Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Rag. dizalc'h 1. Rag. gour ren (dirak ur v. er st. kad.) Raganv ren ar c'hentañ gour lies. Ni a gomzo ganto. 2. G. pouez. toniet (dirak ur v. er st. nac'h pe goude ur v.) Ger a greñva merk ar c'hentañ gour lies. Ni ne gave ket dimp e oa gwir. Ha petra a lavarimp, ni ! 3. Raganv a verk ar c'hentañ gour lies. Ni eo hor boa degaset ar bladenn-se. Etrezo ha ni ez eus un islonk. Ni pe hoc'h amezeien eo a skoazellot ? & Ni hon-unan : ni end-eeun. Savet hon eus ar voger-se ni hon-unan. II. Rag. gour renet (goude ur v. en doare-gourc'h. er st. kad.) Raganv renet ar c'hentañ gour lies. Gortozit ni ! HS. ac'hanomp.

Skouerioù istorel : 
39
Kuzhat roll ar skouerioù

ni

1499
Daveenn : LVBCA p151 (nous)

[«] Rak-se bremañ ni a c'houlenn ouzhit ar c'homañsamant : pe a [a be] lignez out-te ?[»]

1576
Daveenn : Cath p9

29. Ha pan deuas da lavaret an dra-se d'an varc'heien arall ez respontzont dezhañ :[«]Ha ni zo ivez kristenien, prest da vervel evit an hanv hon Salver Jezuz-Krist[.»]

1576
Daveenn : Cath p23

Hevelep erfin, pan oa en em avizet, en deus da lavaret dezhi : « O gwreg hon lez da achevañ hon sakrifis, ha goude-se, ni a rento dit respont. »

1576
Daveenn : Cath p8

ni ho ped c'hoantek d'ho rekour

1581
Daveenn : ISYK.I p113

Hon Tad, pehini zo en Neñvoù, / Hoz anv da ve[ze]t santifiet. / Deuet deomp ho rouantelezh. / Ho volontez bezet graet, evel en Neñv hag en douar. / Roit deomp hiziv hor bara kotidien. / Ha pardonet deomp hon ofañsoù, evel ma pardonomp da neb en deveus ni ofañset. / Ha na bermetet ket e kouezh[f]emp e temptasion. / Hogen hon delivret a bec'hed. Amen.

1622
Daveenn : Do. p18

M. Ha ni a c'hell ac'hanomp hon-unan evitañ ar pec'hed hag ober an euvroù mat pere hon eus lavaret diaraok ? D. Ne c'hallomp ket hep ar sikour hag ar gras a Zoue.

1622
Daveenn : Do. p38

ni hon vnan

1659
Daveenn : LDJM.1 pg nous (mesmes)

ni hon boa ; c'hwi ho poa ; i o devoa

1732
Daveenn : GReg pg avoir (nous avions, vous aviez, ils avoient)

ni a ya

1732
Daveenn : GReg pg aller

ni a yae

1732
Daveenn : GReg pg aller

ni eo : c'hwi eo

1732
Daveenn : GReg pg ce (c'est nous : c'est vous)

Nini eo !

1850
Daveenn : GON.II.HV pg nî

ni

1850
Daveenn : GON.II.HV pg nî, nin

ni

1850
Daveenn : GON.II.HV pg nin

ni

1850
Daveenn : GON.II.HV pg nini

ni

1850
Daveenn : GON.II.HV pg nini

Ni a breno ho ti hag ho park, p’o gwerzhot.

1850
Daveenn : GON.II p.68

Ha ni a lavarfe an dra-se, ma ne ve ket gwir ?

1850
Daveenn : GON.II p.86, livre second, « Dirions-nous cela si ce n'était pas vrai ? ».

petra a raimp-ni ?

1850
Daveenn : GON.II pg nî

ni a lavaro d'ho tad

1850
Daveenn : GON.II pg nî

ni

1850
Daveenn : GON.II pg nî, omp

dont a reot-hu ganeomp-ni ?

1850
Daveenn : GON.II pg nî

« Ha ni a ve ganti [gant an heizez] ankounac'haet-krenn ? »

1867
Daveenn : MGK p46

« Warc'hoazh kentañ, gant hor filzier, / Dont[,] ni ha tud hon ti : setu ar berrañ tra / Hag ar gwellañ ; / Hon ed a vedimp, a zornimp / Hon-unan, gwellañ ma c'hellimp. »

1867
Daveenn : MGK p54

Kaer a zo lavaret ; ni ne dalvezomp ket, / Ni zo o bugale, hon tadoù-kozh zo bet.

1867
Daveenn : MGK p120

N’ho pet ket aon rak archerien Montroulez ; ned aio hini da gregiñ ennoc’h nemet lammet a rafe dreist hor c’horf-ni, rak ni a skuilho betek ar berad diwezhañ eus hor gwad kentoc’h eget ho tilezel.

1877
Daveenn : EKG.I. p.12

Ni, micherourien diwar ar maez, a labour a-greiz-kalon a-hed ar sizhun ; ha pa c’hellomp kaout daou wennegad da Sul, eo brav deomp.

1877
Daveenn : EKG.I. p.66

Goude bezañ furchet er c’hiz-se, dre e daol-lagad, betek goueled hor c’halon, e lavaras deomp : — Ni zo debret hor c’hoan ; azezit da c’hedal ma vezo fichet deoc’h un tamm bennak da zibriñ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.70

Ni hor-pemp hag ar sakrist a ya da ober ar furch dre an ti.

1877
Daveenn : EKG.I. p.121

Ni a chomo ivez, ni a chomo ivez. — Nann, ne fell ket din, abalamour m’eus lod ac’hanoc’h dimezet ha m’eus ezhomm er gêr eus a lod all evit gounit un tamm bara d’o zadoù ha d’o mammoù. Hag ouc’hpenn-se, penaos e c’hellfen-me bevañ kemend-all a dud ?

1878
Daveenn : EKG.II p.7

Pa voent taolet-holl en toull, an Aotrou Krenn, war bennoù e zaoulin, a lavaras pedennoù an anaon : — De profundis clamavi ad te, Domine ; Domine, exaudi vocem meam. Ni a yoa dizolo hor penn.

1878
Daveenn : EKG.II p.98-99

pe ni 'welo !

1931
Daveenn : VALL pg (ou on aura) affaire (à moi !)

Ar baotred a lavaras : — « Ni a chomo evit mont da sikour ar marichal, kenkas ["ken kaz"] ma vo ezhomm. »

1944
Daveenn : ATST p.116

Setu ni war an hent bras.

1944
Daveenn : EURW.1 p36

Ha ni da labourat herrañ ma c'hellemp.

1944
Daveenn : EURW.1 p61

— « Ur c’heloù trist en ur mod », a lavaras Lom, « mes ur c’heloù laouen en ur mod all, rak, gouzout a rit, koulz ha ni, Herri a oa ur c’hanfard eus ar re vrasañ; ne laboure ket, mezv e veze war ar pemdez ha mezv-dall d’ar [S]ul : hor moereb ne rae namet gouelañ gantañ.

1944
Daveenn : ATST p.14-15

Ni, ar pevar Garnoediad, a oa en eil [bañsion].

1944
Daveenn : EURW.1 p32

« Aotrouned » 'rez ouzomp, sitoianed, / Ha ni e bro ar Republikaned ? / Ken a aotrouned na noblañs ne chom, / Rak d’o gouenn fallakr amañ 'oa re domm.

1960
Daveenn : PETO p35

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial