Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
22
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Den a bec'h. Ur pec'her kaledet : zo boas da bec'hiñ. Ur gwall bec'her.

Skouerioù istorel : 
28
Kuzhat roll ar skouerioù

pec'her

1499
Daveenn : LVBCA p160 (pecheur)

pec'herez

1499
Daveenn : LVBCA p160 (pecheresse)

En eil poent e joenter hag e komzer serten / A ur fin infinit, kredit, na doutit ken : / Penaos diouzh plom ha skouer, / E varnher [varnfer] pec'herien / Dre'n fin-mañ kredet [kredit] lemm, ho tremm a renk [rank] tremen

1575
Daveenn : M. p36

evit pec'her ha pec'herez

1581
Daveenn : ISYK.I p113

D. Me hoz salud, Mari leun a c'hras, an Aotrou zo geneoc'h, binniget oc'h entre an holl wragez, ha benniget an frouezh [ag] hoz korf Jezuz. Santez Vari, mamm da Zoue, pedet evidomp-ni pec'hezrien, bremañ hag en eur an marv. Amen.

1622
Daveenn : Do. p20

pec'her

1659
Daveenn : LDJM.1 pg pecheur

pec'herez

1659
Daveenn : LDJM.1 pg pecheresse

M. Leveret-hi [an Ave Maria] e brezhoneg ? Me ho salud, Mari, leun a c'hras, an Aotrou zo geneoc'h, binniget ez oc'h etre an holl wragez, ha binniget eo ar frouezh eus ho kof, JEZUZ. Santez Vari, Mamm da Zoue, pidit evidomp-ni pec'herien, bremañ, hag en eur hor marv, Amen.

1677
Daveenn : Do. p21

En deiz eus ar Varn diwezhañ, / Ma renkimp-holl komparisañ, / Ma sikourit dre garantez, / Advokadez d'ar pec'her kaezh.

1677
Daveenn : Do. p70

pec'hourian

1732
Daveenn : GReg Rakskrid

Stignet eo gwareg an Ao. Doue evit lansañ gant ar bec'herien.

1732
Daveenn : GReg pg arc (Dieu tient son arc bandé sur les pecheurs.)

An Ao. Doue a zeu a-wizhioù da astenn e zorn war ar pec'her.

1732
Daveenn : GReg pg appesantir (Dieu appesantit quelquefois sa main sur le Pecheur.)

Doue a c'houlenn digant ar pec'her gwellidigezh a vuhez ha nompas e gollidigezh

1732
Daveenn : GReg pg amandement

Doue ne fell ket dezhañ koll ar pec'her, goulenn a ra hepmuiken e teufe da cheñch buhezegezh

1732
Daveenn : GReg pg amandement

pec'herien

1732
Daveenn : GReg Rakskrid

pec'her

1732
Daveenn : GReg Rakskrid

pec'herion

1732
Daveenn : GReg Rakskrid

pec'her

1732
Daveenn : GReg Rakskrid

pec'hourien

1732
Daveenn : GReg Rakskrid

bec'hour

1732
Daveenn : GReg Rakskrid

pec'herez

1850
Daveenn : GON.II pg péc'hérez

pec'herezed

1850
Daveenn : GON.II pg péc'hérez

pec'her

1850
Daveenn : GON.II pg péc'her

pec'herien

1850
Daveenn : GON.II pg péc'her

E leandi Sant-A[l]bin, hennezh [e] oa hanv ar gouent savet gant an Aotrou Olier Lambal, hag a gomzan anezhi, e leandi Sant-A[l]bin [e] oa digor an nor d'an holl ; kerkoulz d’ar pec’her paour a deue di d’en em zisammañ eus e bec’hedoù e-harz treid ur "c’honfesour" karantezus, evel d’ar paour ezhommek n’en doa tamm da zebriñ e-unan, na griñsenn da reiñ d’e vugale.

1877
Daveenn : EKG.I. p.34

Santez Vari, Mamm da Zoue, pedit evidomp, pec'herien, hiziv ha da eur hor marv !

1949
Daveenn : SIZH p.63

Aotrou kure, ma c'hasoni / C'hwi ' deurvezo din pardoniñ, / Din-me, diaoulez ha pec'herez, / Dallet, allas ! gant an erez.

1960
Daveenn : PETO p81

Ha diwarnon, gwall bec'herez, / Lamit pouez ma zrubarderezh !

1960
Daveenn : PETO p73

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial