da hentez (1).

1924
Daveenn : SKET.II p.31-32

neket

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXXVI

Ur c’had a lammas er waremm hag, e tri pe bevar lamm he doa gounezet an tu all, an tan, ha neket ar plom, en he fenn a-dreñv.

1944
Daveenn : ATST p.78

Ar Gêr Wenn, ha neket mui an "Ti Gwenn" eo an anv a zere outi bremañ, rak ur gêr vras divent eo deuet da vezañ.

1985
Daveenn : DGBD p13

Met derc'hel a reont soñj e rank ar stourmoù mont an eil re war-zu ar re all, ha neket enebiñ ha disrannañ ar stourmerien evel ma c'hoarvez re alies.

2015
Daveenn : DISENT p18

Evel-se e vo ret d'hoc'h enebourien lakaat kred er pezh a lâront deoc'h ha neket distagañ komzoù toull na klask gounit amzer.

2015
Daveenn : DISENT p141

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial