Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Tremen strizh toullet en ur c'hleuz, en ur c'harzh, h.a., evit mont en ur park, en un dachenn bnk. Toull ebet er c'hae nemet div ode, ur gloued o stankañ pep hini. Toullañ un ode. & Ode-garr : toullet evit reiñ tremen d'ar c'hirri. HS. toull-karr. & Ode-saout : toullet evit reiñ tremen d'ar saout. & Trl. Toull-ode : ode. Sellit ! ahont e toull-ode ar park n'eo ket ur c'honikl a welan ? II. Dre ast. 1. Lec'h izel etre daou venez, ma c'haller tremen drezañ. An div lenn, aet en unan, a zigoras o hent nevez dre an odeoù etre ar c'hrec'hioù. Ode Tredudon. 2. Lec'h tremen a-dreuz ur skoilh bnk. Ret e oa klozañ an ode arvarus-se ma c'halle an alouberien dont drezi. 3. Korf Kan, kanol. Ode diabarzh, diavaez ar c'hleved. III. Trl. skeud. Terriñ ode war udb. : kavout an tu da chom hep talañ ouzh un diaester bnk. Rankout mervel zo ul lezenn na c'haller ket terriñ ode warni evit mont e-biou.

Skouerioù istorel : 
21
Kuzhat roll ar skouerioù

ode

1659
Daveenn : LDJM.1 pg breche

odeoù

1659
Daveenn : LDJM.1 pg breche

odeoù garr

1732
Daveenn : GReg pg chemin (de charrette à travers un fossé)

un ode garr

1732
Daveenn : GReg pg chemin (de charrette à travers un fossé)

odeoù

1732
Daveenn : GReg pg breche (ouverture dans un fossé pour le passage d'une seule bête à la fois)

ode

1732
Daveenn : GReg pg breche (ouverture dans un fossé pour le passage d'une seule bête à la fois)

ode

1850
Daveenn : GON.II pg odé, ribin, toull (-karr)

odeoù

1850
Daveenn : GON.II pg odé

n'eo ket bras a-walc'h an ode

1850
Daveenn : GON.II pg odé

ode-garr

1850
Daveenn : GON.II pg odé (-garr)

Ker buan an archerien, an eil war-lerc’h egile, evel chas chase o vont dre un ode vaen hanter distank, a ziskennas dre ar skalier-se er jardin hag a c’haloupas a-dreuz hag a-hed evit klask o eskob kollet.

1877
Daveenn : EKG.I. p.15

adoioù

1909
Daveenn : BROU p. 403 (brèche)

ode

1909
Daveenn : BROU p. 403 (brèche)

Pa zeue, goude, da blegañ e ziwaskell skuizh o stekiñ e dreid d’ar c’hlann-hont, e kave war an traezh an dibourc’h-korf-den en doa lezet en tu-mañ d’ar mor, hag a ranke adwiskañ ur pennadig c’hoazh d’en em ziskouez dirak ar Roue a zo o tiwall, e-harz an daou venez, an ode d’ar saonenn strizh ma teu drezi an eneoù da gompezennoù gwenvidik Aballo (2).

1923
Daveenn : SKET p.70

Na harz ket outañ an ode d’ar saonenn.

1923
Daveenn : SKET p.72

En tu-hont d’ar strizh-odeoù-se e tigor ar menezioù, e tiskenn an div c’hlann ; ar pradeier, ar c’hoadeier a weler o tont en-dro.

1924
Daveenn : SKET.II p.49

ode

1931
Daveenn : VALL pg brèche (dans la cloture d'un champ)

ode saout

1931
Daveenn : VALL pg brèche (pour le passage des vaches)

ode

1931
Daveenn : VALL pg brèche (pour le passage d'une charrette)

Ac'hano ez arvested en he fezh kompezenn divent Miranda, gronnet klok en dremmwel, gant aradennadoù menezioù, nemet du-mañ du-hont, un ode bennak, evel war-du Burgos, « la carretera de Napoleon » (hent Napoleon) ha, tostoc'h aze, ar ganienn, a gase, dre dreuz ar pikernoù serzh, da gompezenn ar Rioja, taolead [sic, tolead] ar gwin penn.

1949
Daveenn : SIZH p.43

Goude-se e tremenjomp ode ar Brenner a oa goloet a erc'h.

2012
Daveenn : ADULT p. 170

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial