Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Termen a dalvez da c'heriañ ur strishadenn a denn d'ar ger zo dirazañ. Ur wech nemetken on bet eno. Roit laezh d'ar vugale nemetken. Diskenn a rin betek kreiz-kêr nemetken. [1954] Pevar bloaz am boa nemetken pa stagas va mamm d'ober gant he fennhêr un denig desket. HS. hepken.

Skouerioù istorel : 
15
Kuzhat roll ar skouerioù

Galleg-holl e [sic, a] veze disket d'ar « pennhêr » ; met etrezo, ma zad ha ma mamm a gaozee brezhoneg, hag ar glianted, brezhoneg nemetken, dre un abeg sklaer : ne oa ket unan dre bep dek a oa barrek da c'hallegañ, nemet ha mezv e vije.

1944
Daveenn : EURW.1 p18

Ha setu Lom da c’houlenn digant ar mevel bihan : — « He ! paotrig, daoust ha diaes eo kas ar vag-mañ eus un tu d’an tu all d’ar stêr ? » — « O ! feiz n’eo ket avat. Ur c’hoari nemetken. »

1944
Daveenn : ATST p.95

Diouzhtu e krogas ar gelennadurezh, a dlee padout c’hwec’h miz nemetken.

1944
Daveenn : EURW.1 p.196

An « araokaat » a c'hourc'hemenne ma vije skubet ar yezhoù kozh ha strewet ar galleg dre-holl, da c'hortoz ma vije komzet ur yezh nemetken e-barzh ar bed.

1944
Daveenn : EURW.1 p83

Koulskoude, n'eo ket gant ma deverioù nemetken e oa ma fenn ; kenderc'hel a raen da labourat war ar yezhoù keltiek a-unan gant Vallée ha gwellaat a raen ivez ma anaoudegezh eus ar saozneg.

1944
Daveenn : EURW.1 p63

Kousk-dihun eo ar breur Arturo en e wele strizh, en e logig, ul logell sec’h, fichet unan nemetken eus e speurennoù gwenn-razet gant un daolenn war baper eus ar C’halonoù Sakr.

1949
Daveenn : SIZH p.38

E seizh gwellañ en devoa graet o klask un tammig arc’hant evidon, aet e oa davet meur a zen ha zoken da di tud a beadra [a-beadra], met n’en devoa kavet nemet tri c’hant lur, ha c’hoazh evit ar bloaz kentañ nemetken, ha se ne oa ket trawalc’h da baeañ bevañs ha lojeiz en ur gêr vras, hag e tu-hont da se al levrioù ha meur a dra all.

1954
Daveenn : VAZA p.72

Pevar bloaz am boa nemetken pa stagas va mamm d'ober gant he fennhêr un denig desket.

1954
Daveenn : VAZA p.13

Direbech ne oa ket an niverenn mann. Un taol-esae nemetken. Direbech n'eo ket kennebeut an niverenn unan. Daoust d'ar gwelladennoù. Strivañ a raimp er mizioù da zont evit gwellaat dibaouez, ganeoc'h, kazetenn ar stourmoù e Breizh.

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 2

Dizale en em gavomp gant un doare koad evel n'am boa bet gwelet c'hoazh : krakwez nemetken gant e-leizh a weennoù, palmez dreinek (rotang) dreist-holl ; ar re-mañ a zo eus ar c'hentañ evit fardañ paneroù, met da ziwall a zo diouzh o drein e stumm higennoù, darn anezho keit ha bizied.

1985
Daveenn : DGBD p156

An amzer a yezas hebiou ; miliadoù lurioù [sic] a oa bet kinniget da c'aredon, rak marv Sir Danvers a voe sellet evel ur gaou graet d'an holl ; met Mr Hyde a oa steuziet e-maez dirak ar polis, evel pa na vije bet biskoazh anezhañ. Un darn vat eus e dremened a voe dizouaret, e gwirionez, ha traoù dizenorus nemetken.

2012
Daveenn : DJHMH p51

N'eus ket tu da gomz deus disenterezh keodedel pa vez difennet un dra a denn da interest ar stourmerien nemetken.

2015
Daveenn : DISENT p49

D'ar stourmerien all e vez lâret [lârer] nemetken ez eus bet savet ur raktres all gant un nebeud izili.

2015
Daveenn : DISENT p80

Un takad gris an hini eo, hag a vo gwelet evel un dra feuls gant lod pa vo gwelet evel ur vandalerezh politikel nemetken gant lod all, hep na vefe grevusoc'h evit-se (nemet evit a sell ouzh ar justis!)

2015
Daveenn : DISENT p67

M'emaoc'h o terc'hel sez sokial un embregerezh hag a zo kablus eus un dra spontus war dachenn an endro, eo ret d'an arvesterien, pe d'ar c'hazetenner deuet da dennañ ar poltred da glokaat e bennad, kompren ster an obererezh e-korf ul lajadig, a-drugarez d'ur skeudenn nemetken [...]

2015
Daveenn : DISENT p81

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial