Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Leizh ur park (a udb.). Parkadoù ed nevez hadet. Ur parkad lin en o bleuñv. Parkadoù istr. Ur parkad saout. & Diren. Dishiliet eo ar parkad.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

En tu all d’an hent-bras e oa ur parkad balan da Yann Berthou, eus a Trefalegenn.

1878
Daveenn : EKG.II p.88

Gwelout a rae parkad ec'hon kleuzeureier ar gêr en noz.

2012
Daveenn : DJHMH p22

War beseurt micher e oa da dad? Un embregerezh staliañ parkadoù aerluzelloù en doa.

2015
Daveenn : EHPEA p275

Ur miliad a falc'herien a youl vat a zo bet a-walc'h evit dont a-benn deus an darn vrasañ deus ar parkadoù OGK, e Frañs, pe vefe taolioù-arnod er parkeier pe gounidegezhioù evit ar c'henwerzh, ha dre se evit mirout a blantañ anezhe en-dro...

2015
Daveenn : DISENT p12

Falc'hañ parkadoù OGK, distaliañ panelloù bruderezh, lazhañ arouezioù tredan ar stalioù, diskar pretioù Mac Donald, mirout na vefe skarzhet tud, laoskel loened bac'het da vont kuit, mirout ouzh ar chase war varc'h...

2015
Daveenn : DISENT p60

Da skouer e c'hoarvezas kement-mañ [dastum roudoù bizied ha TDN gant ar polis] goude falc'hadeg ur parkad OGK er Maine-et-Loire e miz Gwengolo 2000 : boulc'het e oa bet un enklask TDN diwar un nebeud takennoù gwad adkavet e-barzh ur park...

2015
Daveenn : DISENT p137

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial