Hon Tad, pehini zo en Neñvoù, / Hoz anv da ve[ze]t santifiet. / Deuet deomp ho rouantelezh. / Ho volontez bezet graet, evel en Neñv hag en douar. / Roit deomp hiziv hor bara kotidien. / Ha pardonet deomp hon ofañsoù, evel ma pardonomp da neb en deveus ni ofañset. / Ha na bermetet ket e kouezh[f]emp e temptasion. / Hogen hon delivret a bec'hed. Amen.
M. Leveret-eñ [ar c'hredo] e brezhoneg. Me gred e Doue an Tad Hollgalloudek, krouer an neñv hag an douar. Hag e Jezus-Krist e vab unik, hon Aotrou. Pehini zo bet koñsevet eus ar Spered santel, ha ganet gant ar Werc'hez. En deus gouzañvet didan Poñs Pilat, zo bet krusifiet, marv, ha sebeliet. Zo bet diskennet d'an ifern, ha resusitet an trede deiz a-douez ar re varv. Zo pignet en neñv, hag azezet en tu dehoù da Zoue an Tad Hollc'halloudek. Ahane e teuy da varn ar bev hag ar marv.
eñv
Kerkent ha ma lavar ar beleg ar c’homzoù kentañ-mañ eus an oferenn : "Introibo ad altare Dei", kant ha kant mouezh all a sav dudius ha kalonek war-zu an eñv en ur ganañ kantik an oferenn a ganed er mareoù-se : Ofromp da Zoue ar sakrifis, Ne zo netra a ger kaer priz Eget Jezuz krusifiet En oferenn reprezantet.
Pa'z aen da graoña en-dro d'ar Buenoù, he c'haven en ur prad o vaesa he saout, hag azezet en he c'hichen e-pad eurvezhioù a gaven berr, e konten dezhi netraigoù, e raen dezhi cherisoù ; evel daou labous digabestr dindan heol an neñvoù, ne wele hini ac'hanomp, a-dra-sur, droug ebet er blijadur a gemeremp oc'h en em gavout e kuzh ouzh an holl.
(Davedout e teuomp, rouanez an neñv, gant levenez, ha kalonek, holl a-gevret…)
Ha pa zigor an noz, e-giz ur rozenn goañv o tispakañ hini ha hini he deliennoù, pa blav en don an neñvoù ul loar ken lufr ha pal ur plomer, e tihun ivez ar menez-tan Vesuvio, heñvel a-hed an deiz ouzh ur c’hozhiad moal na dennfe nemet a-wechoùigoù ur bouchad moged eus e gorn, met adal neuze, gwech alaouret, gwech damruz, en em skign a-us dezhañ ur rod-heol hag a gresk, hag a deuz hag a flammin adarre evel pa vefe kalon ar rannvro o tarlammat goustadik du-hont, e sioulder ar maezioù moredet.
Ha mar plege an heol benniget da vezañ a-du gant ar wreg hag an ozhac’h yaouank, neuze 'vat e teuen da grediñ en devoa an Aotrou Doue kaset gwareg-ar-glav e-maez e zoull e pell-pellañ an neñvoù, ha graet dezhi diskenn betek amañ da gaeraat muioc’h c’hoazh hon hentigoù ken mistr, o kammigellañ etre daou c’hleuz alaouret bennozh d’al lann ha d’ar balan, pe e lec’h all etre girzhier gant skav pe spern gwenn en o bleuñ.
Ne weler diouto nemet begoù gwez o neuiñ ivez en oabl ha, war an dorn de[h]ou, en o c'heñver, e weler ivez beg Ndombo o sevel e fri tramek an neñv.
A-drugarez d'an dra-se, pa'z eer tre en iliz hiziv an deiz, e c'haller kaout un alberz reishoc'h eus ar pezh a venne arzourien an amzerioù-hont ober : un egorenn livet-flamm, lirzhin he doare, evit skeudenniñ gwenvidigezh an neñvoù.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
neñvek