I.
H.g. (gant ur bennlizherenn-dal)
1. Gouel yuzev bloaziek dalc'het e koun an deiz ma voe kuitaet Egipt gant pobl Israel da heul Moizez.
Ar Pask, gouel bras ar Yuzevien.
&
Oan Fask : a aberzher bep bloaz da-geñver gouel Pask.
&
Trl.
Debriñ ar Pask : an Oan-Pask.
2. Gouel kristen bloaziek, dalc'het e koun dasorc'hidigezh Jezuz-Krist a lider d'ar Sul kentañ goude loargann ar gedez nevezamzer.
Gouel Pask. Gouelioù Pask. Amzer Fask. Noz Fask. Aviel*-Fask.
[1954] Da bep gouel bras, Nedeleg, Pask, hag evel-just da Sul ar Beuz (deiz pardon Priel), da ouel sant Erwan ha sant Jozeb e kane Yann ar gousperoù hep sakrist na kolist, evel ma teue gantañ.
&
(gant anvioù devezhioù ar sizhun)
Sul-Fask : deiz gouel Pask end-eeun a zegouezh etre an 22 a viz Meurzh hag ar 25 a viz Ebrel.
&
Sizhun-Fask : ar sizhun a zeu da heul gouel Pask.
Lun Fask, Meurzh Fask, Sadorn-Fask, Yaou-Bask.
&
Tr. estl.
Pask laouen !
&
Dour-Fask : dour benniget a yeer da gerc'hat da Sadorn-Fask.
II.
G. (gant ul lizherenn-dal vihan)
Komunion.
Kas e bask da ub.
&
Trl.
Ober e bask : degemer ar gomunion lakaet gant an Iliz d'ar feizidi da-geñver gouel Pask.
[1878] Meur a wech e oa bet en e di oc’h her c’hlask da vont, evel pep kristen mat, da gofes ha da ober e bask [...].
&
Trl. (db. ar vugale)
Ober e bask, e baskoù kentañ : komuniañ evit ar wech kentañ.
[1877] Hennezh a zo kozh neuze, rak va merc’h henañ a oa en oad da ober he fask kentañ er bloaz-mañ, ma vije bet beleien er vro.
[1924] Bilzig a rene e unnek vloaz, ha n’en devoa ket c’hoazh graet e bask kentañ.
[1949] Abaoe ma oa aet d'ar gouent, da lavarout eo abaoe e bask kentañ.
[1954] Deiz va fask kentañ, soñj am eus, kanfard ebet nemedon ne zeuas d'an iliz gant ur jiletenn wenn ha gant ur vrec'henn seiz ouzh e vrec'h dehou.
&
Pask, paskoù bras : lid ma kadarnaer dirak ar feizidi gouestloù ar vadeziant.
Ober e baskoù bras.
&
Trl.
Taol*-fask.
EVEZH. : kemm. c'hwezh. e Pask pa vez renadenn anv, nemet er c'henstrolladoù Yaou Bask ha Gouel Pask.
M. Livirit Gourc'hemennoù an Iliz. / D. 1. Klevet d'an Sulioù ha'n Gouelioù din / Oferenn sklaer hag anterin. / An gouelioù dit gourc'hemennet, / Sell n'o zerri ha mir-i naet. 3. Un wezh an bloaz, ma na rez ken, / Kofes da faotoù en laouen. / 4. Da Bask, kemer Salver an bed hep remors a vec'h na pec'hed. 5. An daouzek dizioù, vijiloù an sent, sell n'o zerri ha mir-i kent, / Ha'n C'horaiz, ma n'en gwrez kent, / Pan vizi un bloaz warn-ugent. 6. Da Wener gant si ne zibri / Kig, na da Sadorn ne ri mui.
M. Liuirit Gourchemennou an Ilis. / D. 1. Cleuet da-n sulyaou, ha-n Goueliaou din / Offeren sclaer hac anterin. 2. An Goueliaou dit gourc'hemennet, / Sell n-o terry ha mir y net. / 3. Vn guez e-n bloaz, ma na gruez quen, / Confes da fotaou en laouen. / 4. Da pasq quemer Saluer an bet / Hep remors a bech na pechet. / 5. An Daouzec diziou, Vigilou-n sent, / Sell n-o terry ha mir-y quent, / Ha-n Choarais, ma n-en grues quent, / Pan vizy vn bloaz voar n-uguent. / 6. Da guener gand sy ne dibry / Quic, na da Sadorn ne gry muy.
1622
Daveenn :
Do.
p28 & 30
disul Pask
Disul Pasq
1659
Daveenn :
LDJM.1
pg dimanche (de Pasques)
Pask
Pasq
1659
Daveenn :
LDJM.1
pg Pasque
Da bec'hedoù a gofesai ur wech er bloaz, ma ne rez mui ; / Ha da Grouer a resevi / En amzer Fask, hep pellaat mui.
Da bec'hedou à goffessay / Vr vech er bloaz, ma ne rez muy; / Ha da Groüer à recevy / En amser Pasq, hep pellaat muy.
1677
Daveenn :
Do.
p31
Yaou-Bask
jaou-bask
1699
Daveenn :
Har.
pg pask
gouelioù Pask
gouëlyou Pasq
1732
Daveenn :
GReg
pg (les) fêtes (de Pâque)
gwisket-mat evel ar bourev pa ez a da ober e bask
güisqet-mad evel ar bourréau pa ez a da ober e basq
1732
Daveenn :
GReg
pg (brave comme un) bourreau qui fait ses Pâques)
Daveenn :
GReg
p. 406 (signifie aussi la communion pascale : ober e bask)
ar Joa Bask
ar Joa-Basq
1732
Daveenn :
GReg
pg fleuri (Pâque fleurie)
disul ar Joa Bask
diçzul ar Joa-Basq
1732
Daveenn :
GReg
pg fleuri (Pâque fleurie)
ar Yaou-Bask
ar iaou bask
1850
Daveenn :
GON.II
pg Iaou
Pask
1850
Daveenn :
GON.II
pg Pask
Ha neuze c’hoazh, ma rankje ar person, abalamour da lezennoù an Aotrou Doue pe re an Iliz, refuz e bask d’ar maer, petra a arruje gantañ ?
Ha neuze c’hoaz, ma rankche ar persoun, abalamour da lezennou an Aoutrou Doue pe re an Iliz, refuz he bask d’ar mear, petra a arruche ganthan ?
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.6
— Hennezh a zo kozh neuze, rak va merc’h henañ a oa en oad da ober he fask kentañ er bloaz-mañ, ma vije bet beleien er vro.
— Hennez a zo koz neuze, rak va merc’h hena a ioa enn oad da ober he fask kenta er bla-man, ma viche bet beleien er vro.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.229
Kemenn d’ar C’higer ez eus e Kermabrouz, e parrez Koadout, loened lart da ziskar a-benn ma teuy gouelioù Pask.
Kemenn d’ar C’higer ez euz e Kermabrouz, e parrez Koadout, loened lard da ziskar a-benn ma teui goueliou Pask.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.90
Meur a wech, an Aotrou Gall, person Plouenan, e barrez, en doa her gourdrouzet. Meur a wech e oa bet en e di oc’h her c’hlask da vont, evel pep kristen mat, da gofes ha da ober e bask ; mes en aner e komze ; ar c’here ne rae van, kenderc’hel a rae e vuhez fall ha direizh.
Meur a veach, an Aoutrou Gall, persoun Plouenan, he barrez, en doa her gourdrouzet. Meur a veach oa bet enn he di oc’h her c’hlask da vont, evel pep kristen mad, da gofez ha da ober he bask ; mez enn aner e komze ; ar c’here ne rea van, kenderc’hel a rea he vuez fall ha direiz.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.148
Tremenet amzer Fask, ar vuhez pemdeziek a liammas anezhañ en he devezhioù, en he oberoù.
Tremenet amzer Fask, ar vuhe pemdeiek a liammas anean en he devejou, en he oberou.
D'an abardaez e vezemp distro d'ar gêr, hag ar vuhez skol a gendalc'he, didrouz, didrabas, betek graet ganin ma fask kentañ, d'am dek vloaz.
D'an abardaez, e vezemp distro d'ar gêr, hag ar vuhez skol a gendalc'he, didrouz, didrabas, betek graet ganin ma fask kenta, d'am dek vloaz.
1944
Daveenn :
EURW.1
p28
Mouezh ur vaouez, sklintin hag heson, seurt ma ne veze ket klevet mui gant ar paotr, abaoe ma oa aet d'ar gouent, da lavarout eo abaoe e bask kentañ.
1949
Daveenn :
SIZH
p. 37
Da bep gouel bras, Nedeleg, Pask, hag evel[-]just da Sul ar Beuz (deiz pardon Priel), da ouel sant Erwan ha sant Jozeb e kane Yann ar gousperoù hep sakrist na kolist, evel ma teue gantañ.
Da bep gouel bras, Nedeleg, Pask, hag eveljust da sul ar Beuz (deiz pardon Priel), da ouel sant Erwan ha sant Jozeb e kane Yann ar gousperoù hep sakrist na kolist, evel ma teue gantañ.
1954
Daveenn :
VAZA
p.22
Deiz va fask kentañ, soñj am eus, kanfard ebet nemedon ne zeuas d'an iliz gant ur jiletenn wenn ha gant ur vrec'henn seiz ouzh e vrec'h dehou.
1954
Daveenn :
VAZA
p.27
Evit mont betek Bikele, hag a vo al lec'h diazez betek ehan Pask, e kemeromp eta an hent-dour [...]