pastell
Evit pezh a sell ouzh o chupenn, dibrenn e veze laosket dalc’hmat, en desped d’an teir nozelenn wriet outi, ha strizh awalc’h [a-walc’h] e-dro [endro] d’ar vandenn, tennañ a rae un tammig d’ar porpant hanter lost-pig [lost pig] e vez graet dioutañ « jaquette » e galleg, met gant pastelloù berr-berr na dapent ket pelloc’h eget foñs ar bragoù.
Goude kreisteiz ’vat e tarzhas un heol benniget, ha c’hoarzhin a ris leizh-kof e-pad un ebad-liorzh e ti-meur pennrener an enezenn o sellout ouzh un arc’heskob eus iliz Bro-Saoz o c’hoari polod-paliked gant gwragez ha merc’hed yaouank : « Ma ! emezon ouzhin va-unan, n’on ket c’hoazh dare da welout eskob Sant-Brieg ha Treger pe hini Kemper ha Leon o lammat e stumm-se evel ur penn avelet hag o c’haloupat war-lerc’h ur volotenn ken ma fraoñje e[n]-dro dezhañ pastelloù e livitenn du ».
Ur perzh dibar all a zo d'an nebeud absidennoù en ilizoù hor bro, war-bouez re Redon hag ar Salver e Dinan : krommenn an absidenn 'zo graet diwar teir fastell voger p'emañ ar boaz e lec'h all da rannañ anezhi etre pemp pe seizh pastell.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
pastellad