Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Den eus an noblañs. An noblañs hag e floc'h. & Dre zismeg. Un tammig noblañs : denjentil a renk izel. HS. denjentil, nobl. 2. (en e furm lies) AN NOBLAÑSOÙ : an dudjentil. Abred eo bet dilezet ar brezhoneg gant an noblañsoù. & Noblañsoù Breizh : marilh a gaver ennañ roll tiegezhioù nobl ar vro.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

Ar re-se [a] oa an dud o doa c’hoant d’en em ruilh er pec’hedoù hudur ha da heuliañ c’hoantegezhioù fall o c’halon, pe d’en em binvidikaat diwar-goust an ilizoù, ar c’houentoù hag an noblañsoù, en u[l] laerezh o leveoù, pe en ur ober an neuz d’o frenañ en ur baeañ anezho an dekved, da hirañ, eus ar pezh a dalvezent.

1877
Daveenn : EKG.I. p.43-44

D’ar mareoù-se, an Noblañsoù a yoa holl soudarded, mes n’oa nemet an Noblañs hepken.

1877
Daveenn : EKG.I. p.260

Sitoian kabiten, ne welan ket / Piv eo an den zo anezhañ anv. / Eus an noblañsoù amañ den ebet : / Tec'het int holl rak o fri zo tanav, / Gant aon rak ar bobl int nijet da bell / Evel, gant an avel, un dornad pell.

1960
Daveenn : PETO p36

Noblañsou Pariz ha Bro-C’hall / ' Zo tuet holl d'ar roue fall ; / Met kement-se ne vern / Pilet ' vint bern-war-vern.

1960
Daveenn : PETO p45

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial