Dezverkoù all

Stankter implij : 

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Skouerioù istorel : 
25
Kuzhat roll ar skouerioù

paotrig

1732
Daveenn : GReg pg fils (Petit fils, petit garçon.), garçon (Petit garçon.)

pautredigou vihan

1732
Daveenn : GReg pg garçonnet (p.)

sklaerit amañ, paotrig

1732
Daveenn : GReg pg éclairez (ici, petit garçon)

pautricq bihan

1732
Daveenn : GReg pg garçonnet

paotredigoù

1732
Daveenn : GReg pg fils (Petit fils, petit garçon, Van., p.)

paotredigoù

1732
Daveenn : GReg pg fils (Petit fils, petit garçon, p.), garçon (Petit garçon, p.), garsailles

paotredigoù

1850
Daveenn : GON.II p.18, livre premier, "petits garçons".

paotrig

1850
Daveenn : GON.II p.18, livre premier, "petit garçon".

Ur paotrig, o tremen, o c'hutuilh hag o c'has / O-div gantañ d'ar gêr, o lavaret d'e vamm : / — « Mamm, sad aze louzoù a ve mat, gant amann, / Da lakaat er soubenn. »

1867
Daveenn : MGK p71

Pa welis e kemere an traoù un dro fall, e lakis va div verc’h ha va daou [b]aotrig war o daoulin, evit pediñ Doue da reiñ nerzh ha kalon d’o zad da harzañ betek ar marv, mard oa ret.

1877
Daveenn : EKG.I. p.186

Pa welas ar re-mañ n’oa er c’hogn-se nemet ur manac’h mac’hagnet, unan anezho, ur paotrig yaouank ha n’en doa ket c’hoazh ur varvenn war stal ar mec’hi, hen treuzas gant un taol baionetez ken don ha ken didruez ma her stagas ouc’h an nor…

1877
Daveenn : EKG.I. p.41

War an hent e oa ur paotrig a zaouzek pe drizek vloaz o tiwall e vuoc’h. Yann Prijant a yeas d’her c’haout hag a lavaras dezhañ : — Ro peoc’h, va faotr ; lez da vuoc’h ganen-me. N’en em gavo droug ebet ganti : me eo maer Gwitevede.

1878
Daveenn : EKG.II p.17-18

Mard eo gwir, eo aes a-walc’h deomp her gouzout, rak amañ eus ur paotrig bihan o tiwall e saout hag her lavaro deomp.

1878
Daveenn : EKG.II p.156

Lellig ar Monkuz a oa ur paotrig divaoue, laosk a gorf, bac’h a spered, besteod, ha gantañ atav e veg a-raok.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1022 (Gouere-Eost 1924)

paotrig

1931
Daveenn : VALL pg bambin

paotredigoù

1931
Daveenn : VALL pg bambin

Ne oa ket kalz a baotredigoù e skol an aotrou Bouder, daoust da Garnoed da vezañ ur barroz vras, gant he 2.800 a drevidien.

1944
Daveenn : EURW.1 p20

Kentañ tra 'voe graet, a voe tennañ ur poltred ; bez' em eus miret ul luc'hskeudenn, — dislivet siwazh gant an amzer, — eus ar baotredigoù-se bodet en-dro d'o mestr karet an aotrou Vallée, ha banniel gwenn erminiget Breizh o 'stribilhañ a-us d'o fenn.

1944
Daveenn : EURW.1 p59

Hepdale, ar paotrig-se a ziskouezje dezho e nerzh, evit dougen ar sac’h ar pounnerañ, hep chom war-lerc’h, na skuizhañ nepred, e ampartiz war an embregerezh-korf, war ar rederezh, war gement c’hoari eskuit, en ur ger, ur gwir soudard, a voe anvet kaporal a-raok diwezh e vloavezh kentañ servij, ha serjant goude.

1944
Daveenn : EURW.1 p.194

Ha setu Lom da c’houlenn digant ar mevel bihan : — « He ! paotrig, daoust ha diaes eo kas ar vag-mañ eus un tu d’an tu all d’ar stêr ? » — « O ! feiz n’eo ket avat. Ur c’hoari nemetken. »

1944
Daveenn : ATST p.95

Dre-se, adal ma voen re vras da vont davet al leanezed, den nemeti ne gelennas he faotrig kent na voe poent e gas war du kloerdi Landreger.

1954
Daveenn : VAZA p.16

Mar degouezh din bremañ, dre vont war goshaat, bezañ gwisket evel ma teu e teu, ur paotrig faro a oan d'ar c'houlz-se, rak Soaz Sapeur ha va mamm, div 'oant o plediñ ganin, kement ha ken bihan ma vezen a-drugarez dezho stipet ha pentet evel un tammig aotrou.

1954
Daveenn : VAZA p.27

« Direizh eo ar paotrig, ne ra nemet disentiñ ha stourm ouzh e vamm. »

1960
Daveenn : PETO p87

E-touez ar re o deus va heuliet gant aked emañ ivez Mousavou, ur paotrig eshira, unnek pe daouzek vloaz dezhañ marteze.

1985
Daveenn : DGBD p63

Hirie e vez savet identelezh psikologel ha sokial ar baotredigoù dre un darempred ispisial gant ar feulster.

2015
Daveenn : DISENT p41

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial