neuze
ac'hann da neuze
neuze
neuze
a-benn neuze
da neuze
diwar neuze
Ar voereb a glaskas dindan ar pennwele, a dennas a-zindanañ alc’houez an armel hag a roas an alc’houez-se da Job en ur lavarout : — « Trist, trist eo ! » — « Ya, trist eo, » a respontas Lom. A-benn neuze, Job a furche en armel.
— « N’on ket barrek ? Kement-se, n’eo ket ur fri lous eveldoc’h a zesko din ur vicher bennak ! » — « Dalc’h ’ta, neuze !… Dalc’h ’ta, neuze !… » Ha Lom a roeñve, ar pezh ma c’halle.
Neuze Job a zirollas da c’hoarzhin, da c’hoarzhin kenañ, kenañ. Ne oa ket evit komz, kemend-all e c’hoarzhe.
A ! pebezh abadenn an diaoul neuze, d’an eur-se eus an deiz, war vord ar stêr ! Satanaz e-unan o vlejal e-leizh an ifern n’en dije ket graet muioc’h a drouz eget Lom o hopal er vag : — « Sikour ! Sikour ! Sikour din ! Beuzet e vin. O ! o ! »
Ouzhpenn, feuket e oa en ur soñjal en e vamm, du-hont, keit-all, e Breizh-izel, ur vaouez vat ha karantezus mar doa, hag en e c'hoarezed bihan, mibin ha drev e-giz un torad filiped. Skoazellerezed an Drouk-spered ? Neuze 'ta !... Krouadurien Doue, dres evelto, gant un ene da saveteiñ, ne lavaran ket.
Morse, betek neuze, n'en doa eveshaet e oa ar manati ken teñval, ken diamzeret, dindan e boultrenn.
Dibunañ a rae e frazennoù war un ton gorrek ha kompez, damstouet gantañ e valvennoù, pe, neuze, gant e selloù o parañ eeun en ho taoulagad.
An diavaeziadez a rae ur pikol sin ar groaz, a boke, evel m'he doa graet, en deiz a-raok, d'he biz-meud, ha, neuze, da Grist he chapeled, ur chapeledig bihan e baterennoù koural flimin.
Neuze e tennas diouzh pleg don e vilgin wenn ur baperennig pleget gant evezh.
Nemet, na petra 'ta ! Sik a ran dezhañ gwelloc'hikañ ma c'hellan. Ha n'eo ket divalav an dour yen... Neuze, gant al labour hag ur bedenn c'hwek bennak...
[...] : kevrin ar Grouadelezh, a stummas disheñvel an den hag ar vaouez. Biskoazh, kent neuze, n'en doa merzhet e oa ar Vaouez « tra disheñvel ».
Tra spontus eo neuze karantez ar c'hig !
Neuze, ma den, e lez ar varn, / ' Tiskuilhi buan holl pe zarn.
ha neuze ivez pakadoù frazennoù er yezh arnevez-se difetis ha sec'h hag o devoa poan d'ober hent betek spered ar selaouerien
Un ergerzhadenn all a grogas neuze evit pellaat tamm-ha-tamm etrezek ar reter dre Mézières, Bouillon ha traonienn ar Semois, hep bezañ bet dispartiet diouzh ar re a oan bet boas outo a bell 'zo, brezhonegerien eus ar c'hentañ.
Dont a reomp a-benn da vont en douar a-benn ar fin, da ober war-dro hon tud ha war hon tro hon-unan, pa ne ve ken nemet evit kavout loj en ostaleri nemeti a oa neuze e kêr.
Aet e oa ar chanter a-benn neuze dindan al levezon saoz-ha-norman.
Daoust pe zaoust, an nev, ha na oa ket anv da adsevel da neuze, a oa chomet en he flas.
Ar bloavezh 1240 a c'hall bezañ lakaet da boent loc'h ar chanter. Met e dibenn ar XVvet kantved, ouzhpenn daou c'hant hanter-kant vloaz da c'houde, edod c'hoazh o labourat warni [war an iliz-veur] d'he feurechuiñ. Ha c'hoazh e ranker menegiñ ne oa bet peurveget an tourioù nemet en XIXvet kantved. Hevelep gorregezh ne oa ket ur reolenn voutin d'an holl chanteroù da neuze.
Deuet e oa Frañs da vezañ a-benn neuze ar Stad kreizennet ha jakobinour a anavezomp.
Ha gwazh a se neuze d'ar stourmer hag a zo en o c'hichen.
Diwar neuze, diskuliañ dibaouez e fallagriezh; skeiñ tartezennoù; strimpañ gwad faos -zap-.
Deuet ez eus nec'h dezhi neuze ha lakaet he deus un alc'hwezer da zont.
Diwar neuze ne'm eus adwelet na Tanos na ma div verc'h. Er penn-kentañ, peogwir ne'm boa ket aotre digantañ.
A-benn neuze eo deuet an den-se [an hini en deus poan] da vezañ "ailhedenn wan" ar strollad.
A-benn neuze e oa aet an tren all dreistañ ha Kathrine a welas en tu all d'al linennoù magazennoù hag uzinoù divent, savadurioù divalav gwenn-azvelen pe louet, outo anvioù embregerezhioù morse gwelet ganti.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
neuze-souden