Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Lec'h, takad resis. E pe arroud eus ar bed emañ ? Redek betek an arroud-se. Pep hini e arroud da vezhina. Re galet eo ar simant en arroud-se. & Ent strizh Lec'h emgav. Pelec'h emañ an arroud ? 2. Pennad eus ur skrid. An daou arroud-se eus e levr zo da lenn en o fezh. HS. arroudenn. 3. (db. an avel) Roud. Pell eo chomet an avel er memes arroud. 4. Dre heveleb. Koulz, mare. E pe arroud eus ar sonadeg e voe klevet an ton-se ? 5. Trl. Gouzout an arroud : gouzout en em ober (ouzh udb.).

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

arroud g.

1924
Daveenn : SKET.II p.117 « Geriadurig », "Passage (d’un livre)".

arroudoù

1927
Daveenn : Geri.Ern pg arroud

arroudoù

1927
Daveenn : Geri.Ern pg arroud

gouzout an arroud

1927
Daveenn : Geri.Ern pg arroud

arroud

1927
Daveenn : Geri.Ern pg arroud

Merket hon eus e daou pe dri arroud an evezhiadennoù en deus graet ; evit bezañ reizh, avat, ez eo war bep pajenn eo e rankfemp menegiñ e anv.

1943
Daveenn : TNKN p9

Ha dont a rae d'hec'h arroud, soublet hebleg he fenn hag he divskoaz war-raok, he sell paret war vein an hent, ouzh piltrot he botoùigoù gwenn uhel-seuliet, gant ar c'hammedoù-se, mibin ha munut, a verc'hed kêr, a vez souezhet ganto, evit ar wech, ar wazed yaouank, betek krediñ en o ardoù blizik.

1949
Daveenn : SIZH p.66

An arroud a zo meneget reizh. Evel un notenn displegañ d'ar muntroù ez eo.

2015
Daveenn : EHPEA p164

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial