1. Danvez pareüs ha pegus a lakaer war un takad klañv eus ar c'horf.
Evit ober palastroù eo brudet ar bleud lin.
&
Trl.
Palastr ar wrac'h ne ra na droug na vat.
2. Dre ast.
Gwiskad tev.
3. PEMDEZ
Den amparfal.
Ar c'hozh palastr kozh-se !
Daveenn :
BROU
p. 414 (la poutre qui surmonte une porte ou une fenêtre, à l'intérieur, s'appelle palastr)
palastr
1931
Daveenn :
VALL
pg appareil (de pansement)
Notennoù studi
S.o. "amplastr"
Etimologiezh
Deuet diwar ar galleg kozh "emplastre". Amplastr a gaver er C'hatolicon (1499). Ur vogalenn epentetek zo deuet da zispartiañ ar "p" hag an "l" hag aet eo ar silabenn gentañ da get.