Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V.k.e. Sevel traezoù, aozañ kenderc'hadoù. Ul labouradeg oberiañ soavon. Ur greizenn oberiañ tredan. EVEZH. : distagañ a reer ar furm ober (trede gour unan amzer-vremañ an doare-diskl. hag eil gour unan an doare-gourc'h.) evel-henn : ['o:bɛrj].

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

O kemerout, goude-se, daou gorn ejen [banek], dre stagañ outo a-dreuz daou bezh prenn ma stennas warno pennadoù bouzelloù, ec’h oberias ar gentañ telenn, henañ"krotta" a voe.

1923
Daveenn : SKET p.54

Krouadur illur Kênos eo a zeskas Morimanos, Katumanos, Togodumnos, Anavogenos, Selgova, Selvanos, Veriugodumnos, Tigernomagalos hag an daou vab anezhañ, da gleuzañ bigi ha mordeiñ, frammañ tiez, kilviziañ kirri, damesaat loened gouez, plediñ war-dro chatal, diorren gwenan, stummañ ruskennoù, oberiañ binvioù sonerezh, klavioù-emgann, klavioù-hemolc’h, arouezintioù-brezel ha skoedoù, teuziñ ha labourat aour, kouevr hag arem.

1923
Daveenn : SKET p.58

Ar c’hentañ re roeñvoù a oberias-eñ hag e lakaas dre lavar ar c’hentañ reoladur war skiant ar mordeerezh.

1923
Daveenn : SKET p.54

Na glask ket drevezañ ar re-all, nag en o gwiskamant, nag en o c’herzhed, nag en o emzalc’h, nag en o doare prezeg, menoziañ pe oberiañ. Na c’hoanta nag o c’heneilder, nag o meuleudi, nag o strakadoù-daouarn.

1924
Daveenn : SKET.II p.31

Oberiañ a reas e-unan ar binvioù en doa ezhomm, en o zouez un ogedig hag un alarig e soc’h arem.

1924
Daveenn : SKET.II p.23

oberiañ

1924
Daveenn : SKET.II p.136 « Geriadurig », "Fabriquer".

Eus an dolzennad aour e reas Vissurix ur c’helc’h-c’hoari lugernus gant ar vazhig anezhañ ; eus an dolzennad arc’hant e voe oberiet gantañ ur wareg hag he daouzek saezh, hag eus an dolzennad arem ur re c’hoafioù-bann gant peb a envez.

1924
Daveenn : SKET.II p.18

oberiañ

1931
Daveenn : VALL pg agir (faire des actes répétés)

Amañ e c'heller merzhout war un dro c'hoant oberiañ mab-den, hag e wander.

1985
Daveenn : DGBD p27

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial