pec'hi
pec'hi
Gouzout a raen bremañ ar pezh em boa c’hoant da c’houzout ; edon e-touez ar balan ; sevel a ris va fuzuilh dreist ar bleñchoù, bizañ a ris e-pad m’edo Brutus an Normant o komz en ur sakreal hag en ur bec’hiñ ouc’h [ouzh] unan eus e gamaraded ; an tenn a strakas, ha pec’hed Brutus a voe troc’het dre an hanter.
E-pad m’edont, evel paotred ar sabad, o tañsal, o youc’hal hag o pec’hiñ, evel pa vije kollet o fenn ganto, en-dro da dammoù ar groaz [v]ruzunet, ec’h en em gavas a du Bretouarne ar re a yoa aet da Gervern, ha, ganto, en o zouez, seur Kervern, Mari Kemener, staget gant ur gordenn he daouarn a-dreñv he c’hein.
pec'hi
— « Petra ’c’hoarvez adarre ? » emezi. — « Netra, moereb, » a lavaras Lom. — « Eo, klevet em eus unan bennak o pec’hiñ. »
Roue an dismantroù-se, a-hed ar sizhun, a oa Pepe gozh la Botella, un duardig sec'h ha kramennek, «anarquista » ha beg-chopin, bet skoet gant ar gras, ha troet da ever-dour war an diwezhadoù, pezh ne vire ket outañ da bec'hiñ, evel un Navarrad, ma oa.
Aet e oa da dapout ur maen dindan ur bouchad strouezh, ha setu eñ o lammat kuit en ur bec'hiñ.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
pec'hus