Pellgargañ ar gerioù kar barner-a-beoc'h peoc'h peoc'hiañ peoc'hiek peoc'hier
ober peoc'h
peoc'h
An dro a ris d’ar C’hreñvlec’h galloudek, savet gwechall gant an Tri Gevell, mibien Virotouta, bet dibabet abaoe da lec’h o annez gant doueed ar vro ; a wared etre e vogerioù arouezintioù-brezel ar boblad, teñzor ar roueed , teñzor an uhelidi hag an tri-c’hant den-gouestl, dalc’het da gred ar peoc’h hag ar feurioù.
Dre m’eo bet engehentet gant un doue, eveshaet en he yaouankiz gant un doue, kelennet gant un doue, eo e trec’h ar baotred hag ar maouezed anezhi war baotred ha maouezed broioù all an douar e ment, e nerzh, e skañvded, e gwevnded, e kened, e sked, e gwennded, e meiz, e kadarnded, en eeunded, e gwirionded, en helavarded, e barzhoniezh, e gouiziegezh, en hesonerezh, en ijinoù-kaer ha mecherioù en oberiadoù ar peoc’h kerkoulz hag e re ar brezel.
— « Peoc’h ! Lom, ne welit ket an dud o tont en-dro eus ar pardon ? Ne vefe ket dereat c’hoarzhin ne [sic, "na"] kanañ dirazo. Peoc’h ’ta, ha kemerit un aer trist ! »
Ma ne voe ket kann, eo dre c'hras an aotrou Cavalier, a zeuas da soñj dezhañ e oa alvokad, hag a reas ur brezegenn da sioulaat d'an dabuterien... Mes an deiz war-lerc’h, e lavaras an itron Bodeur din : « Ne c’houlan ken gwelout an aotrou-se o tont ouzh taol ar sal. Amañ ‘z eus bet peoc’h atav, ha ne fell ket din cheñch giz… »
— « Nann, sur, ma ’z eus roc’h e toull he gouzoug, n’eo ket marv c’hoazh. Mes, peoc’h ! ni a ra re a drouz… »
« A ! peoc’h deomp gant ar c’hazh, ’benn ar fin. Daoust hag e welit kement ha ma klevit ? » — « Ne welan netra. »
Ene Herri an hini eo, ha netra ken. Ar pezh hon eus d’ober eo klask e gorf ar buanañ ar gwellañ, ha sebeliañ anezhañ en un douar kristen. Neuze e vo peoc’h d’e ene.
It e peoc’h gant an hent-bras-se hep aon da vezañ gwintet er foz gant ur c’harr-dre-dan bennak !
Ha Lom a grogas adarre da lavarout : — « O moereb ! O, moereb !… » — « Peoc’h, en anv Doue ! » eme ar voereb, hep digeriñ ul lagad ; « poan-benn a rit din. »
Ha ne c'hwezhe ket feson un arne war beoc'h e ene ?... Habask n'oa ket mui...
Ne dorran ket va fenn gant seurt merfeti, ha kontañ a ran war va fedennoù hag hanterouriezh ar Werc'hez Vari binniget-dreist, krouet dibec'hed, da gaout ar peoc'h a-zivout va diantegezh.
...Nann ! Ne sellfe ket outi !... Dereat e vije, a-dra-sur ! Dibleg ivez : - N'oc'h ket a-berzh Doue !... Peoc'h digant ho kenou ha « vaya Ud. con Dios ! » It gant Doue, mes a-zirak va daoulagad-me ha diouzh va soñj !... - Setu, ya setu petra a lavarfe dezhi...
Rak an amprevaned all a ro dre vras [dre-vras] peoc'h deoc'h keit ha ma vezit o kerzhet ; ar re-mañ, en enep, ne baouezont ket da droidellat en-dro deoc'h, goude ha ma'z afec'h d'ar red, dedennet ha ma vezont moarvat gant c'hwezh ar c'hwezenn : louzoù all ebet nemet hejañ dizehan en-dro d'ho penn ur barr deliaouek.
Piv a c'hall embann war ar groaz emañ o stourm dizehan evit difenn an endro, ar peoc'h, an ingalded sokial hag hini ar reizhoù, mad al loened ha frankiz ar sevenadur?
Kregiñ a reont da vont kuit unan-hag-unan, ouzh ma lezel e peoc'h.