1. (db. al liñvennoù)
A ra neudennoù.
Laezh neudennek.
2. Zo neudennoù pe draoù damheñvel ennañ.
[1954] Gallout a ris koulskoude tañva moru fresk, fritet pe aozet e stumm all, ur boued lip-e-vourroù na denn tamm ebet d’an dra ken neudennek, ken divlaz ha paper-splu e vez kinniget deoc’h dre amañ ar gwener hag e-kerz ar c’horaiz.
Gallout a ris koulskoude tañva moru fresk, fritet pe aozet e stumm all, ur boued lip-e-vourroù na denn tamm ebet d’an dra ken neudennek, ken divlaz ha paper-splu e vez kinniget deoc’h dre amañ ar Gwener hag e-kerzh ar C’horaiz.
Gallout a ris koulskoude tañva moru fresk, fritet pe aozet e stumm all, ur boued lip e vourroù na denn tamm ebet d’an dra ken neudennek, ken divlaz ha paper splu e vez kinniget deoc’h dre amañ ar gwener hag e-kerz ar c’horaiz.
1954
Daveenn :
VAZA
p.108
Taget e c'helled bezañ ivez gant ar c'helien ruz hag o devez ar vrud da reiñ deoc'h ar preñved neudennek (Filaria), kelien a zo hegasus-tre ivez.