Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.g. 1. [1499, 1985] Diaez korf a ra d'ub. pasaat. Kaout paz, dastum paz. Bezañ gant ar paz, bezañ ar paz gant ub. Ur barr paz, barradoù paz. [1985] An holl a zo gant ar paz : emañ ar stropad war ar vro. 2. (dirak ur spizer) [1732] Anv a lakaer war gleñvedoù zo. Paz-krign : tanijenn ar bronkez. & Paz-moug : drev. Bezañ gant ar paz-moug. & Paz-tag : heñvel ouzh hini an drev. Ar paz bras, ar paz moug. II. G. 1. Doare pasaat. Ur paz diroll : a bad. Ur paz sec'h : hep teuler glaour. Ur paz brein : o teuler glaour. Ur paz gouzoug : da skarzhañ ar gouzoug. Ur paz kleuz : da skarzhañ ar bronkez. 2. Dre fent. Bramm.

Skouerioù istorel : 
14
Kuzhat roll ar skouerioù

paz

1499
Daveenn : LVBCA p158 (toux)

paz

1659
Daveenn : LDJM.1 pg toux

ar paz bras

1732
Daveenn : GReg pg coqueluche (maladie)

er paz moug

1732
Daveenn : GReg pg coqueluche (maladie)

ar paz a skuizh ac'hanon

1850
Daveenn : GON.II pg pâz, pâs

paz

1850
Daveenn : GON.II pg pâz, pâs

paz

1850
Daveenn : GON.II pg pasaat, pâz, pâs

da baz

1927
Daveenn : Geri.Ern pg b

ho paz

1927
Daveenn : Geri.Ern pg b

paz

1927
Daveenn : Geri.Ern pg b

louzoù paz

1931
Daveenn : VALL pg béchique

louzoù ouzh ar paz

1931
Daveenn : VALL pg béchique

— « C’hoazh ’po, c’hoazh ’po ! » a lavare dezhañ Job. Neuze, pe flastret gant ar pouez a oa war e gof, pe ur c’hwil o kouezhañ eus ar wezenn gozh en e c’henou digor, Lom a greñchas ["grañchas"] e-kreiz figur Job gant ar paz a oa deuet dezhañ. — « Me ’stanko deoc’h ho kenou, Lom gouez. »

1944
Daveenn : ATST p.21

An holl, a bep tu, a zo gant ar paz : emañ ar stropad war ar vro.

1985
Daveenn : DGBD p122

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial