Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

[1931, 1954, 1985] Den zo iskis e zoareoù, e vennozhioù, e zoare bevañ, h.a. Hennezh a oa un oristal a zen. A-viskoazh e plijas din c'hoari ma oristal. [1954] [...] rak n'eus bet biskoazh ha biken ne vo gwelet sebezusoc'h oristal o vale heñchoù Priel. [1985] Setu un oristal, avat ! HS. istrogell, orin.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

oristal

1931
Daveenn : VALL pg (homme) bizarre (et difficile)

Ur pikol levr a c'hallfen skrivañ diwar-benn breudeur ha c'hoarezed va zad, hag a-zivout va c'hendirvi : paotred ha merc'hed, met pec'hed marvel a vefe din tremen hep ober meneg eus va goureontr Yann Dremel, rak n'eus bet biskoazh ha biken ne vo gwelet sebezusoc'h oristal o vale heñchoù Priel.

1954
Daveenn : VAZA p.20

Neb a veze bet feuket div pe deir gwech gant an oristal-se a dremene evel[-]just hep dont d'e di, hag a-dammoù laosket e veze da vouzhañ e-unan en e stal.

1954
Daveenn : VAZA p.62

Un draig evelkent am eus merzet : ne vez ken kavet dre amañ kemend-all a oristaled, paotred ha merc’hed sebezus-tre, ha gwazh a se, rak paour kaezh tud ar peurliesañ, lakaat a raent evelato temz ha pebr en ur vuhez a-wechoù gwell [gwall] divlaz paneveto.

1954
Daveenn : VAZA p.120

Hep gouzout din, kentañ ’reas a voe diskouez va zammoù rimadelloù d’an dimezell Brenchereau, met ne chomas ket da selaou he meno ha ne reas an dro-se nemet mont ha dont gant aon rak klevout ur wech ouzhpenn komz eus Verlaine, Villon, Laforgue, Baudelaire, hag ur bern oristaled dizanav na oant ket zoken sonerien, pe washoc’h c’hoazh eus ilizoù ha kalvarioù Breizh ha farielloù all, rak – Parisian [Parizian] ma ’z oa anezhañ ! – na tailh na bailh ne ouie kennebeut all diwar-benn ar seurt traoù.

1954
Daveenn : VAZA p.180-181

Setu un oristal, avat !

1985
Daveenn : DGBD p88

Ofis publik ar brezhoneg