Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. [1499, 1732] Benveg, anezhañ ur blakenn houarn pe brenn outi un troad hir, a dalvez da doullañ douar pe da loc'hañ danvezioù bruzunet evel douar, traezh, atredoù. Toullañ gant ur bal. 2. Ent strizh Pal (1) lemm da dreiñ douar. DHS. rañv. & Trl. skeud. [1732] Reiñ bronn d'e bal : diskuizhañ o kemer harp war e bal, pe war ur benveg troadek all, ha dre ast., bezañ lezirek en e labour. 3. Dre ast. (dirak ur spizer prl.) Pal (1) vihan dezhi un implij resis. Pal-forn : a dalvez da dennañ ar bara eus ar forn. & Pal-c'hlaou : a dalvez da zastum ar glaou. & Pal-daol : pal ar vañsonerien. II. Dre heveleb. 1. Plankenn da stankañ ouzh an dour. Pal ar skluz. 2. [1732] Pal(-rod) : tamm a valir diouzh rod ur vilin-dour hag a gouezh an dour warnañ Palioù ar rod. Palioù ar vilin. 3. Penn ledan ar roeñvoù.

Skouerioù istorel : 
37
Kuzhat roll ar skouerioù

pal

1499
Daveenn : LVBCA p155 (pale)

palioù

1659
Daveenn : LDJM.1 pg pale (du feu)

pal

1659
Daveenn : LDJM.1 pg pall

pal

1659
Daveenn : LDJM.1 pg pale (du feu)

palioù

1732
Daveenn : GReg pg beche (outil à creuser & à tourner la terre)

palioù-rod

1732
Daveenn : GReg pg aileron

pal

1732
Daveenn : GReg pg beche (outil à creuser & à tourner la terre)

ar pal forn

1732
Daveenn : GReg pg four (La paile pour enfouiner le pain.)

bronnañ e bal

1732
Daveenn : GReg pg béer (regarder, au lieu de travailler, s'accouder sur la bêche, & au lieu de travailler)

pal-rod

1732
Daveenn : GReg pg aileron

reiñ bronn d'e bal

1732
Daveenn : GReg pg béer (regarder, au lieu de travailler, s'accouder sur la bêche, & au lieu de travailler)

war ar bal-dan hel lekeot

1850
Daveenn : GON.II.HV pg pâl (-dân)

pal goad

1850
Daveenn : GON.II pg pâl (-goat)

palioù-rod

1850
Daveenn : GON.II pg pâl (-rôd)

pal

1850
Daveenn : GON.II pg pâl, palad, paler

palioù

1850
Daveenn : GON.II pg pâl

re bounner eo an douar-mañ evit e dreiñ gant ar bal

1850
Daveenn : GON.II pg pâl

dispac'hit an ed gant ar bal brenn

1850
Daveenn : GON.II pg pâl

pal-dan

1850
Daveenn : GON.II.HV pg pâl (-dân)

palioù-tan

1850
Daveenn : GON.II.HV pg pâl (-dân)

pal-rod

1850
Daveenn : GON.II pg pâl (-rôd)

Evit-se n’eus nemet un dra da ober : kemerit ho pal, ha bremañ p’eo noz, pa ne c’hell den ho kwelet, it du-hont da gorn ar jardin, e tu ar sav-heol, grit en douar, a-zindan ar wezenn-lore, un toull bras ha don a-walc’h evit er lakaat.

1878
Daveenn : EKG.II p.266

— Mat, ni a yoa deuet pevar, ha n’eus lazhet nemet unan ac’hanomp. Mes eus ar barrez a-gichen avat e oant deuet nav ; eizh a zo bet lazhet ; an navet a yoa aet dec’h en un ti aze e-kichen, da esa digeriñ un armel, hag en deus bet un taol pal diwar e benn ken don, ma weler e empenn dre ar faout ; me 'gred eo graet gantañ ivez.

1878
Daveenn : EKG.II p.128

Edont o vont dre an hent bras war-eeun da vaner Kerandraoñ, el lec’h m’oa bet o chom an Aotrou de Kermoysan [sic], pa welas ur soudard un den diwar ar maez, e-kreiz ur park, oc’h esa tennañ panez a daolioù trañch, rak skornet-kalet e oa an douar ha n’oad evit ober seurt gant ar bal.

1878
Daveenn : EKG.II p.181-182

pal

1909
Daveenn : BROU p. 404 (pelle)

Poellek ha difrae e teuas o labour gant ar Skaled : da doullañ ar c’hleuzioù e raent gant pigelloù ha palioù, hag an atredoù diouto a gasent er-maez war-bouez sec'hier lêr pe gestoù ha boutegi aozilh.

1923
Daveenn : SKET p.127-128

En deiz-se, rust ar mor, mareoù bras anezhi, ar vugale ’ta a oa eno unanet a-raok ar gourlen, ur pennad mat a-raok, ha palioù, marrioù, pigelloù da doullañ, ha da sevel, da gempenn, da bentañ tier, tourioù, bagoù ha listri.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 47, p.1123 (Miz Du 1924).

Stagit eus groñch Saig un troc’had barv, louet ivez, ledan evel ur bal, rust evel sekrep, hir ha fonnus evel foenn er prad dourek ; ur jod dezhañ, peurvuiañ e jod kleiz, koeñvet gant ur chik ken tev hag ho piz-meud, ha, pa'm bo lavaret deoc’h penaos den biskoazh na glevas Saig Jelvest, memes e-kreiz ar gwashañ degouezh, o sevel e vouezh ur wech uheloc’h eget eben, ec’h anavefet perc’henn ar Gwennili kerkoulz ha me.

1925
Daveenn : BILZ2 p.105

pal

1931
Daveenn : VALL pg bêche

reiñ bronn d'e bal

1931
Daveenn : VALL pg (s'appuyer sur sa) bêche

palioù rod

1931
Daveenn : VALL pg aileron (palette de roue de moulin)

palioù

1931
Daveenn : VALL pg bêche

pal-rod

1931
Daveenn : VALL pg aileron (palette de roue de moulin), aube

pili

1931
Daveenn : VALL pg bêche

ant pal

1931
Daveenn : VALL pg bêche (sillon creusé à la — ) bêche

sec'hañ e bal

1931
Daveenn : VALL pg (essayer sa) bêche

Ouzhpenn-se e oa aketus-bras : kempenn e veze echuet pep tra gantañ ; da noz, pa baoueze, gant son an añjeluz evel en amzer gozh, e veze renket evezhiek e vinvioù gantañ, skubet al leur, lakaet ar bal en harp ouzh ar voger, ar sailh war he genoù e-kichen ar bal, eilpennet ar garrigell da virout na chomfe glav da gozhañ enni.

1992
Daveenn : EAZB p. 103

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial