Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Pezh labour. & Ent strizh Pezh labour un arzour, ur skrivagner. Oberennoù Youenn Drezen. HS. ober.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

"oberenn" gg.

1924
Daveenn : SKET.II p.136 « Geriadurig », "oeuvre".

Ne c'hellomp nemet menegiñ amañ an tabut a zo savet diwar-benn ar c'hrignerezh gant ar skorn, en arbenn gouzout hag-eñ ez eo ret, evit diskleriañ neuz an traoniennoù bet dalc'het gant ar skorn, ober stad eus ar c'hrignadur kentskornel, pe en enep hag a-walc'h eo krignerezh ar skorn e-unan hag an oberennoù kenstag.

1943
Daveenn : TNKN p41

Met an arc'hant bet lakaet a-gostez diwar ar pezh am boa gounezet e-pad ma oan bet e bro an okoume eo e c'hellis sevel an oberenn a zo chomet an tostañ d'am c'halon, hag a oa bet embannet hepken goude ar brezel pa oan aet en-dro da Afrika, dindan an ano Yezhadur Bras ar Brezhoneg.

1985
Daveenn : DGBD p6

Oberennoù fonnus ha liesseurt a zo bet savet gantañ: barzhonegoù, danevelloù, romantoù, danevelloù-beaj hag eñvorennoù, enno emsoñjoù dudius

2012
Daveenn : ADULT p. 231

Da ziwezhañ ez eus fellet din komz diwar-benn an dra-se pa'z eo gwir ez eo alies ar goulenn kentañ a vez savet ouzhin, evel pa vije dastumet holl an oberenn veur-se en un draig aet "a-dreuz" e-kerzh ar savidigezh.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 23

"Sellit, hemañ eo maen-sonn kañv Hegeso. Un oberenn gant Kallimac'hos moarvat. Evel-just, an hini a welit a zo un eilad. An hini orin a zo er Mirdi Henoniel Broadel."

2015
Daveenn : EHPEA p36

D'ober petra, emezit-hu, stagañ gant ul labour a seurt-se, pa c'hell kement brezhoneger pe brezhonegerez zo tout lenn oberennoù Homeros e galleg pe e saozneg ?

2016
Daveenn : ILIAS p. 3

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial