Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
8
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Pezh dilhad gwele, anezhañ ur wiadenn vras (gloan prl.), a lakaer war-c'horre al liñselioù. [1878] A-raok ma teuas an noz, Mari Toulleg he doa klasket ur guchenn golo hag ur pallenn bennak evit ober gweleoù da vugale an Itron Le Guen de Kerneizon HS. lañjer, lenn. 2. Pallenn-leur : tapis. & Pallenn-moger : gwiadennoù a stigner ouzh ar mogerioù. & Pallenn-gouren : pallenn da c'houren warnañ.

Skouerioù istorel : 
18
Kuzhat roll ar skouerioù

pallenn

1499
Daveenn : LVBCA p155 (longieul ou flossaie)

pallenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg couuerture (de lict), drapeau

pallennoù

1732
Daveenn : GReg pg couverture (de lit), drapeau (lange d'enfans, qui est d'étoffe)

pallinier-kezeg

1732
Daveenn : GReg pg caparacon (housse de chevaux)

pallenn

1732
Daveenn : GReg pg couverture (de lit), drapeau (lange d'enfans, qui est d'étoffe)

pallinier

1732
Daveenn : GReg pg couverture (de lit)

Ha pa en doe Booz debret hag evet, ha pa en em gavas laouenoc'h, ez eas da gouskañ e-harz ur bern malanoù : ha Ruth a zeuas didrouz, ha goude bezañ dizoloet ar pallenn war-zu an treid, en em daolas eno.

1850
Daveenn : GON.II Buez Ruth p104

Hag eñ a lavaras dezhi : Piv out-te ? Hag hi a lavaras : Me eo Ruth da vatezh ; astenn da ballenn war da vatezh, o vezañ ma'z out kar-nes dezhi.

1850
Daveenn : GON.II.HV p.104, Buez Ruth.

pallenn

1850
Daveenn : GON.II pg gôlôen, pallen, lenn

pallennoù

1850
Daveenn : GON.II pg pallen

A-raok ma teuas an noz, Mari Toulleg he doa klasket ur guchenn golo hag ur pallenn bennak evit ober gweleoù da vugale an Itron Le Guen de Kerneizon.

1878
Daveenn : EKG.II p.229

"pallenn" g.

1923
Daveenn : SKET p.187, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Tapis".

Tremen a rejont an eil penn-nozvezh en ur vanell distro, e-harz moger izel ul liorzh, gourvezet en ur gichen evel daou bried, war ul lienenn delt astennet war al leur, goloet pep hini gant e ballenn, hag o sac'h-soudard ganto e-giz goubenner.

1941
Daveenn : ARVR niv.6, p4

Mont a ran da douch div liñsel, ur plueg, hag ur pallenn gloan.

1944
Daveenn : EURW.1 p.192

Mont a rejomp d'e welout, hag ober a reas dimp un digemer tomm : — « Setu aze », emezañ, « ar sal-c'hoarioù, setu aman pallennoù gloan : n'ho pezo nemet dont da gousket aze p'ho pezo graet ho troioù... »

1944
Daveenn : EURW.1 p74

Kousket dous eo e holl genvreudeur, pep hini en e logig wenn, klozet diouzh bali ar gambr voutin gant ur ballenn lien tanav.

1949
Daveenn : SIZH p.39

Ar paotr a save d'e fronelloù frond pounner al lili hag an elestr voulouz a wiske al leurenn en he fezh, gant o fetis a ballenn liesliv.

1949
Daveenn : SIZH p.44

Ret eo anzav evelato o deus gouezet Marokiz lakaat brud en-dro d'o labourioù lêr ha d'o fallennoù.

1985
Daveenn : DGBD p13

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial