Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Korf metalek bet diwar teuziñ kouevr ha zink ; ar c'horf metalek-se, graet neud anezhañ. 2. Dre ast. Neud metal. Orjal dreinek, orjal pik : neud metal graet gant drein implijet da glozañ tachennoù. [1954] [...] desped am boa dre ma ranken mont kuit rak, ha pa vefe aour an orjal anezhi, biken evn n’en em dommo ouzh e gaoued.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

orchal

1732
Daveenn : GReg pg archal

orjal

1732
Daveenn : GReg pg archal

neud orjal

1732
Daveenn : GReg pg fil (Fil d'archal)

neud orjal

1732
Daveenn : GReg pg fil (Fil d'archal)

orjal

1850
Daveenn : GON.II.HV pg orchal (voyez "léton").

Rak mont a raent, pep hini d’e dro, d’her c’haout, d’e gogn, d’her c’hwesa, d’hen turiañ ; hag, evel ma’z oant minoueret gant un tamm neud orjal a oa e beg o fri, e skrabent hag e ribiñsent e feskennoù dezhañ betek ar gwad.

1877
Daveenn : EKG.I. p.125

neud-orchel

1909
Daveenn : BROU p. 404 (signifie d'une façon générale : fil métallique)

Bilzig (ankouaet hoc’h eus-hu ?), keit ha ma oa bet o redek ar pardonioù, en devoa disket gant ar ganfarded all skoulmañ lasoù orjal, evit tizhout gad pe c’honifl.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 42, p.976 (Even 1924)

Ar c’heleier a zigouezhe bemdez diouzh ar bed-holl, dre linennoù-orjal a oa bet stignet etre an Dosenn ha Pariz.

1944
Daveenn : EURW.1 p.213

E-kerzh ar C’hendalc’h, e voe bet ul lizher-dre-orjal digant rener ar Felibrige Latin, an aotrou Roqueferrier, eus Montpellier, o kas dimp gourc’hemennoù tud ar c’hreisteiz, stag eveldomp-ni d’o yezh, hag a c’houlenne kerzhout dorn ouzh dorn gant ar Varzhegezh.

1944
Daveenn : EURW.1 p.190

Graet e voe ’ta hervez he diviz, hag evidon da bellaat a c’hrad-vat [a-c'hrad-vat] diouzh kemend-all a drubuilh, daoust ha n’am eus kavet biskoazh abeg da glemm ouzh ar skolaj, n’eus forzh, desped am boa dre ma ranken mont kuit rak, ha pa vefe aour an orjal anezhi, biken evn n’en em dommo ouzh e gaoued.

1954
Daveenn : VAZA p.49-50

Penaos e vez evezhiet ha diwallet al lec'h : kameraioù, vijiled, porrastell a c'hallfe degas ur gudenn, kleier-galv, orjal-dreinek ha dorioù-tredan, troiadoù-evezhiañ ar boliserien, pegeit zo d'ar c'homiserdi tostañ evit gouzout an amzer ho po a-raok ma en em gavfe ar polis war al lec'h, pe, er c'hontrol, a-benn pegeit e teuy d'ho sikour ma trofe fall an traoù abalamour da enebourien feuls...

2015
Daveenn : DISENT p74

Etimologiezh

Amprest diwar ar galleg kozh orchal (bremañ archal) deveret eus al latin aurichalcum, stumm emdroet eus orichalcum, a dalvez da envel ar c'hemmeskad metalek a gouevr gant zink.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial