Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

(goude ur goul. kad.) Ger pouezañ a dalvez da ziskouez emañ ar goulenner o c'hortoz ur respont kadarnaat. Amañ e oa da dud dec'h, neketa ? Dont a ri ganimp warc'hoazh, neketa ? [1954] [...] un tamm brav a samm, neketa, evit ur verc’hig flour ha korfet-strizh krog en he zriwec’h vloaz ?

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

Neketa aotrou sant Herve ? Me gav din ho pize c'hoarzhet en ur welout moullet e penn unan eus ar mojennoù-mañ ho lavar fur : Gwell eo deskiñ mabig bihan, eget dastum madoù dezhañ.

1867
Daveenn : MGK Rakskrid XI

— Diwiskañ hon dilhad a rankimp da ober ivez, neketa, Yann ? — Asa, Per, ro peoc’h ; diwiskañ hon dilhad evit mont e-touez ar c’holo !

1877
Daveenn : EKG.I. p.73

Traoù diskiant eo an traoù-se, ha neketa ? Mat, setu petra a yoa c’hoant da ober.

1877
Daveenn : EKG.I. p.8

Setu-me aet, ha neketa, pell diwar hent-bras Kastell. Petra 'fell deoc’h ? N’on ket evit miret ouc’h va spered da vont da redet pa gomzan a draoù ker kriz, ken digalon ha marv ar paourkaezh koueriad a yoa o tennañ panez en e bark.

1878
Daveenn : EKG.II p.212

Me ’fell din dont a-benn eus ar gwaz-mañ, neketa, paotr ?

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 47, p.1125 (Miz Du 1924).

Saig, c’hwi a oar ervat penaos na guitain ho pag nemet gant hoc’h aotre roet a-galon-vat. Ha c’hwi a oar ivez, neketa, Saig, abalamour da betra.

1925
Daveenn : BILZ2 p.167

Pebezh truez, neketa, e vez un den ken espar e relijion ar Saozon milliget.

1944
Daveenn : EURW.1 p.179

War gement hini — va Doue, pegen marc’had-mat e koustent ! — e veze brodet gant neud seiz an hevelep liv hag an danvez, bleunioù, delioù, balafennoù pe evned, ken tev ha va dorn, hag en em ledañ a rae ar c’hlinkadur-se, gweet ha kroazigellet e pep stumm, adalek an divskoaz betek ar c’hornig izelañ o ruzañ a-rez an douar ; un tamm brav a samm, neketa, evit ur verc’hig flour ha korfet-strizh krog en he zriwec’h vloaz ?

1954
Daveenn : VAZA p.31-32

Ar garabasenn oc’h, keta ?

1960
Daveenn : PETO p68

"Anzav a ran em eus santet un dra bennak heñvel", eme an Ao. Utterson. "Neketa, Aotrou", a respontas Poole.

2012
Daveenn : DJHMH P.70

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial