I.
V.k.e.
A.
1. Treuzfurmiñ gloan, lin, h.a., e neud en ur ober gant ur werzhid, ur c'harr-nezañ, un ijinenn.
Nezañ lin gant ar c'harr. Nezañ kanab. Nezañ gloan. Nezañ ur werzhidad.
&
Ent krenn
Nezañ gant ar c'harr.
2. (impl. da av. spizer)
Karr-nezañ.
&
(impl. da ak.)
Goude Gouel Mikael e teu an nezañ-noz d'ar gêr.
3. Trl. skeud.
Bezañ o nezañ e sae, o nezañ e neudenn ziwezhañ, o nezañ e gevre : bezañ e par ar marv.
&
Bezañ o nezañ ur gordenn : o prientiñ un dro-gamm.
4. Touellañ.
Taol evezh, a-hend-all e vi nezet ganto.
HS. deviñ, gennañ, tapout, tizhout.
B. Dre heveleb.
1. Gweañ.
Nezañ drez. Nezañ plouz evit ober liammoù.
2. (db. korf pe izili an dud)
Gweañ.
Lakaat a rae an holl da hejañ ha da nezañ o c'horf o c'hoarzhin. Kleñvedoù zo a zeu a-benn da nezañ ar c'horfoùigoù dister-se.
3. Trl.
Nezañ e c'houzoug da ub. : gweañ e c'houzoug dezhañ.
II.
V.g.
Dre skeud.
1. Gweañ.
Ur bec'h keuneud a oa war e chouk hag a lakae e zivesker da nezañ dindanañ. Ken e neze ma divrec'h ouzhin.
2. Trouzal, pa reer anv eus ur rod, ur gornigell o treiñ plaen.
HS. fraoñval, paterat.