Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
118
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v.k.e. Lakaat (udb.) en ul lec'h bevennet. Parkañ ar saout. Parkañ an dud tout er memes lec'h. & Ent strizh (db. ar c'harbedoù) [2015, 2016] Renkañ un araez treuzdougen en ul lec'h azas evit se. [2015] Ma rankit parkañ ho karr-tan ur pennadig war al lec'h, grit van da c'hortoz unan bennak [...]. [2016] Kavout karr Yerásimos Demertzís n'eo ket bet an diaesañ. Parket e oa e straed Faétonos e-kichen ar skol kentañ-derez.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

Dont a reomp a-benn da ziskenn gant straed Pireos ha da barkañ dirak iliz Ayia Triada. Gwelout a ran ma daou eiler, Vlasopoulos ha Dermitzakis, ouzh ma gortoz en enkerzh.

2015
Daveenn : EHPEA p33

Ma rankit parkañ ho karr-tan ur pennadig war al lec'h, grit van da c'hortoz unan bennak, o c'hoari an den a goll pasianted, en ur sellet alies ouzh hoc'h eurier pe en ur ober van da bellgomz zoken.

2015
Daveenn : DISENT p74

N'eo ket dister kudenn ar c'hirri parket war lec'h an degouezh.

2015
Daveenn : DISENT p85

Kavout karr Yerásimos Demertzís n'eo ket bet an diaesañ. Parket e oa e straed Faétonos e-kichen ar skol kentañ derez.

2016
Daveenn : BARDF p. 63

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial