pedet
M. Peur e renker e [sin ar groaz] ober ? D. Diouzh ar mintin pa saver, diouzh an noz pa ez eer da gousket, pa antreer en iliz, goude bezañ kemeret dour binniget, pa gomañser da bidiñ Doue, pa gemerer ar refeksion, e komañsamant hon euvroù, ha pa en em gever en un dañjer bennak, peotramant seziet / gant un aon pe ur spont bennak.
M. Leveret ar re [an euvroù a drugarez] spirituel? [D.] Kelenn ar re ignorant, / Korrijañ ar re a fazi, / Reiñ kuzul mat d'ar re o deus ezhomm, / Koñsoliñ ar re dezolet, / Dougen patiamant an injurioù, / Pardoniñ an ofañsoù, / Pidiñ evit ar re vev hag ar re varv, hag evit ar re a zeu d'hor persekutiñ.
pedet e varner
pedet
pidet
Ha pediñ a rin evidoc'h a wir galon.
N'eo ket al lean a bede, n'eo ket ar barzh a gane. Savet a oa un den all er breur Arturo; un den dianav, a lakae an daou all da souzañ.
Santez Vari, Mamm da Zoue, pedit evidomp, pec'herien, hiziv ha da eur hor marv !
- Me, dimezell, n'on na Tad na porzhier. Pediñ a ran an Aotrou Doue, avat, ma ray diouzhin ur servijer doujus hag ur beleg izel e galon, hogen barrek hag helavar da brezeg E Anv Santel.
Un deiz bennak e fellas da hemañ pediñ da verennañ Ernest Renan o chom er vro er mare-se.
Koll poan hag amzer a rae, ha kerkoulz e vije bet dezhañ reiñ lunedoù d’ur glesker hag e bediñ da lenn a vouezh uhel ar gelaouenn.
Ar gwener [Gwener] beure-mat e lavaras din va mamm-gozh : « Kae, mabig, d’an iliz da bediñ dirak an Itron Varia Lourd ; mar plij d’ar Werc’hez Santel e teufe Ann-Mari e-barzh, mont a raimp holl du-hont da vloaz evit he zrugarekaat ». Sentiñ a ris raktal outi.
Un deiz bennak, goude ar gouzoumenn en ur barrez vihan e c’hoantaas komz gant ar vugale hag o c’herent bodet er vered, hag o vezañ ma choment pell dioutañ dre zoujañs, setu ma voent pedet gant ar Vikel vras da dostaat : « Ya, ya, eme an Aotrou Fallières, staotit ’ta, mar plij, staotit un tammig ! »
Kemer a ris va c’hreñv da bediñ al leanez da brenañ ur viell e Denain, hag ur miz bennak goude, pa voe erru du-mañ he fakadenn, e kavis enni – n’eo ket, siwazh, ur viell ! – met ur c’hwitell a vent vat, ur c’hwitell veuz turniet-kaer gant tri pe bevar alc’houez e-dro dezhi evit an arouezoù izelaat hag uhelaat.
Etretant, tapet en devoa ar c’hure pleg da c’houlenn diganin meur a dra diwar-benn an doare-skrivañ, an istor, an douaroniezh, ha pa welas ne oan nag ur genaoueg nag un azen (2), setu ma pedas va mamm da reiñ dezhañ aotre da zeskiñ al latin d’he fennhêr [...].
Ne oa ket Soaz-Sapeur evit klevout komz eus touseged, ha lazhañ a reas raktal va faour-kaezh « evn », kaer am [sic] boe pediñ hag aspediñ. Sed aze ar c'hentañ glac'har em buhez !
Digant he den zoken ne gleve nemet al lesanv-se, ha mar c'hoarveze d' ur martolod all e bediñ ur sulvezh da noz da chom gantañ e bourc'h da c'hoari kartoù ha d'evañ ur bannac'h re, raktal e lavare Biz Kamm : « Trugarez, va faotr, met poent eo din kerzhout d'ar gêr, anez-se trubuilh am befe digant merc'h Sapeur ».
Evel ma oa dereat, e pedis an daou soudard da zont da goaniañ ganin, daoust ma tisplijas din diouzhtu o doareoù.
Paotr pe plac'h ar pellgomz a rank gervel en-dro an dud aet d'ar gêr neuze, ha pediñ anezhe d'en em vodañ dirak an ti-polis evit goulenn groñs ma vo dishualet o c'hamaladed...
Ho pediñ a ran da dalañ d'ho tailhanterezh, a-benn pemp deiz ac'hann, an diandell a 200.000 euro ez oc'h ardelladour anezhi. En degouezh kontrol, emañ ho puhez en arvar da finvezañ.
Marteze e pede ar marv dezhañ, evel he deus anzavet, met, m'he dije kaset he mennad da benn he dije graet daouzek vloaz 'zo ha n'eo ket bremañ paz eo kemmet he buhez gant un eil gwaz.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
pediñ