1. Ag. pet.
Anv-gwan a dalvez da verkañ ur renk, un niverenn urzhiañ a glot gant an niver pevarzek.
War-dro hanter ar pevarzekvet kantved e krogas ur brezel bras. D'ar pevarzekvet deiz a Wengolo.
2. Rag. pet.
Raganv a dalvez da verkañ ur renk, un niverenn urzhiañ a glot gant an niver pevarzek.
Ar pevarzekvet : un den, ul loen, un dra, arouezet gant un anv gourel, dezhañ an niver pevarzek, hervez un urzh bnk. Ar bevarzekvet : un den, ul loen, un dra, arouezet gant un anv benel, dezhañ an niver pevarzek hervez un urzh bnk.
3. Termen a dalvez da sevel anvioù-gwan petvediñ, raganvioù petvediñ zo brasoc'h eget trizek ha tri-ugent.