Ul lizher tener-gliz[h] !... Peogwir out barrekoc'h war ar meizañ eget war an ober, an dra-mañ ne zisplijo ket dit. Del ! Kemer !
Daoust ha ma touge tri galoñs war bep brec’h, d’ober am boa gant un den plijus hag hegarat-tre.
E-pad ar brezel eildiwezhañ e loc'has ar C'hleber d'abardaez noz eus Kiberen da vont da Vrest en ur ober an dro vras e tu all d'Enez Eusa, met biken [sic] ne zegouezhas dezhañ erruout du-hont, ha den, nag ofiser na martolod ne chomas bev da zisklêriañ penaos, pelec'h ha pegoulz ez eas va lestr kentañ d'ar strad.