I.
H.b.
Stad a zenjentil.
Unan anavezet dre e noblañs. Al lesanvioù noblañs. Noblañs a-berzh tad.
[1878] Lez da noblañs a-gostez, hag ivez da aotrou, bremañ n’eus nemet sitoianed.
&
Bezañ kouezhet eus e noblañs : bezañ kollet e lesanv noblañs.
II.
B., ISTOR
1. (en unpenniezhioù Europa)
AN NOBLAÑS : stad an dud a renk uhel a oa gwirioù dreist da re ar werin en o c'herz dre o gwad : rummad an dudjentil.
Bezañ eus an noblañs vrasañ, uhelañ. Noblañs Breizh.
&
Ent strizh (er rouantelezh c'hall)
An noblañs kozh : an noblañs a oa anezhi a-raok an Dispac'h gall.
[1877] Er c’hiz-se a rae an noblañs kozh.
2. (en unpenniezhioù kozh)
Hollad diskennidi tudjentil ar Renad Kozh zo bet lezet o lesanvioù dezho.
3. Dre ast. (gant talvoudegezh un anv lies)
Tudjentil.
[1878] [...] an noblañs kozh a rankas kuitaat o bro, pe mont d’ar prizon, hag alies d’ar marv.
Noblañs, bourc'hizien ha kouerien.
Daveenn :
GReg
pg fonder (Sa noblesse est fondée sur de bons titres.)
ar jentilañ noblañs
ar gentilâ noblançz
1732
Daveenn :
GReg
pg fleur (La fleur de la noblesse, l'élite.)
an diuz eus an noblañs
an dihus eus an noblançz
1732
Daveenn :
GReg
pg fleur (La fleur de la noblesse, l'élite.)
ar choaz eus an noblañs
ar choas eus an noblançz
1732
Daveenn :
GReg
pg fleur (La fleur de la noblesse, l'élite.)
an dibab eus an noblañs
an dibab eus an noblançz
1732
Daveenn :
GReg
pg fleur (La fleur de la noblesse, l'élite.)
bann an noblañs
bann an noblançz
1732
Daveenn :
GReg
pg ban (arriere ban, convocation des Nobles, & des non Nobles qui tiennent des Fiefs à la charge de servir le Roi à leurs dépens, dans les besoins de l'Etat)
asamblezon an noblañs, ar re nobl
açzambléson an noblançz, ar re nobl
1732
Daveenn :
GReg
pg convocation (des Prelats, de la Noblesse)
Kompagnunezh vras a noblañs gant kezeg harnezet, ha arosioù akipet, evit kompagnunekaat ur Priñs, pe, un Ambasadour bennak, en ur pompad dreistordinal.
Compaignunez vras a noblançz gand qesecq harneset, ha Qarroçzyou aqipet, evit compagnuneccat ur Prinçz, pe, un Ambaçzador-bennac, èn ur pompad dreistordinal.
1732
Daveenn :
GReg
pg cortege (compagnie de Princes en quelques ceremonie pompeuse)
foll gant e noblañs
foll gad e noblançz
1732
Daveenn :
GReg
pg descendu (de la côte de Jupiter)
strollañ a reas an noblañs
strolla a réaz ann noblañs
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg noblañs
an noblañs
ann noblañs
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg noblañs
noblañs
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg noblañs
Neuze, kerkoulz ha bremañ, aotrounez Kastell o doa bagoù bras a-walc’h evit mont da Vro-Saoz ; neuze, kerkoulz ha bremañ, e vije kavet, e-touez an noblañs evel e-touez ar goueriaded, martoloded kalonek a-walc’h evit ober a-galon-vat ar veaj, n’eus forzh peger risklus e oa.
Neuze, kerkouls ha breman, aoutrounez Kastel o doa bagou braz avoualac’h evit mont da Vro-Zaoz ; neuze, kerkouls ha breman, e viche kavet, etouez an noblanz evel etouez ar goueriaded, martoloded kalounek avoualac’h evit ober a galoun vad ar veach, n’euz forz peger riskluz oa.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.17
Kouer a veve ar vro en u[l] labourat e zouar, hag an Noblañs e difenne a-enep an enebourien.
Kouer a veve ar vro en eur labourat he zouar, hag an Noblanz he difenne a eneb an enebourien.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.260
D’ar mareoù-se, an Noblañsoù a yoa holl soudarded, mes n’oa nemet an Noblañs hepken.
D’ar mareou-ze, an Noblansou a ioa oll soudarded, mez n’oa nemed an Noblanz epken.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.260
Bremañ, abaoe ma’z eo aet ar veleien hag an noblañs kuit, ez eus nebeut a dud desket dre ar vro.
Breman, abaoue ma’z eo eat ar veleien hag an noblanz kuit, euz nebeud a dud desket dre ar vro.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.93
Er c’hiz-se a rae an noblañs kozh. Evit kaout digant Doue ar pardon eus o fec’hedoù, evit reiñ bara ha dilhad d’ar paour, mignon Doue war an douar, e roent lod eus o leveoù da venec’h ha n’o doa da ober nemet pediñ Doue evit o madoberour, ha labourat an douar a-dro-war-dro, roet dezho, evit en em vevañ o-unan, ha reiñ bara d’an neb a deue da c’houlenn da harz toull o dor.
Er c’his-se a rea an noblanz koz. Evit kaout digant Doue ar pardoun euz ho fec’hejou, evit rei bara ha dillat d’ar paour, mignoun Doue var an douar, e roent lod euz ho leveou da venec’h ha n’o doa da ober nemed pedi Doue evit ho madouberour, ha labourat an douar a dro-var-dro, roet d’ezho, evit en em veva ho-unan, ha rei bara d’an nep a deue da c’houlenn da c’harz toull ho dor.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.34
Madoù ar c'houenchoù ha madoù an noblañs a c’hoarvezas ganto ar memes tro.
Madou ar c’houentchou ha madou an noblanz a c’hoarvezaz gantho ar memez tro.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.3
— Ya, me eo Anna Roussel, intañvez an aotrou Le Guen de Kerneizon. — Lez da noblañs a-gostez, hag ivez da aotrou, bremañ n’eus nemet sitoianed.
— Ia, me eo Anna Roussel, intanvez an Aoutrou Le Guen de Kerneizon. — Les da noblanz a gostez, hag ive da Aoutrou, breman n’euz nemed sitoianed.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.222
Gouzout a reer n’oc’h ket c’hwi kennebeut eus a ouenn ar re zisterañ : ho tud-kozh a yoa lakaet e Gwinevez, hag e tro-war-dro, e renk an noblañs. Nad it ket ’ta d’en em izelaat, pa ne dalv ket ar boan.
Gouzout a reer n’oc’h ket c’houi ken nebeut euz a vouenn ar re zisterra : ho tud koz a ioa lakeat e Guinevez, hag e tro-var-dro, e renk an noblanz. Na d-it ket-ta d’en em izellaat, pa ne dal ket ar boan.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.66
Ar Republik he doa atav ezhomm arc’hant. Hogen, evit kaout arc’hant, evel am beus er lavaret deoc’h, he doa lakaet e gwerzh leveoù ar sent, leveoù ar c’houentoù ha re an noblañs.
Ar Republik e doa atao izomm arc’hant. Hogen, evit kaout arc’hant, evel am beuz her lavaret d’eoc’h, e doa lakeat e guerz leveou ar zent, leveou ar c’houentchou ha re an noblanz.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.68
An ilizoù a voe laeret, ar venec’h hag al leanezed a voe lakaet er-maez eus o c’houentoù ; an noblañs kozh a rankas kuitaat o bro, pe mont d’ar prizon, hag alies d’ar marv.
An ilizou a oue laeret, ar venec’h hag al leanezed a oue lakeat er meaz euz ho c’houentchou ; an noblanz koz a rankaz kuitaat ho bro, pe mont d’ar prizoun, hag aliez d’ar maro.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.177
Aotrou Doue, Janedig, penaos e vezo graet, Pa rankfet mont en karroñs gant an dimezelled ? Nan ouzoc’h ket ar galleg, kennebeut ar c’hadañs, Nan eo ket en brezhoneg e tiskours an noblañs.
Otrou Doue, Janedig, penôs e vezo grêt, Pa rankfet mont en karronz gant an dimezelled ? Nan ouzoc’h ket ar galleg, kennebeut ar c’hadans, Nan eo ket en brezoneg e tiskours an noblans.
1925
Daveenn :
BILZ2
p.160
Setu Janedig he-unan gant he aotrou, he fried. Itron eo, itron. Siwazh ! ker, gwall ger eo koustet dezhi he noblañs.
Setu Janedig he-unan gant he ôtrou, he fried. Itron eo, itron. Siouaz ! ker, gwall ger eo koustet d’ei he noblans.
1925
Daveenn :
BILZ2
p.162
Er bañsion genta, an hini 500 lur, e oa bugale an noblañs ; ne oant ket dek etre holl.
Er bañsion genta, an hini 500 lur, e oa bugale an noblañs ; ne oant ket dek etre-holl.
1944
Daveenn :
EURW.1
p32
Petra bennak ne oant ket a lignez noblañs, e oant a-holl-viskoazh tud en o frankiz.
Petra bennak ne oant ket a lignez noblañs, e oant a holl viskoaz tud en o frankiz.
1944
Daveenn :
EURW.1
p8
Pa strakas ar Reveulzi Vras, gouenn ar Jafrenaoued hag ar Winamanted, abalamour d'he stad a berc'henn douar a yeas a-du gant an noblañs hag ar veleien.
Pa strakas ar Reveulzi Vras, gouenn ar Jaffrennaoued hag ar Winamanted, abalamour d'he stad a berc'henn-douar a yeas a-du gant an noblañs hag ar veleien.
1944
Daveenn :
EURW.1
p9
« Aotrouned » 'rez ouzomp, sitoianed, / Ha ni e bro ar Republikaned ? / Ken a aotrouned na noblañs ne chom, / Rak d’o gouenn fallakr amañ 'oa re domm.
« Aotrouned » ' rez ouzomp, sitoyaned, / Ha ni e bro ar Republikaned ? / Ken a aotrouned na noblañs ne chom, / Rak d'o gouenn fallakr amañ ' oa re domm.
1960
Daveenn :
PETO
p35
Dirak Doue, holl dizallet, / Gwitibunan ' vo tamallet, / Noblañs, peorien, mondianed, / Tud ar Roue, sitoianed.
Dirak Doue, holl dizallet, / Gwitibunan ' vo tamallet, / Noblañs, peorien, mondianed, / Tud ar Roue, sitoyaned.