Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
4
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Den a ro bod d'ub. all, a zegemer ub. all en e di. & A-WECHOÙ Ostiziad. 2. Tavarnour, den a ra war-dro ul leti, ur preti pe un ostaleri. — Un dakadennig, Mari-Janig, a lavare an aotrou barner d’an ostizez, un dakadenn !… DHS. letiour. 3. Arval. Ne vo ket pell gant e dro rak n'eus ostiz ebet araozañ. 4. (db. ar vugale) Lampon. Galvit ho taou ostiz. HS. c'hwil, hailhon, kañfard. 5. Trl. pemdez (db. an dud) [1877, 1931] Na vezañ ostizien : na vezañ evit en em glevet. [1877] Sevel a reas da gaout chapel Sant-Maodez, mes ned eas ket enni ; ar sent hag eñ n’oant ket ostizien.

Skouerioù istorel : 
40
Kuzhat roll ar skouerioù

ostiz pe ostizez

1499
Daveenn : LVBCA p154, 159 (oste ou ostesse)

an ostizez

1499
Daveenn : GAVH p17

ostiz pe ostizez

1499
Daveenn : LVBCA p154, 159 (hoste ou hostesse qui herbregie)

ostizez

1659
Daveenn : LDJM.1 pg ostises

ostiz

1659
Daveenn : LDJM.1 pg hoste

ostizien

1659
Daveenn : LDJM.1 pg hoste

ostiz

1659
Daveenn : LDJM.1 pg ostis

ostizez

1659
Daveenn : LDJM.1 pg ostizezed

ostizez

1659
Daveenn : LDJM.1 pg hostesse

ostizezed

1732
Daveenn : GReg pg chalande

ostiz

1732
Daveenn : GReg pg chaland (qui a coutûme d'acheter chez un même marchand), gargotier (gargotiere)

ostizien

1732
Daveenn : GReg pg chaland (qui a coutûme d'acheter chez un même marchand), gargotier (gargotiere, p.)

an ostizien eus a ur stal

1732
Daveenn : GReg pg chalandise (concours de personnes qui vont acheter dans une même boutique)

ostisez

1732
Daveenn : GReg pg gargotier (gargotiere)

ostizezed

1732
Daveenn : GReg pg gargotier (gargotiere, p.)

ur marc'hadour en deus kalz a ostizien

1732
Daveenn : GReg pg achalander

ostizez

1732
Daveenn : GReg pg chalande

gounit ostizien

1732
Daveenn : GReg pg achalander

ostiz an dinell

1732
Daveenn : GReg pg beuvetier (bûveutier, qui tient la buvette)

ostiz an evlec'h

1732
Daveenn : GReg pg beuvetier (ou bûvetier, qui tient la buvette)

ostizien an dinell

1732
Daveenn : GReg pg beuvetier (ou bûvetier, qui tient la buvette)

ostizien an evlec'h

1732
Daveenn : GReg pg beuvetier (ou bûvetier, qui tient la buvette)

ostiz

1850
Daveenn : GON.II pg hostiz

ostizien

1850
Daveenn : GON.II pg hostiz

ostizez

1850
Daveenn : GON.II pg hostizez

ostizezed

1850
Daveenn : GON.II pg hostizez

An ostiz n'en doe ket ar boan / Da eilbediñ an tremeniad : / Hemañ, a-raok, gant e alan / C'hwezh da dommañ e viziad.

1867
Daveenn : MGK p38

kaeroc'h eo da abit, ma ostiz, evit ma hini, ha me markiz

1874
Daveenn : GBI.II p468

Petra a c’hellan-me da vezañ kemeret diwar-goust va ostizien ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.132

Sevel a reas da gaout chapel Sant-Maodez, mes ned eas ket enni ; ar sent hag eñ n’oant ket ostizien.

1877
Daveenn : EKG.I. p.134

Kereour-lêr e oa dre vicher, pa laboure ; mes ne laboure ket alies ; al labour hag eñ n’oant ket ostizien gaer.

1878
Daveenn : EKG.II p.148

D’an iliz, e kuzh, ‘c’ha e berr, / Laerezh ‘ra kef ‘n [a]otro[ù] sant Pêr, / Ha, da serr-noz, ti an Ostiz, Yann da evañ ‘vel ur bouc’hiz ! / Ar jist[r] neve[z] ‘zo mat ha dous : / o lonkañ na skuizh hon marmouz / ‘Barzh ar barrouz, ar pinvikañ, / Muioc’h me[z]v na c’helfe be[z]añ. /

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

ostiz

1923
Daveenn : SKET p.187, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "hôte, celui qui reçoit".

— Un dakadennig, Mari-Janig, a lavare an aotrou barner d’an ostizez, un dakadenn !…

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1031 (Gouere-Eost 1924)

n'int ket ostizien

1931
Daveenn : VALL pg (ils ne sont pas) ami(s, ils ne s'entendent pas ; fam.)

Graet ganin anaoudegezh gant an Itron ar Bodeur, an ostizez, koef mod Treger ganti, war ur pezh penn tev, ur vruchedenn hag un talier dezhi ho pije gallet ober un azezenn warno ec'h antreis er sal da-heul ma bleiner.

1944
Daveenn : EURW.1 p81

A-boan m'hor boa karget hor c'horf ha prest da vont da gousket asambles en ur gwele-kloz a oa bet aozet gant an ostizez vat, e voe klevet ur wetur o ruilhal war an hent skornet hag o chom a-sav dirak dor an ostaleri.

1944
Daveenn : EURW.1 p38

— « En ur stad truezus emaoc’h ho-taou, » a lavaras dezho an ostiz ; « petra a zo degouezhet ’ta ? »

1944
Daveenn : ATST p.22

Diouzh e du, Charlez ar Goffig, en e levrioù kaer l’Ame Bretonne en deus skeudennet gant e-leizh a ijin hag a spered istor ar birc'hirinadeg, ha doareoù an dud hag ar vro a oamp o ostizien.

1944
Daveenn : EURW.1 p.107-108

An ostizion a oa laouen da virout ur pennadig c'hoazh an noter tavedek, pa edo ar pennoù skañv hag an deodeion war an treuzoù endeo.

2012
Daveenn : DJHMH p32

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial