Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Maouez a zalc'h, e-doug lid ar vadeziant, ar bugel a zeuy da vezañ he filhor ha zo kret e-keñver an Iliz eus e zeskadurezh relijiel. 2. Dre ast. Maouez a vadez udb. (ul lestr, ur c'hloc'h, h.a.). 3. Pemdez Anv a reer ouzh ar maouezed war an oad. HS. moereb. 4. Santez a vezer en he anv. Santez Katell, ma maeronez. HS. paeron.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

An iliz-se a zo gouestlet da Santez Anna, maeronez Breizh.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg gwestlét (cette église est sous l'invocation de sainte Anne, patronne de la Bretagne).

maeronez

1850
Daveenn : GON.II pg maérounez, mamm (-maéron)

maeronezed

1850
Daveenn : GON.II pg maérounez

demat ha joa, ma filhorez ha deoc'h ivez ma maeronez

1874
Daveenn : GBI.II p524

maedronez

1909
Daveenn : BROU pp. 205, 396

madronez

1909
Daveenn : BROU p. 396 (marraine)

Gant ar paeron hag ar vaeronez setu hi er porched.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.810 (Miz Genver 1924)

Ha diwezhatoc'h pa zeuas da vezañ va mamm-gozh ha war an dro va maeronez, daoust ha reiñ a reas din un anv kouer bennak, Jakez, Yann, Loull pe Bipi ? nann, mar karan, Jarl eo va anv[-]badez, hini ar c'hrouadur maget ganti, mab henañ an Aotrou Markiz.

1954
Daveenn : VAZA p.12

N’eus ket pell koulskoude, deiz ar c’houzoumenn er vourc’h, daoust ha ma vez bemdez-Doue un tog war o fenn, tapet o devoa an div vaeronez, hini Briel hag hini Blougouskant, an tu d’en em stipañ gant ur gatiolenn, un davañjer dantelezhet hag ur mouchouer ken kaer ha biskoazh, evitañ da vezañ du-peg.

1954
Daveenn : VAZA p.34

Notennoù studi

Diskouez a ra ar ger-mañ un emdroadur klasel madronez > mazronez > maeronez. Miret eo bet ar stumm kozh maedronez gant "d" dirak "r" e enez Eusa.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial