Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
3
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Gwaz a zalc'h, e-doug lid ar vadeziant, ar bugel a zeuy da vezañ e filhor hag a zo kret e-keñver an Iliz eus e zeskadurezh relijiel. & Tad-paeron : paeron. & Mamm-baeron : maeronez. 2. Gwaz a vadez udb. 3. Pemdez Anv a reer ouzh ar baotred war an oad. HS. eontr. 4. Sant paeron : patrom. Sent paeron Breizh. HS. maeronez.

Skouerioù istorel : 
15
Kuzhat roll ar skouerioù

paeron

1499
Daveenn : LVBCA p155 (parrain)

paeron

1659
Daveenn : LDJM.1 pg paëron

paeron

1850
Daveenn : GON.II pg maérounez, paéroun

paeroned

1850
Daveenn : GON.II pg paéroun

Yann eo va faeron

1850
Daveenn : GON.II pg paéroun

Evit gwir, anaoudek e oa bet a gement-se, ha bezañ e oan bet zoken, tri miz a yoa, paeron d'an diwezhañ eus e vugale, a raed an Didik anezhi, abalamour ma’z oa Marc’harid hec’h anv.

1878
Daveenn : EKG.II p.35-36

N’em boa ket kollet va fenn evelato, hag ober a ris neuze ar pezh am eus graet abaoe bep tro m’on en em gavet nec’het ; en em erbediñ a ris ouc’h ar Werc’hez Vari hag ouc’h sant Yann, va faeron ; goulenn a ris sklerijenn diganto evit en em anaout, en u[l] lavaret dezho n’em boa ken youl nemet difenn va Doue, va roue ha va bro.

1878
Daveenn : EKG.II p.32

Me zo diwar rank ma faeron, sant Tomaz, na gredas ken na welas. Pa'm [b]o gwelet e kredin.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

paedron

1909
Daveenn : BROU p. 205

paedron

1909
Daveenn : BROU p. 404

Gant ar paeron hag ar vaeronez setu hi er porched.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.810 (Miz Genver 1924)

Paravire ! Hag en ampoent ma ’c’h ae an taol da zifarleañ : adieu vat ! Ar Gwennnili, skañv evel al lapous e baeron, pleget e listenn a-rez an dour, a save en avel war gein ar wagenn, ha, dindan dorn ar paotr, sentus ar vag a vire a vourzh evel ur gornigell. Chañje eo…

1925
Daveenn : BILZ2 p.107

Paeron an aotrou person ?… — Ya, ya, Anton eo e hanv-badeziant. — Ah ! ah ! Anton !…

1925
Daveenn : BILZ2 p.135

D'ar c'houlz-se e oa ar studierien evel Bohemianed amzer Murger. Ar re baour anezho a gemere unan pinvidik da baeron, hag a veve war e goust. Gwelout a ris e oa Enaud pourvezer Ar Menn.

1944
Daveenn : EURW.1 p.140

Sevel a ran gwerzioù ha sonioù evit peurober ma levr « Barzhaz Taldir », a vezo embannet e ti Champion, quai Voltaire, e Pariz, dre aked Charlez ar Goffig hag Anatol ar Braz, ma faeroned.

1944
Daveenn : EURW.1 p.211

Notennoù studi

Diskouez a ra ar ger-mañ un emdroadur klasel padron > pazron > paeron. Miret eo bet ar stumm kozh paedron gant "d" dirak "r" e enez Eusa.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial