Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Annez ec'hon, lorc'hus, pompadus un den uhel bnk. (eus an noblañs prl.). Palez ur roue, ur priñs, un impalaer. Palez prezidant ar Republik. & Palez ar Bibien en Avignon 2. Dre ast. Ti bras ha pompadus. Ar re-mañ zo o chom en ur palez ! HS. kastell.

Skouerioù istorel : 
22
Kuzhat roll ar skouerioù

palez

1499
Daveenn : LVBCA p155 (palaix)

Er c'hentañ poent hep si, e kivi spesial / Komz seder anterin, a'r fin orijinal : / Zo anvet tir ha mor, a-gor, marv korporel / Ar fin-mañ den n'e lez er palez nag er sal.

1575
Daveenn : M. p36

Neuze Sanktez Katell pehini a yoa en oad a seitek vloaz pan oa en he falez, karget a bep pinvidigezh hag a servijerien[,] merc'h unik d'he zad ha d'he mamm : pan glevas an brud hag an c'hri a edoa gant bep seurt anevaled pere a brezanted evit o sakrifiañ, hag an joa a rae an re a gane inkontinant ez kasas ur mesajer evit enklask, petra oa an dra-se.

1576
Daveenn : Cath p5

Neuze e c'hourhemenas he c'has d'ar palez, ha gant dilijañs bras he miret[.]

1576
Daveenn : Cath p8

Evel ma'z ententas ez komeras darn he zud [eus] he falez hag ez em warnisas gant sin ar groaz, hag ez eas en kêr, hag ez kavas un nombr bras a gristenien, pere a yae da sakrifiañ d'an idoloù rak aon na vient lazhet ma'z voe meurbet nec'het ha keuzet.

1576
Daveenn : Cath p5-6

palez

1659
Daveenn : LDJM.1 pg Palais (d'vn Roy)

ostalirioùigoù e palezioù

1732
Daveenn : GReg pg beuvette

ostaliriig e palez ur parlamand

1732
Daveenn : GReg pg beuvette

palezioù

1850
Daveenn : GON.II.HV pg palez

palez

1850
Daveenn : GON.II.HV pg palez

e palez an eskob e chom

1850
Daveenn : GON.II.HV pg palez

palezioù

1850
Daveenn : GON.II.HV pg palez

Meuliñ a reer e Pariz, am eus klevet, ar pezh he deus graet Priñsez Lambal, ha n’eo ket Yann Pennorz a lavaro ne reer ket mad. Hounnezh, ar Briñsez-se, a yoa en he falez gant ar Rouanez Marie-Antoinette.

1878
Daveenn : EKG.II p.73

Dismantroù ar c’hreñvlec’hioù hag ar palezioù a waskede gwechall galloud, pinvidigezh ha brud roueed ar Vriged.

1923
Daveenn : SKET p.14-15

Na zilezit biken ho tiez prenn, ho tiez soul ; na savit ket palezioù mein, na strollit ket kêrioù bras ha n’it ket da vevañ enno.

1923
Daveenn : SKET p.51

Ur palez a oa hemañ, gant e dri estaj hag e deir askellad lojeiz, unan e-keñver ar straed, gant ar porrastell hag an nor-dal, ar pondalez hag an diri a enor daou vann ; an div askellad all a bep korn, war adreñv, hag etrezo ar chapel, kement hag un iliz.

1944
Daveenn : EURW.1 p47-48

A ! Lom, c’hwi hoc’h eus huñvreet henozh e teñzorioù, e palezioù leun a aour, a berlez hag a vein prizius, hag, er mintin-mañ, en ur zihunañ hoc’h eus kavet blaz gwall-c’hwerv ["gwallc’hwerv"] gant aer Lanurgad.

1944
Daveenn : ATST p.74

Du-se, pell pe dostoc’h, en alamandezenned ha gwez-kraoñ al liorzh kloz e taol eostiged all, her ha taer, o zio ! tio ! tio ! bagol, ma tasson kili an diribin, e-giz ma vije ur palez strink.

1949
Daveenn : SIZH p.39

Da gimiadiñ diouzhoc'h p'emaon o vonet, An Dreinded Sakr d'ho pennigo, mignoned, Ha da roio deomp, pa guitaimp ar Bed, Gras da gaout digemer e Palez ar Sked.

1960
Daveenn : PETO p23

Hor c'has a reer goude dre balez ar Sultan, ha goude treuzet al liorzhoù dispar, setu ma hol lakaer da ober tro kêr adarre ; e-touez an tiez bras uhel ha gwenn e c'heller c'hoazh gwelout tachennadoù goullo o reiñ da anaout ne deo ket c'hoazh echu al labour sevel.

1985
Daveenn : DGBD p13

An talbenn a vije bet kreisteisoc'h eget hiziv ma vije bet heuliet an ahel nevez, ha gant palez an eskob, savet da neuze, ne oa ket ichoù a-walc'h

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 23 (YF Dupuy)

[Lec'hioù bet dalc'het evel] an DRASS e Marsilha peotramant leur toullañ ha douarañ lastez nukleel e Bure, mirdi an enbroañ... pe c'hoazh monumantoù broadel (oglennoù an Trocadéro pe al Louvre, Palez ar bPibien...) pe kannatioù (evel kannati Ginea e-pad emvod-meur Frañsafrika) [...].

2015
Daveenn : DISENT p155

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial