Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. A. 1. Doare da vont d'un tu bnk., hent. Me a oar ar roudoù-mañ pell zo. Cheñch roud. Kavout, koll e roud. & Tremen. Ober roud d'an dour. 2. Tu ma'z eer, ma teu ub., udb. Petore roud ez in ? Pep hini a ya d'e roud. Ar c'houmoul a ziskouez roud an avel. Ur banne avel eus ar roud-mañ & Roud-avel. DHS. toull. 3. Trl. (db. an dud, an traoù) MONT EN E ROUD : mont kuit, pellaat, gant e hent boas, war e du boas dh. Ur banne all a-raok mont en ho roud ? An heol a ya en e roud. Kae adarre ez roud. & Trl. (db. ar banneoù) Yec'hed mat dimp-tout, hemañ zo o vont d'e roud ! : emañ-eñ o vont da vezañ evet. B. 1. Merk kleuz a vez en un danvez blot war-lerc'h ub., udb. bet o voustrañ warnañ. Roud e viz-meud sanket e troad ar falz. Kavout roud eus un troad den diarc'hen en traezh. Roudoù hon treid. & Roud-karr : rollec'h. & Ent strizh Louc'h treid. Ne welan roud ebet war an erc'h e-tal an nor. Roudoù an emgann a oa war an traezh. Heuliañ roudoù. Roudoù fresk (ur c'had, ul laer) : aes da welet c'hoazh. 2. Dre ast. Pezh a chom war-lerc'h ub., ul loen bnk. zo heverk eus e dremen, el lec'h-mañ-lec'h. Kavout roudoù eus tud ar ragistor. Roud ebet eus den bev e neblec'h. 3. Dre skeud. Pezh a chom war-lerc'h udb. zo heverk anezhañ, a zegas soñj anezhañ. Ar c'hleñved en doa lezet e roud war e zremm. E zremm a oa garanet don warni roud euzhus ar vezventi. Manet e oa roud un darvoudig em spered. 4. Trl. Bezañ war roudoù ub. : war e lerc'h. Emañ an Indianed war hor roudoù. & Dispenn roudoù ub. : klask war e lerc'h. Emañ an archerien o tispenn roudoù ar muntrer e pep lec'h. & Na gavout na roud na tres, na roud na liv eus ub. : na gavout tra a gasfe betek ennañ. & Dre skeud. Bale war roudoù ub., bale dre roudoù ub. : ober diouzh e skouer, ober dioutañ. & Ne chom nemet ar roud eus udb. : n'eo ket mui ar pezh e oa, distreset eo. Ar roud hepken a chom eus al liorzh kempenn a oa eno gwechall. & Bez' emañ roud dorn ub. war udb. : anat eo eo bet graet an dra-se gantañ. & Na glevet roud teod ub. : ne adlavar ket ar pezh a oar. II. (en e furm lies) Itrikoù. & Trl. Gouzout roudoù ub. : gouzout petra emañ oc'h itrikañ, gouzout diouzh e droioù kamm. III. Adv. PEMDEZ Kuit. Kerzh roud ! Ar re all zo aet roud.

Skouerioù istorel : 
43
Kuzhat roll ar skouerioù

roud an troad

1499
Daveenn : LVBCA p23, 177, 198 ('la trace du pied')

e pep rout

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (e pep) rout

heul ar roud eus

1659
Daveenn : LDJM.1 pg imiter

roud

1659
Daveenn : LDJM.1 pg raie (marque), trace

aet eo en e roud

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (et eo en e) rout

bezañ kaset en e roud

1732
Daveenn : GReg pg (etre) congedié

louzoù a gas an derzhienn en he roud

1732
Daveenn : GReg pg febrifuge

roudoù ar c'harv

1732
Daveenn : GReg pg erres (du cerf, ses traces)

It a-fo en ho roud.

1732
Daveenn : GReg pg guêtres (Tirez vos guêtres au plûtôt.)

monet en e roud

1732
Daveenn : GReg pg (prendre son) congé (s'en aller)

kas en e roud

1732
Daveenn : GReg pg congédier (renvoïer)

roudoù

1850
Daveenn : GON.II pg rouden

roud

1850
Daveenn : GON.II.HV pg roudou

kollet eo ganto roudoù ar c'harv

1850
Daveenn : GON.II.HV pg roudou

roud

1850
Daveenn : GON.II pg rouden

Hag ar chaseer paour, ennañ droug ha kounnar, / O klask e laer a-gleiz, a-zehoù / Hag o sellet oc'h ar roudoù, / A wel ar vaot o tont.

1867
Daveenn : MGK p48

— « Hentchoù all zo e-leizh, hentchoù-treuz, ribouloù ; / Mar fell dit mont drezo e weli kalz roudoù / A zo aet en da raok. — Mar kerez, fistoulig, / Hep spegañ tamm en drez e vezi pinvidik. »

1867
Daveenn : MGK p144

O welet piv oa, ha pe zen, / Marzhin a grog en ur penn-bazh / Ha kerc'h d'e lêr e roud ar bas.

1867
Daveenn : MGK p61

An heizez a voa aet da c'hoari war ar maez, / Pa zilamm ur c'hi-red, droukkannad an dud kriz, / Da c'hwesha e roudoù dre al letonenn c'hlas.

1867
Daveenn : MGK p46

Ra deuy o bugale hag o bugale-vihan da vale war o roudoù !

1877
Daveenn : EKG.I. p.100

En heuliañ a rejont diouzh e roudoù betek Koad Lioù, e parrez Bourbriag ; mes eno er c’holljont.

1877
Daveenn : EKG.I. p.151

Anat e oa ez oant glac’haret, roudoù an daeloù a yoa war o divoc’h, mes n’oant ket evit lakaat en o fenn e rankje o bugale o dilezer.

1877
Daveenn : EKG.I. p.266

Er wenojenn, e-kichen an ti, e welis kalz roudoù tud, roudoù boteier-lêr, roudoù boteier-lêr-goad.

1878
Daveenn : EKG.II p.38

roud

1909
Daveenn : BROU p. 416 (vestige, se dit surtour au pluriel)

Gwel an div ounner dilezet, ar raoskl flac’het, roudoù ar stourmadenn er riblennad a roas da anaout dezho petra a oa c’hoarvezet.

1923
Daveenn : SKET p.135

Un dlead deomp-ni, o gournizien, kerzhout war o roudoù hag ober hor galloud ma vo Keltia-da-zont par – ha dreist zoken ! – da Geltia-‘zo-bet. Keltia da viken !!

1923
Daveenn : SKET p.6

Un nebeud bloavezhioù goude-se, war roudoù ar varc’hadourien o heñche, e tigouezhas ar vrezelourien estren a beurwastas ar vro-Wenn oc’h ober enni a bep doare taolioù ferv.

1923
Daveenn : SKET p.86

roud g.

1923
Daveenn : SKET p.190, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Direction".

— Ya, aotrou person. — Evelato savit anezhañ en doujañs [a]n Aotrou Doue. — Ya, ya, aotrou person. — Ha gras dezhañ na heulio ket roudoù e berc’henn ! Grit dioutañ, dre ho kelennadurezh, ar pezh n’eo bet nag e dad nag e vamm. — Kalet ar blanedenn, aotrou person ! — Petra a fell deoc’h !… Pep hini ac’hanomp a steu e hini, dindan dorn ha skoazell an Aotrou Doue.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.809 (Miz Genver 1924) ("en doujans an Aotrou Doue" & "dindan dourn" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.846).

Kaer e oa sellout, ne weled roud ebet mui eus krouerien K.V.B e Montroulez.

1944
Daveenn : EURW.1 p.189

Pa gaven re hir an amzer, e kemeren penn ar c’hae Leon, hag e kasen ma roudoù etrezek Kerserc’ho.

1944
Daveenn : EURW.1 p.88

Kavout a ris ivez el levrdi roudoù eus labourioù barzhed all aet da Anaon : an Uhel, Proux ha Milin.

1944
Daveenn : EURW.1 p.90

Pa lavare ar glianted d'am zad : « Kerzhout a ray ho mab war ho roudoù, aotrou noter[,] hemañ a zo abred o tiskiñ e vicher avat ! » pe meuleudioù all evel-se, ma zad a wele dija e bennhêr, a-benn ma vije arru kozh, o kemerout e garg, mes me a vouzhe ouzh o c'hlevout o fougeal ganin[.]

1944
Daveenn : EURW.1 p28

Emañ ar Breton en e roud !

1960
Daveenn : PETO p50

Nemet a-raok monet er roud, / Displeget sklaer, e karfen goût / Pe dorfed din zo rebechet / Ha da be zrougoù ' oan techet.

1960
Daveenn : PETO p74

Bez' ho poa ul lizher preset. Mont a rit da vord an hent da c'hedal paotr al lizhiri. Gwelout a rit roudoù fresk e varc'h-houarn. Nag a resped deoc'h !

1973
Daveenn : HYZH Niv. 88 p. 42, Anjela Duval

Hag ar roudoù-se o tennañ da re ur c'hazh bras ?

1985
Daveenn : DGBD p61

War un daol, e oa roudoù un arnod a gimiezh, kementadoù diseurt halennoù gwenn lakaet war bladoùigoù, evel p'en dije ranket ar paourkaezh den paouez e-kreiz an arnod.

2012
Daveenn : DJHMH p. 75

Mouleürioù ar gwaregoù a zougont a zeu da vervel enno, hep lezel tamm roud outo, evel sunet gant traezh-lonk.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 16

Goude-se peogwir ez eus tu da c'hounit ar stourm-se c'hoazh : n'eus hini ebet evit kompren penaos e c'hall bezañ graet war-dro un den digablus eveldoc'h – betek na vefe prouet ar c'hrontrefed – evel ma vefe un torfedour, ha perak e vefe ret renabliñ roudoù TDN an emsaverien bolitikel ha ket re ar wallerien hag ar sponterien tra ken.

2015
Daveenn : DISENT p167-168

Ar re-se a ra o zaolioù dre guzh ha dre goach, en ur veskañ ar roudoù dibaouez, ha pa darzh an traoù e c'houlennont krenn ma vo sklaer ha boull an traoù.

2015
Daveenn : EHPEA p149

"Kavet hoc'h eus un dra bennak?" "Tra ebet. N'eus roud ebet war al lec'h."

2015
Daveenn : EHPEA p43

Na lezit roud ebet deus ho labour prientiñ, na dre bellgomzadennoù - hag a vez enrollet ha miret e dafariadoù an oberataerien pellgomz - nag e-barzh hoc'h urzhiataerioù ha posteloù - hag a zalc'h soñj eus ho skridoù ivez -.

2015
Daveenn : DISENT p135

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial