Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
8
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Kammed. [1877] Mont a rae a-hed an hent en ur jilgammat ; bep paz a rae, ez ae war he fenn, ar baourez kaezh, hag, anez he bazh, pell a yoa e vije kouezhet d’an douar. 2. (db ar c'hezeg) [1732, 1931] Kerzh gorrekañ ul loen-kezeg. Mont d'ar paz. Pourmen ur marc'h d'ar paz. [1944] « Unan, daou, unan daou », ha d’ar paz, da dreuziñ kêr penn-da-benn betek kazarn an Tour d’Auvergne, war hent Lannuon. & Paz-aes. HS. paz-inkane. 3. Trl. skeud. Mont a bazoù kazh : bale didrouz. & Ober ur paz ki d'ub. : e ambroug betek an nor kent kimiadiñ dioutañ.

Skouerioù istorel : 
14
Kuzhat roll ar skouerioù

Eozen Roperzh[,] kredet kerzh[,] a Gerdu / En kompozas[,] ur paz ne fallas tu / Bede 'n isu[,] hag en kontinuas

1499
Daveenn : LVBCA p15, 21, 34, 71, 72, 94, 103, 113, 119, 121, 125, 149, 157, 200, 201 ('Eozen Roparzh, croyez certainement, à partir de décembre / Le composa, sans une fois faillir / Jusqu'à la fin et le continua')

marc'h a ya d'ar paz-aes

1732
Daveenn : GReg pg amble

ar paz-aes

1732
Daveenn : GReg pg amble

em dennañ eus a ur gwall baz

1732
Daveenn : GReg pg depetrer (se tirer d'un mauvais pas)

hastañ e baz

1732
Daveenn : GReg pg (doubler) le pas

paz

1850
Daveenn : GON.II.HV pg paz

Mont a rae a-hed an hent en ur jilgammat ; bep paz a rae, ez ae war he fenn, ar baourez kaezh, hag, anez he bazh, pell a yoa e vije kouezhet d’an douar.

1877
Daveenn : EKG.I. p.193

Skrimpañ a rejont buan war ar c’hleuz ; mes p’edont o tiskenn en tu all, soudanenn an Aotrou Breton a spegas ouc’h ur c’hef derv hag en dalc’has a-ispilh. Filip a rankas dont en-dro d’en dispegañ, hag, e-pad keit-se, ar soudard a c’hounezas kement warnezho, ma n’edo ket ouc’hpenn kant paz ken war o lerc’h.

1877
Daveenn : EKG.I. p.303

A-benn m’hor boa graet un daou pe dri c’hant paz, hon ambrouger, en ur dennañ ur chapeled eus e c’hodell, a lavaras deomp : — C’hwi hoc’h eus an aer da vezañ daou zen mad, abalamour da se n’em eus ket a aon o lavaret va chapeled dirazoc’h.

1877
Daveenn : EKG.I. p.69

Gourc’hemenn mat a reas deomp ober peder bandenn, pemp e pep hini, ha lakaat d’an nebeutañ kant paz etre pep bandenn.

1877
Daveenn : EKG.I. p.276

Ur paz am boa graet evit pellaat, pa voen strobellet gant un dra bennak a yoa war an douar.

1878
Daveenn : EKG.II p.52

Klevet a ris hepken un tamm trouz, evel unan bennak oc’h ober ur paz pe zaou.

1878
Daveenn : EKG.II p.48

paz

1931
Daveenn : VALL pg amble

« Unan, daou, unan daou », ha d’ar paz, da dreuziñ kêr penn-da-benn betek kazarn an Tour d’Auvergne, war hent Lannuon.

1944
Daveenn : EURW.1 p.191

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial