Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
8
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Den gourel e reizh. Daou vugel am eus : paotr ha plac'h. Ur paotr kozh : ur c'hozhiad. Ar baotred hag ar merc'hed. Ur paotr hag ur plac'h. DHS. gour, gwaz. 2. Ent strizh Den yaouank gourel e reizh, dizimez. Paotr-yaouank, paotr-yaouank kozh, kozh paotr-yaouank. 3. Dre ast. Mab. Ma faotr a oa bet beuzet o vont d'an Douar-Nevez. Ma faotred. II. (en ur c'henstrollad anvioù) 1. (db. an oadourien) Termen a dalvez da sevel anvioù tud e karg eus an dra-mañ-tra, a ra ar vicher-mañ-micher. Paotr-an-teil*. & (db. ar vugale, ar grennarded) [1659] Paotr ar saout, ar moc'h, paotr-deñved : maesaer, deñved. Paotr-bag : mous. Paotr-micherour : deskard war ur vicher. & Trl. Ar baotred vras : an dud lec'hiet-uhel er gevredigezh. & C'hoari, ober e baotr : ober troioù-kamm, troioù fall. 2. Pemdez Termen a dalvez d'ober anv eus ar re a blij dezho an dra-mañ-tra da zebriñ, da ober, h.a. Me zo paotr an avaloù-douar. N'on ket paotr ar gwin-ardant. Paotr e gof. 3. Dre fent, pemdez Paotred Mari-Robin, paotred ar c'huzh-heol, paotred o lasoù gwenn : an archerien. 4. Dre skeud. (o heñvelaat an traoù ouzh un den) Ar mor zo ur gwall baotr : drouk e vez. Ar miz-mañ, 'm eus aon, a ya da c'hoari e baotr : gwallamzer a vo en e gerzh. III. Doar. 1. Bras, kreñv, h.a. Paotr a-walc'h out, ha pa ne greskfes tamm ebet ken. 2. Strizh an traoù gantañ. Hennezh zo paotr a-walc'h.

Skouerioù istorel : 
170
Kuzhat roll ar skouerioù

paotr ar moc'h

1659
Daveenn : LDJM.1 pg porcher

paotr kuilh

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (pautr) cuill

paotr ar saout

1659
Daveenn : LDJM.1 pg berger

paotr

1659
Daveenn : LDJM.1 pg garçon

ar paotr-se ne spana eskenn

1732
Daveenn : GReg pg cesser (ce garçon ne cesse point, il ne fait que faire du mal)

ar paotr-se ne baouez meur

1732
Daveenn : GReg pg cesser (ce garçon ne cesse point, il ne fait que faire du mal)

ar paotr-se ne dibaouez na kalz na nebeut

1732
Daveenn : GReg pg cesser (ce garçon ne cesse point, il ne fait que faire du mal)

ar paotr-se n'en deus ket a dibaouez

1732
Daveenn : GReg pg cesser (ce garçon ne cesse point, il ne fait que faire du mal)

paotr ar gaoter

1732
Daveenn : GReg pg (celui qui a soin de faire boüillir la) chaudiere

paotr ar gevr

1732
Daveenn : GReg pg chvrier (qui garde les chevres)

paotred jolif

1732
Daveenn : GReg pg galant (Galant, qui aime une Dame, & qui en est aimé, p.)

paotr jolif

1732
Daveenn : GReg pg galant (Galant, qui aime une Dame, & qui en est aimé.)

Ur paotr fin eo.

1732
Daveenn : GReg pg futé (C'est un futé.)

ur paotr marichal

1732
Daveenn : GReg pg garçon (Un garçon maréchal.)

Paotred ar brezelidi a zo gwir servijerien, rak sevel a raer koad outo ; paotred ar veleien a zo o c'hamaraded ; ha paotred ar venec'h a zo mistri dezho.

1732
Daveenn : GReg pg garçon (Les gens de guerre font les bons garçons; les Prêtres font des égaux; & les Religieux font des maîtres : c'est un proverbe très veritable compris en ces deux vers Latins. Servos serviles facit omni tempore miles ; Prasbiter aquales, Monachus facit imperiales.)

ur paotr hardizh

1732
Daveenn : GReg pg (c'est un bon) compagnon (par ironie)

ur paotr disousi

1732
Daveenn : GReg pg fringant (Un jeune fringant, qui se donne du bon temps.)

paotr micherour

1732
Daveenn : GReg pg courtaud (de boutique)

paotred micherourien

1732
Daveenn : GReg pg courtaud (de boutique)

paotr ur beleg

1732
Daveenn : GReg pg cuistre (valet de Prêtre, ou de College)

paotred ur beleg

1732
Daveenn : GReg pg cuistre (valet de Prêtre, ou de College)

ur paotr disoursi

1732
Daveenn : GReg pg fringant (Un jeune fringant, qui se donne du bon temps.)

ober e baotr

1732
Daveenn : GReg pg (faire l') entendu

paotred fringus

1732
Daveenn : GReg pg fringant (Un fringant, un alerte, p.)

ur paotr fringus

1732
Daveenn : GReg pg fringant (Un fringant, un alerte.)

paotr ha plac'h

1732
Daveenn : GReg pg (mâle &) femelle (parlant des personnes)

Finat paotr !

1732
Daveenn : GReg pg fin (Quel fin arole !), futé (C'est un futé.)

paotred dizimez

1732
Daveenn : GReg pg fils (Fils qui vit en celibat, & ne veut se marier, p.)

paotr dizimez

1732
Daveenn : GReg pg fils (Fils qui vit en celibat, & ne veut se marier.)

paotr da zimeziñ

1732
Daveenn : GReg pg fils (Fils à marier.)

paotr

1732
Daveenn : GReg pg fils (Fils, par rapport au sexe ; garçon.), garçon, garçon (Garçon, serviteur.), garçon (Garçon, celui qui fait son aprentissage en un métier, où il n'est pas reçû maître.), gars (garçon)

paotred

1732
Daveenn : GReg pg fils (Fils, par rapport au sexe ; garçon, p.), garçon (p.), garçon (Garçon, serviteur, p.), garçon (Garçon, celui qui fait son aprentissage en un métier, où il n'est pas reçû maître, p.), gars (garçon, p.), garsailles

paotr yaouank

1732
Daveenn : GReg pg fils (Jeune fils.), garçon (Jeune garçon.), garçon (Garçon, celui qui n'est pas encore marié.)

paotr yaouank-flour

1732
Daveenn : GReg pg fils (Fils a la fleur de son âge.)

Paotr ar person pe paotr ar c'hure eo.

1732
Daveenn : GReg pg garçon (C'est le garçon du Recteur, ou, du Curé.)

paotred yaouank

1732
Daveenn : GReg pg garçon (Garçon, celui qui n'est pas encore marié, p.)

paotred bihan

1732
Daveenn : GReg pg garçon (Petit garçon, p.)

paotr bihan

1732
Daveenn : GReg pg garçon (Petit garçon.)

ur paotr ouesk

1732
Daveenn : GReg pg garçon (Garçon dyspos, fort & agile.)

pautred fryol

1732
Daveenn : GReg pg grivois (un bon drole, p.)

ur paotr mat

1732
Daveenn : GReg pg garçon (Garçon dyspos, fort & agile.)

Ur paotr jolif eo.

1732
Daveenn : GReg pg galant (C'est un homme galant.)

ur paotr friol

1732
Daveenn : GReg pg apostre, (un bon) drôle, éveillé (vif, agissant), grivois (un bon drole)

ur paotr distag

1732
Daveenn : GReg pg garçon (Garçon dyspos, fort & agile.)

Dal paotr !

1732
Daveenn : GReg pg gobe (attrape, tiens)

Ur paotr jentil zo ac'hanoc'h.

1732
Daveenn : GReg pg gentil (Vous êtes un gentil personnage.)

Ur paotr jentil oc'h.

1732
Daveenn : GReg pg gentil (Vous êtes un gentil personnage.)

paotr ar moc'h

1732
Daveenn : GReg pg gardeur (Gardeur de cochons.)

paotred ar saout

1732
Daveenn : GReg pg gardeur (qui garde des troupeaux, p.)

paotr ar saout

1732
Daveenn : GReg pg gardeur (qui garde des troupeaux)

rederez ar baotred

1732
Daveenn : GReg pg garçonnière (injure se dit aux petites filles qui se plaisent à hanter les garçons.)

ur paotr kemener

1732
Daveenn : GReg pg garçon (Un garçon tailleur.)

paotr ar penngod

1732
Daveenn : GReg pg baton (un donneur de coups de bâtons)

paotr ar vazh a zaou benn

1732
Daveenn : GReg pg baton (un donneur de coups de bâtons)

ur paotr koant

1732
Daveenn : GReg pg beau (-fils, mot burlesque & satirique)

koantañ paotr

1732
Daveenn : GReg pg beau (-fils, mot burlesque & satirique)

paotr an deñved

1732
Daveenn : GReg pg berger (qui garde les moutons)

paotr melen en deus blev melen

1732
Daveenn : GReg pg blondin

paotred an deñved

1732
Daveenn : GReg pg berger (qui garde les moutons)

paotr ar saout

1732
Daveenn : GReg pg bouvier (qui a soin des boeufs, & des vaches)

gober e baotr

1732
Daveenn : GReg pg (faire le) brave (le fanfaron)

ar paotr-se na ehan tamm

1732
Daveenn : GReg pg cesse (ce garçon ne cesse point, il ne fait que faire du mal)

paotr ar gestell

1850
Daveenn : GON.II.HV pg paotr-ar-gestel (Gabier, matelot qui se tient dans les hunes et qui est spécialement chargé de visiter et d'entretenir le gréement).

paotr yaouank

1850
Daveenn : GON.II pg dén(-iaouañk), paotr(-iaouañk) (Jeune homme, celui qui n'est pas encore marié).

ur paotr dihun eo

1850
Daveenn : GON.II pg dihun

Ur paotr fin eo.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg fîn (C'est un homme rusé).

ur paotr flammik

1850
Daveenn : GON.II.HV pg flammik

paotr

1850
Daveenn : GON.II pg gwaz, mével, paotr (Garçon, en distinction du sexe. Valet. Serviteur. Apprenti).

paotred

1850
Daveenn : GON.II pg paotr Garçon, en distinction du sexe. Valet. Serviteur. Apprenti. Pl.)

Ur paotr eo he deus bet.

1850
Daveenn : GON.II pg paotr (C'est un garçon qu'elle a eu).

paotr ar saout

1850
Daveenn : GON.II pg paotr (Vacher, bouvier).

paotr an deñved

1850
Daveenn : GON.II pg paotr (Berger).

paotr ar banniel

1850
Daveenn : GON.II.HV pg paotr-ar-banniel (Porte-étendard, celui qui porte le drapeau).

paotred ar banniel

1850
Daveenn : GON.II.HV pg paotr-ar-banniel (Porte-étendard, celui qui porte le drapeau. Pl.)

paotr ar c'heleier

1850
Daveenn : GON.II.HV pg paotr-ar-c'héléier (Courrier, celui qui court la poste pour porter les dépêches.)

paotred ar c'heleier

1850
Daveenn : GON.II.HV pg paotr-ar-c'héléier (Courrier, celui qui court la poste pour porter les dépêches, p.)

paotr ar c'hezeg

1850
Daveenn : GON.II.HV pg paotr-ar-c'hézek (Voyez "mével-kézek").

paotr ar gwirioù

1850
Daveenn : GON.II.HV pg paotr-ar-gwiriou (Receveur, celui qui a charge de faire une recette).

paotred ar gwirioù

1850
Daveenn : GON.II.HV pg paotr-ar-gwiriou (Receveur, celui qui a charge de faire une recette. Pl.)

paotr ar gevr

1850
Daveenn : GON.II.HV pg paotr-ar gevr (Chevrier, celui qui mène paître les chèvres).

paotred ar gevr

1850
Daveenn : GON.II.HV pg paotr-ar gevr (Chevrier, celui qui mène paître les chèvres. Pl.)

paotred ar gestell

1850
Daveenn : GON.II.HV pg paotr-ar-gestel (Gabier, matelot qui se tient dans les hunes et qui est spécialement chargé de visiter et d'entretenir le gréement. Pl.)

paotr keginer

1850
Daveenn : GON.II.HV pg paotr-kéginer (Fouille-au-pot, petit marmiton).

paotred keginerien

1850
Daveenn : GON.II.HV pg paotr-kéginer (Fouille-au-pot, petit marmiton. Pl.)

paotr c'hwib

1850
Daveenn : GON.II.HV pg paotr-c'houit (Voyez "denlemm" [Aigrefin, homme qui vi[t] d'industrie. Escroc]).

paotr glas

1850
Daveenn : GON.II.HV pg paotr-glâz (Faux patriote).

paotred c'hlas

1850
Daveenn : GON.II.HV pg paotr-glâz (Faux patriote. Pl.)

paotr hud

1850
Daveenn : GON.II.HV pg paotr-hud (Fin, rusé, adroit ; vulgairement fin merle).

paotr yaouank

1850
Daveenn : GON.II.HV pg paotr-iaouañk (Voyez dén-iaouañk).

paotr yod

1850
Daveenn : GON.II.HV pg paotr-iôd (Mangeur de bouillie. Paysan).

paotred yod

1850
Daveenn : GON.II.HV pg paotr-iôd (Mangeur de bouillie. Paysan. Pl.)

paotred mezeg

1850
Daveenn : GON.II.HV pg paotr-mézek (Frater, garçon chirurgien. Pl.)

paotred mezeg

1850
Daveenn : GON.II.HV pg paotr-mézek (Frater, garçon chirurgien).

paotr micherour

1850
Daveenn : GON.II.HV pg paotr-michérour (Apprenti, celui qui apprend un métier).

ar baotred vras

1850
Daveenn : GON.II digoradur

Rak kemennet em eus d'am faotred ne raje hini drouk deoc'h, ha mar hoc'h eus sec'hed, it da gaout ar podoù, hag evit eus an dour a ev ma faotred.

1850
Daveenn : GON.II Buez Ruth

gwall baotr

1850
Daveenn : GON.II p.7 introduction ; "méchant garçon"

ar paotr

1850
Daveenn : GON.II p.12, introduction, "le garçon".

ar baotred

1850
Daveenn : GON.II p.12, introduction, "les garçons".

paotr

1850
Daveenn : GON.II p.18, livre premier, "garçon".

paotred

1850
Daveenn : GON.II p.18, livre premier, "des garçons".

Gwashañ paotr !

1850
Daveenn : GON.II p.85, livre second, " Quel méchant garçon ! "

Ho paotred a skuizhot oc’h o c’has re alies en hent.

1850
Daveenn : GON.II p.68

Setu daou baotr, roit ur gwenneg da bep hini.

1850
Daveenn : GON.II p.77

Va faotred ne garont ket ar mor.

1850
Daveenn : GON.II p.78

Paotr, dalc'h mat d'an dra-mañ !

1867
Daveenn : MGK p53

Ur bleiz, deuet e eskern er-maez eus e groc'hen, o vezañ ma veze ar c'has ouzh en diarbenn, a gavas, war e hent, un hordenn gi nerzhus, lart-toaz ha flour e lêr, ki distailh galloudus. Lammet gant e gilpenn, en tagañ, en dispenn, en diskolp' a-bezhioù, a oa micher Gwilhoù, panevet, a-raok e sammañ, oa ret outañ en em gannañ. Hogen ar c'hi a oa paotr a-vent da ziwall e gig gant e zent.

1867
Daveenn : MGK p7

Sellit pizh, diwallit, paotred, / Dalila n'eo ket marv c'hoazh.

1867
Daveenn : MGK p131-132

Setu amañ danevelloù kozh hag o tont a-bell : pevar mil bloaz bennak zo e oant o redek, seizh mil lev eus a Vreizh-Izel ! Hont tadou kentañ o doa joa outo en amzer ma'z aent gant o loened eus a ur menez d'egile e-kreizik-kreiz bro an Azia; ar vamm o lavare d'he merc'h, e korn an oaled, e-pad ar goan; hag an tad d'e vab, en disheol, en hañv; hag ar verc'h hag ar paotr, o vezañ deuet en oad d'o zro, a gemere o bugale plijadur en ur glevet ar pezh en doa divuzet tad ha mamm gwechall)

1867
Daveenn : MGK Rakskrid V

Koulm baour, gwelet e voe gant ur gup krabanek o sachañ war e lerc'h, evel ul laer tec'het, ur pennad reun torret. Ar gup a ya dezhi, digor ha lemm e veg, pa gouezh warnañ, d'e dro, evel ur maen pounner, eus a-greiz an neñvoù, ur pezh labous, un er. E-pad m'edo an daou-mañ oc'h en em gribinat, ar goulm a ya kuit e-biou. Diwar nij e tiskenn e liorzh un tiig-soul oa eno e-kichen, o krediñ evit mat oa er wech-mañ diouti distag he gwallstropad, pa deu ur c'hozh tamm paotr, dezhañ pemp pe c'hwec'h vloaz - d'an oad-se ur bugel ne oar pe zroug ra c'hoazh - da sinklañ eeun outi ur maen gant e vatalm.

1867
Daveenn : MGK p20

Delande 'vel m'en deus klevet, abijoù gwarnizon en deus gwisket ha 'trezek Plouilio eo aet gant nav pe dek eus e baotred

1874
Daveenn : GBI.II p212

Mari-Jann Kermabrouz a c’halvas he mab. — Erwanig, va faotr, gwel petra a zo amañ e kichen an nor.

1877
Daveenn : EKG.I. p.148

Eno e voe ur jabadao ker gwazh ma n’o deus biskoazh paotred ar sabad graet kemend-all. Traonien Pont-Eon a groze hag a dregerne gant-ho betek an aod.

1878
Daveenn : EKG.II p.147

Votet, eta, tout, p[a]otred Plouneve[z], vit an [a]otro[u] Des Cognets, hag an [a]otro[u] Vallée, ha lâret d’an daou [A]otro[u] all; « kenavo ’vit an dei[zi]o[ù]. »

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

Ac'hanta paotr kaezh !

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Paotred ar sabad

1909
Daveenn : BROU p. 417 (Lutins. Cette expression s'applique aussi aux jeunes gens qui courent la nuit)

fall ar paotr, ma ne vramm pa staot

1909
Daveenn : BROU p. 405

ar baotredoù

1909
Daveenn : BROU p. 225

ur c'hrennad a baotr

1909
Daveenn : BROU p. 219

paotr diouzhtu

1909
Daveenn : BROU p. 222 (ne signifie pas à proprement parlé un héros, mais un gaillard décidé, qui à toute proposition semble répondre : tout de suite, je suis prêt. On dit aussi paotr diouc'htu)

Maros, mab Roviros ! ur mat ha gwirion a baotr ! un hael ha kadarn hini !

1923
Daveenn : SKET p.134

Haelerien eler, paotred varchosi ha flec’h ez oant d’an Ambroned ; simiadañ a raent evito, mesa o chatal, sevel o ziez, o c’hlozioù, o bagoù.

1923
Daveenn : SKET p.126

Dindan c’hwezhadenn Avelio e teuas ar pevar zra-se : mor, traezh, kregin ha goularz, da gejañ, d’en em gemmeskañ, o steuiñ ur c’horf-paotr hag ur c’horf-plac’h, e roas an doue ar vuhez dezho.

1923
Daveenn : SKET p.33

Heñchet gant ar vran Vesakos, Drutos, mab Karros, a zeuas, goude, eus ar vro-Wenn, gantañ pevar mil pemp kant a baotred ha pevar mil pemp-kant a blac’hed yaouank, nav mil den en holl.

1923
Daveenn : SKET p.130

Un toullad mat a ganfarded a oa eno unanet, paotred ha merc’hed ; darn a oa o c’hoari patati, darn all o c’houren ; ar merc’hed, darn anezho en o [fuch], a c’hoarie eizh meinigoù [sic], hag ar re all gant tri pe bevar baotr a oa o c’hoari mouchig-dall.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 39, p.864 (Miz Meurzh 1924)

War beg ar garreg, Bilzig hag un toullad paotred ha paotrezed a gane ar c’han, ar wazed hag ar merc’hed, d’an traoñ adalek beg ar c’hastell betek an enezenn, a ziskane.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1028 (Gouere-Eost 1924)

Paotr fin ha goaper un tammig.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 41, p.944 (Mae 1924)

Poan-galon dezhi dirak daeroù he faotr.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 40, p.897 (Miz Ebrel 1924)

Bilzig, gra an dra-mañ-[t]ra… Ret e vo ober an dra-se, paotr… Ezhomm a vo balan-bugel, raden…

1925
Daveenn : BILZ2 p.106

Evit en em [z]izinouiñ e oa en em lakaet da walc’hiñ e vag (e vamm ne zaleo ket kalz : tre a ra) pa glevas : — Hem ! hem ! paotr, Psitt !… Klev ’ta, paotr !… Na te a dremenfe ac’hanomp-ni en tu all ?

1925
Daveenn : BILZ2 p.129

Deut ar paotr da vezañ ur gwaz, paotr yaouank a driwec’h vloaz, paotr kreñv ha kalonek, paotr ivez a skiant-vat, lemm a spered, ha, gant alioù ha kemennoù ar c’habiten, ur martolod eus ar re wellañ.

1925
Daveenn : BILZ2 p.169

Eno e tiski bezañ martolod ; eno, evel ma ’c’h out paotr diskuizh (2), ma teu ar c’habiten da deuler e evezh warnout, e tisko dit an holl skiañchoù a rank goût ar gabitened evit heñchañ o listri war ledander ar morioù bras.

1925
Daveenn : BILZ2 p.178

paotr

1927
Daveenn : Geri.Ern pg ao

paotr

1927
Daveenn : Geri.Ern pg ao

Ma !... un hinkin out, paotr e c'houriz ledan ! eme paotr Gouenoù en ur c'hourvez war ar bank. - Evel ma z' eus meur a hini e Gorre-Leon, Goulc'hen ! emeve en eur c'hourvez ivez da ober eur pennad kousk.

1929
Daveenn : SVBV p10

Peder sizhun da c'houde-se, ar paotr Yann a gemeras an tren herrek a 8e.10 e gar Brest. Ar marc'h-du er c'hasas war-eeun da Bariz.

1929
Daveenn : SVBV p8

Me a sant va bouzellenn vras o c'hourlammat e kostez dehoù va c'hof ! M'eus aon emañ-hi o c'hoari penn-tourtig !... – Ma ! lop war ar boued 'ta neuze, Yann, da c'hedal ma vo distouvet ar boutailhoù ganin-me ! a droc'has paotr Gouenoù.

1929
Daveenn : SVBV p9

Eno, an tren a zaleas ur pennadig, ha setu me da sellout dre ar prenestr ha peuzkerkent, e welis adarre un den gwisket pimpatrom ouzh an hini a youc'has en Arles : "Les voyageurs pour Marseille!..." Diarvar eo, emezon-me din va-unan, diarvar eo, paotred o c'halabousennoù delioù derv a zo breudeur pe kendirvi-kompez, pa'z eo gwir ez int heñvelwisket o-daou !

1929
Daveenn : SVBV p11

Rak-se 'ta, paotr e ziweuz klemmus ne fazie morse da zont, pa gave an tu, d'hor gweladenniñ d'hon amdor.

1929
Daveenn : SVBV p7

paotred kozh

1931
Daveenn : VALL pg bonhomme (homme vieux)

paotr kozh

1931
Daveenn : VALL pg bonhomme (homme vieux)

un dremm gaer a baotr

1931
Daveenn : VALL pg beau

Paotred an 10vet kompagnunezh labourerien o devoa bet, ur wech muioc'h, an urzh da vont war o c'hiz.

1941
Daveenn : ARVR niv.6, p4

Ar baotred a lavaras : — « Ni a chomo evit mont da sikour ar marichal, kenkas ["ken kaz"] ma vo ezhomm. »

1944
Daveenn : ATST p.116

« Salud ! paotred, » a lavaras dezho ar marichal faro. Lom a oa bet darbet dezhañ semplañ.

1944
Daveenn : ATST p.121

Hag ar paotr bihan ? Pe anv out, ma mab kaer ? » — « Frañsoù Jafrenoù » emezon-me en ur grenañ hag a vouezh izel.

1944
Daveenn : EURW.1 p31

Job : — « Ha ! ha ! ha ! Ni ’zo paotred fin, memes tra. Ha ! ha ! »

1944
Daveenn : ATST p.28

— « Petra ’c’hoarvez ganeoc’h hiziv, paotred trist ? »

1944
Daveenn : ATST p.29

Pa voe debret koan, eta, goroet ar saout ha kousket ar vugaligoù, paotred ha merc’hed Landremel a gemeras hent Karreg-al-Louarn.

1944
Daveenn : ATST p.115

Nann, ne oa ket brav bezañ skoliad d'ar c'houlz-se : ar vugale a sponte pa lavare o zud dezho : « Paotr bihan, ret e vo dit mont d'ar skol ».

1944
Daveenn : EURW.1 p22

Daou di-skol a oa, unan lik evit ar baotred hag unan kristen evit ar merc'hed.

1944
Daveenn : EURW.1 p20

Edo o vont da sevel, war-dro kreisteiz, pa zeuas en ti paotr al lizhiri. Hag e oa ul lizher rekomandet evit Job ! Job a zigoras hag a lennas…

1944
Daveenn : ATST p.133

Nag a bet gwerz entanet am eus meizet ha skrivet eno, pa oan erru d'an oad a baotr yaouank...

1944
Daveenn : EURW.1 p16

Paotr kreñv ha kalet e oa, am eus klevet, mez difonn da zeskiñ.

1944
Daveenn : EURW.1 p10

A-boan ma oa degouezhet Lukaz en ti, ma teuas ivez en diabarzh daou baotr eus Lotei, Job ha Lom dre a [sic, "o"] anv badeziant.

1944
Daveenn : ATST p.13

Mes war ar memes soñj gant ma c'herent e oa teir familh all eus ar barroz, kas o faotred d'ar golaj, hag an teir familh-mañ o doa dibabet kloerdi bihan Gwengamp, Itron-Varia-ar-Gabusined.

1944
Daveenn : EURW.1 p29

Diaes [e]n em gave ar breur Arturo. Paotr e oa da c'houzañv ar verzherinti evit e feiz.

1949
Daveenn : SIZH p.41

- Te a zo diwar ar maez, Sezni, hag eus bro-Leon ar gatolikañ. Em c'hêr c'hinidik, avat, du-mañ, war vordig mor Kernev-Izel, eo douget, ouzhpenn dreist, ar merc'hed yaouank d'al lammoù ha d'an dañsoù, ha, 'm eus aon, e karont ivez kompagnunezh ar baotred yaouank.

1949
Daveenn : SIZH p.53

- Paotr Tin, lakaet eo bet ar yaouankizoù war an douar d'en em zaremprediñ ha... dimeziñ. N'eus netra reishoc'h.

1949
Daveenn : SIZH p.53

- Paotr Tin, n'eo ket bidennoù a gontez din ? - Ar wirionez !

1949
Daveenn : SIZH p.62

An diavaeziadez, hi, a oa bet dibouezet ganti he c'heveler gant un taol-lagad : ur bouilh paotr, e vlev melenek damrodellet, troc'het berr a-walc'h, un tal uhel, ha daoulagad liv ar glizin, lemm ha speredek ha nevez-flamm, dic'houzvez-krenn ma oant eus ar vuhez.

1949
Daveenn : SIZH p.42

Eus Paotred Hirvragoù maez-kêr / Hor bo soñj atav, ma zud kaer, / Ha, da seurt kañfarted, / Evomp gwin d'o yec'hed.

1960
Daveenn : PETO p45

Ya, Paotr Hirvragoù ez on-me / Daoust da vignoned ar roue, / Ha bevet Marseilhiz / Al lezenn ha Breizhiz.

1960
Daveenn : PETO p45

Un dirouestl d'ar gudenn am eus kavet 'velkent : / Ur pezh ofiser gall, e penn e c'hamached, / Du-se, war-zu ar vourc'h, 'oa o tont gant an hent / Ha setu, diwar e varc'h, pezh en deus ragachet / En e safar iskis a zisplegas din reizh / Unan eus e baotred ginidik a Vreizh.

1960
Daveenn : PETO p33

Devezhioù zo emaoc'h engortoz eus lizhiri digant mignoned ker. Chom a rit war c'hed da ur paotr al lizhiri. Netra. Hiziv. Tremenet, a gav deoc'h, an eur, ez it d'ho labour. Distro, hoc'h eus kavet daou lizher... Unan da baeañ ho tailhoù, unan da baeañ koumanant ho journal... Pebezh disouezhadenn !

1973
Daveenn : HYZH Niv. 88, p. 42, Anjela Duval

Ha ma pare dirazon goanagoù ur vuhez nevez, e chome em spered paotr yaouank skeudenn va bro, dindan an heol d'an deroù hañv.

1985
Daveenn : DGBD p9

Gwall nec'het e oa an Ao. Utterson en abardaez-se, pa zistroas d'e di a baotr dizimez.

2012
Daveenn : DJHMH p19

O, me 'oar ez eo paotr mat - n'eo ket ret deoc'h krizañ ho tal - ur paotr espar, a garjen kalz gwelout aliesoc'h

2012
Daveenn : DJHMH p33

Enbroidi o kaout kann bemnoz gant paotred Ar Weur Aour (strollad taer eus an tu dehoù pellañ).

2015
Daveenn : EHPEA p20

Paotr Gamal, wichoude, ne oa ket evit degemer un dismegañs a seurt-se.

2016
Daveenn : BARAB p23

Notennoù studi

Lenn a reer e GON.II eo "paotr-hud" ur gêr eus Bro -Gerne.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial