Goude-se e voent troet e gregach gant Ezop, e latin, gant Faedr, e brezhoneg kozh gant sant Kadoù, e galleg kozh gant un itron a reer Mari a Vro-C'hall anezhi, e galleg nevez gant Yann ar Feunteun, ar barzh brudet, hag en diwezh, en hon amzer-ni, e brezhoneg adarre, gant Rikoù ha gant an aotrou Gwezbriant
Kadra, avat, a enebas : « Petra hon eus, emezi, da zoujañ a-berzh an tri roue ? Ha petra ’vern ma ’z eo nozig anezhi ? Ha n’hon eus ket hor re-ni en-dro deomp, dezho da ziredek d’hor c’hentañ galv, m’hor bije ezhomm anezho ? Hag, a-hend-all, nac’h ouzh en tri estren o digemerout ha selaou ouzh o c’hefridi, ha na ve ket diskouez dezho e tiskredomp warno hag o feukañ dibenn-kaer ? »
Ar paourkaezh ki-mañ - treut-gagn en deizioù kentañ m'edomp-ni degouezhet e Berrtomm - a lammas ouzhimp en ur fistoulat e lost hag en ur chilpat da lipat hon daouarn deomp, bet peurlouzet ganeomp a-ratozh-kaer evit diskouez d'hor mestr e labouremp, en desped ne yoa den ebet o lakaat evezh warnomp.
Tennañ a ra an aberioù-se d'hon aberioù-ni ha d'ar fiordoù war un dro, peogwir ez int bet dalc'het un tammig gant ar skorn e-doug ar Pevarhoalad.
Sklaer eo koulskoude n’he do ket amzer Mari da regiñ he zestamant, na kennebeut ar gerent da lakaat o fri en hon aferioù-ni.
- Perak e teuit bemdeiz [sic], e-giz-se, d'hon iliz-ni ? - Da lavarout va fedennoù 'ta…
Ar pezh hor souezh-ni da gentañ eo an doare o deus da gerzhout : ne deont morse a-zoug o c'hamm, piltrotat eo a reont, ha ni boas ouzh ar bale a gav souezhus da gentañ gwelout ur rummad tud a-bezh o vont d'ar piltrotig.
Un deiz ez eo ar c'hweluniadoù. An deiz war-lerc'h ur strollad politikel bennak. An eil antronoz, ar re oc'h engroeziñ evit kunujenniñ ar gannaded. Ar peurliesañ, ne ouzomp-ni ket ivez. Mont a reomp, en em bostañ ha gortoz penaos e troy.
Setu-ni ur strolladig tud fallgontant.