I.
V.g.
1. Mouzhañ, klozañ war an-unan.
Ar re-mañ a chome alies da ourzal dirak o flad goullo. Debr, mar karez ! n'eo ket ourzal ac'h eus d'ober !
2. Na sentiñ, diarbenn an alioù roet pe ar c'hinnigoù graet gant ar re all.
DHS. rebarbiñ.
3. Dre ast.
N'ober ket ar pezh emeur o c'hortoz.
Ourzal a ra ma zan : ne zev ket.
II.
V.k.d.
1. OURZAL OUZH : mouzhañ ouzh.
An hini a ourz ouzh e voued, toull e revr en em gav souezhet.
2. Nac'h.
Bez' ez eus saout hag a ourzo a laezh ouzh an hini na vo ket kustum da c'horo anezho.
&
Ent krenn
Nac'h komz, nac'h respont.