Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.g. 1. Pleustr ar c'halloudezh da ober. An terkerezh pe an obererezh terkañ. Ar broderezh pe an obererezh brodañ. Obererezh an den. Un den tuet d'an obererezh pleustrek. 2. Korf. Labour un organ. Obererezh ar galon zo lakaat ar gwad da redek. 3. Hollad oberoù, embregadennoù an dud e-keñver ur pal da dizhout. Obererezh greantel ur bastell-vro. & Dre ast. An Obererezh Katolik : aozadur zo e bal brudañ ha skignañ ar relijion gatolik. II. G. Gwechad lakaat e pleustr ar c'halloudezh da ober. Tennañ a ra an holl gefridioù-se d'un obererezh resis. Obererezhioù un den, ur gêr. HS. oberedigezh, oberiadenn, oberiadur, oberiantiz, oberiezh.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

War an doare ma tenne war-eeun d’an obererezh kelennadurezh an tiegezh gant Iwerzhoniz sellout Joyce, Social History, I, p. 441

1924
Daveenn : SKET.II p.24

"obererezh" g.

1924
Daveenn : SKET.II p.136 « Geriadurig », "Pratique ; fabrication".

obererezh

1931
Daveenn : VALL pg action (faculté d'agir), activité (faculté d'agir)

Abalamour d'an traoù-se, hag a zo bet dielfennet mat-kenañ gant ar skiantoù sokial, ez eo ret dimp gwelet hon obererezh en ur mod hollek, an abegoù hag an heuliadennoù a zo dezhi, evit dibab diouzh hor gwellañ ha kas da benn oberezhioù omp prest da sammañ tra ken.

2015
Daveenn : DISENT p62

Ur wech kadarnaet ez eo posupl kas ho raktres da benn hag ur wech ho peus echu gant ar senario hag an dafar, e ranker kregiñ da duta stourmerien a sikouro en obererezh.

2015
Daveenn : DISENT p86

Bewech neuze e vo embannet gant ar strollad peseurt reolennoù a dalvezo e-pad an obererezh. Da skouer : "ne vo ket kunujennet an enebourien" pe "sammañ kiriegezh a reomp ma vez ret da stourmerien zo troc’hañ ar roued-orjal evit mont tre en dachenn soudard".

2015
Daveenn : DISENT p66

Daoust dezhe kemer perzh en obererezh e chom dister ar riskl evito da gaout trubuilhoù da c'houde [...].

2015
Daveenn : DISENT p90

Hiziv an deiz e kavomp atav trenk ha c'hwerv gant telloù ar Stad sungevrozour, ha peurgetket abaoe ar bloaz tremen, met diouzh un tu all, ur Gresian diwar zaou ne bae ket telloù hag en em daol da obererezh mil enoret ar floderezh kemedel.

2015
Daveenn : EHPEA p102

Inger a lavaras he doa lennet en ur studiadenn bennak e koazhe obererezh empenn an dud e-pad ar prantadoù teñval hir. - Evel an huneganed, eme Johanna.

2023
Daveenn : DREAM p. 118

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial