Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Doar./Stn. 1. (db. an dud) Zo ampart da fiñval, gwevn e gorf. [1954] Au singe, l’agilité, rak ar marmouz a grap war n’eus forzh peseurt gwezenn, c’hip ha c’hap, ha c’hip, emezañ, oueskoc’h eget ur martolod war veg-vegig ur wern… 2. Dre ast. (db. an traoù a reer) A ranker bezañ ampart d'e seveniñ. Ur pezh labour eus ar re oueskañ. Troioù ouesk : da ziskouez pegen barrek eo an hini o gra. [1954] [...] en ur ger, touet ho pije ne oa ket al liboudenn ouesk-se ur « fanfurluchenn » da vont gwech ha gwech-all d’ur vadeziant, d’un eured pe d’ur prosesion, met un draig aozet a-ratozh da gas d’ur mirdi. 3. Dre ast. (db. an dud) Barrek, kreñv. Tud ouesk da labourat. 4. Na c'hoarvez ket alies, dibar. Tapout lammoù, re ouesk. & Tr. adv. Biskoazh oueskoc'h ! : biskoazh kement all ! II. Adv. Gant ampartiz, en un doare aes. "Degemer mat" troet-ouesk e yezh ar vro. Setu troc'het ar vag ken ouesk ha ma vije bet ur vlonegenn. An tiez savet oueskañ. [1954] Da serr-noz, ne oamp ket c’hoazh a-wel d’ar gêr Orleans-Nevez pa freuzas ar C’hleber ul lestr-karg bras tanfoeltret ouzh e staoñ gant red an dour, ken feuls ha ma vez eno, ha setu troc’het ganimp ar vag en daou damm, ken prim, ken ouesk, ha ma vije bet ur c’houign amann pe ur vlonegenn.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

ur paotr ouesk

1732
Daveenn : GReg pg garçon (Garçon dyspos, fort & agile.)

ouesk

1923
Daveenn : SKET p.187, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "souple, agile".

troioù-ouesk

1931
Daveenn : VALL pg (tour d')adresse

c'hoarier ouesk

1931
Daveenn : VALL pg acrobate

ouesk

1931
Daveenn : VALL pg agile

E mezher du eus ar c’hentañ e veze graet kerkoulz-all kaerañ dilhad ar merc’hed, plac’hed yaouank pe wragez, ha zoken o zavañjer, kalz bihanoc’h eget an hini d’ar pemdeiz, met gant dantelezh e-leizh warnañ, lietennoù sked-disked, lagadennoù seiz pe voulouz ouzh pep godell : en ur ger, touet ho pije ne oa ket al liboudenn ouesk-se ur « fanfurluchenn » da vont gwech ha gwech-all d’ur vadeziant, d’un eured pe d’ur prosesion, met un draig aozet a-ratozh da gas d’ur mirdi.

1954
Daveenn : VAZA p.31

Da serr-noz, ne oamp ket c’hoazh a-wel d’ar gêr Orleans-Nevez pa freuzas ar C’hleber ul lestr-karg bras tanfoeltret ouzh e staoñ gant red an dour, ken feuls ha ma vez eno, ha setu troc’het ganimp ar vag en daou damm, ken prim, ken ouesk, ha ma vije bet ur c’houign amann pe ur vlonegenn.

1954
Daveenn : VAZA p.101

Au singe, l’agilité, rak ar marmouz a grap war n’eus forzh peseurt gwezenn, c’hip ha c’hap, ha c’hip, emezañ, oueskoc’h eget ur martolod war veg-vegig [veg-begig] ur wern…

1954
Daveenn : VAZA p.118

Evit ar re oueskañ e servij an treid da gregiñ enne.

2015
Daveenn : DISENT p96

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial